Henry Morton Stanley (29 a viz Genver 1841 - 10 a viz Mae 1904) a oa ur c'hazetenner, skrivagner hag ergerzher, genidik eus Dinbych, e hanternoz Kembre, hag en deus beajet en Afrika.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon |
Anv e yezh-vamm an den | Henry Morton Stanley |
Anv ganedigezh | John Rowlands |
Anv-bihan | Henry, Morton |
Anv-familh | Stanley |
Deiziad ganedigezh | 28 Gen 1841 |
Lec'h ganedigezh | Dinbych |
Deiziad ar marv | 10 Mae 1904 |
Lec'h ar marv | Richmond Terrace |
Lec'h douaridigezh | Church of St Michael and All Angels |
Pried | Dorothy Tennant |
Bugel | Denzil Stanley |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Micher | kazetenner, ergerzhour, politiker, skrivagner |
Karg | member of the 26th Parliament of the United Kingdom |
Lec'h labour | Londrez |
Strollad politikel | Liberal Unionist Party |
Bet war ar renk da vezañ dilennet | 1895 United Kingdom general election |
Brezel | Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika |
Diellaouet gant | Levraoueg Vroadel Kembre |
Prizioù resevet | Knight Grand Cross of the Order of the Bath, Vega Medal, Patron’s Medal, Grande Médaille d'Or des Explorations, Grand Cordon of the Order of Leopold |
Skrivet en deus evit | New York Herald |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Brudet eo dreist-holl peogwir e oa bet klasket ha kavet gantañ un ergerzher all, David Livingstone, a oa aet diwar wel en Afrika.
John Rowlands e oa e anv kentañ. Desavet e voe gant e dad-kozh, e Llanelwy : dianav e oa e dad ha dilezet e voe gant e vamm pa oa 18 miz. Goude marv e dad-kozh e voe kaset d'un ti-emzivaded hag eno e voe start ar vuhez evitañ. A-boan 18 vloaz e oa pa lestras war ul lestr da vont da Stadoù Unanet Amerika, ma erruas e miz C'hwevrer 1859. Paeañ a reas e veaj en ur labourat evel martolod e bourzh al lestr. Kavout a reas labour e New Orleans, gant ur c'henwerzhour pinvidik anvet Henry Hope Stanley. Meur a vloaz e chomas da labourat gant an den-se ha damadvabet e voe gantañ. Diwar neuze e voe kemeret an anv Henry Morton Stanley gantañ.
Kemer a reas perzh, en daou du, e Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika ha goude e teuas da vezañ kazetenner evit an New York Herald, e 1867. Beajiñ a reas evit ar gazetenn-se : unan eus he c'henskriverien e voe e kornôg ar Stadoù Unanet da gentañ, e Turkia da c'houde, ha mont a reas da Afrika e 1869. Kelaouaer e voe en Etiopia, kas a rae keleier eus ar brezel etre Breizh-Veur hag Etiopia, war harzoù ar vro-se. E 1869 e voe fiziet ennañ gant e gazetenn ar garg da glask ha da adkavout an ergerzher skosat David Livingstone, a oa bet kollet ar roud anezhañ e reter Afrika meur a viz diagent.
Mont a reas Stanley da Zanzibar e miz Meurzh 1871 hag aozañ a reas e veaj d'ar c'hevandir, hep rankout soursial nemeur eus ar c'houst anezhi, pa oa paeet ar frejoù gant rener ar gazetenn New York Herald. Kavout a reas Livingstone d'an 10 a viz Du 1871 en Ujiji, e-kichen al lenn Tanganyika, e Tanzania hiziv. Hervez a voe kontet goude-se e voe distaget ar gerioù "Doctor Livingstone, I presume?" gant Stanley p'en em gavas gant an ergerzher skosat, met den ne oar da vat daoust ha lavaret e voe ar frazenn-se e gwirionez.
Gant Stanley ha Livingstone e voe kendalc'het da ergerzhet ar vro ha prouiñ a rejont ne oa liamm ebet etre al lenn Tanganyika hag ar stêr Nil. Pa zistroas Stanley eus e veaj e skrivas ul levr anvet "How I Found Livingstone; travels, adventures, and discoveries in Central Africa".
Gant an New York Herald, asambles gant ar gazetenn saoz Daily Telegraph, e voe arc'hantet, e 1874, ur veaj all en Afrika, ma'z eas Stanley a-dreuz Afrika, eus ar reter betek ar c'hornôg, en ur ziskenn ar stêr Kongo. Ur veaj start-kenañ e voe : evit tremen al lammoù-dour bras a zo a-hed ar stêr e oa ret divontañ ar bigi ha dougen an tammoù anezho war an douar betek ul lodenn all, bageadus, eus ar stêr. 999 devezh e padas an ergerzhadenn-se ha meur a zen a varvas : 356 den a oa gant Stanley en deroù ha ne chome nemet 114 anezho er fin. Kontañ a reas Stanley an eil beaj-se el levr "Through the Dark Continent".
E 1886 e voe renet un ergerzhadenn all gant Stanley, evit saveteiñ Emin Pasha, a oa gouarnour Equatoria e su Soudan. Goude diaesterioù bras ha marv meur a zen, e voe kavet Emin Pasha gant Stanley e 1888, ha tizhout a rejont Zanzibar, gant an dud a oa chomet bev, e 1890. E-pad ar veaj-se e voe ergerzhet gant Stanley tolead ar menezioù Ruwenzori hag al lenn Edward.
Goude e zistro da Europa e timezas Stanley gant ul livourez eus Kembre, Dorothy Tennant, ha dilennet e voe da gannad e Kambr ar C'humunioù, eus 1895 da 1900. Mervel a reas e Londrez dan 10 a viz Mae 1904. Beziet e voe e Pirbright, e kontelezh Surrey.
Roud a gaver eus anv e meur a lec'h : kêr "Stanleyville", hag a zo deuet da vezañ Kisangani bremañ (e Republik Demokratel Kongo), "lammoù-dour Stanley" hag a zo bet adanvet lammoù-dour Boyoma, e reter Kongo ivez. Menez Stanley, pe Ngaliema, e menezioù Rwenzori, war ar vevenn etre Republik Demokratel Kongo hag Ouganda, eo an trede menez uhelañ en Afrika.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Henry Morton Stanley, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.