Gweuz

An diweuz, pe muzelloù, pe c'hoazh lapennoù en un doare kaozeek, eo lodennoù kigennek diavaez ar genoù a c'holo dent an dud en nec'h hag en traoñ.

Gweuz
Meur a ziweuz maouezed
Gweuz
Plac'h toullet he gweuz
Gweuz
Ur vaouez eus ar boblad Mursi
Astennet eo bet he gweuz gant ur bladenn-weuz
Gweuz
Muell goeñvet ur gwaz
goude ur flemmadenn

Distokañ o muzelloù a ra an dud pa gomzont ha pa vousc'hoarzhont, ha muioc'h c'hoazh pa zebront, pa c'hoarzhont, ha pa huchont.
Gant an diweuz ivez eo ez ezteuler lod soñjoù neuze : mousklenniñ pa vezer displijet, kammañ ar genoù pa vezer er boan.

Pokat

Pokat a vez graet gant ar muzelloù. Daou seurt pokoù zo dre vras: ar re gant muzelloù stardet hag ar re gant muzelloù digor.

Debriñ

Goude debriñ un dra saourus e plij d'an dud lipat o diweuz.

Diweuz livet

Tud zo a liv o muzelloù: ruz-muzelloù e vez peurlieasañ, met a bep seurt livioù all zo.

Toullañ

Tud zo a laka toullañ o muzelloù da blantañ traezhoù metalek enne, gwalennoù serr pe zigor, pe c'hoazh tachoù pe spilhennoù.

Gweuzeien

Alies e vez ar vorianed gweuzekoc'h, pe muzellekoc'h, eget an dud all. Lod merc'hed en Afrika a astenn o gweuz izelañ a-nebeudoù gant pladennoù-gweuz.
Merc'hed zo a glask tevaat o divweuz evit bout hoalusoc'h d'ar baotred ; evit-se e rankont goulenn harp ar surjianerezh a strinko kollagen pe toksinoù botulek en o muzelloù.

Kleñvedoù

Muzellad

Pa vez koeñvet ar muzelloù e komzer eus ur vuzellad. Kement-se a c'hall c'hoarvezout goude ur flemmadenn gant un amprevan bennak, ur wespedenn pe ur wenanenn da skouer, pe un taol dorn.

Eror

Ur c'hleñved viruzel eo an eror ; unan eus e stummoù eo koeñvadur ur vuzell kent ma teufe porbolennoù debronus warni.

Namm


Gweuz 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

Gweuz PokatGweuz DebriñGweuz Diweuz livetGweuz ToullañGweuz eienGweuz KleñvedoùGweuz NammGweuzDentGenoù

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Dans le Lit, le BaiserEngravadur an AulnaysPriñs Albert tu-ginAnne Breizh-VeurKervoroc'hChristian TroadecKevredigezh Vroadel BreizhTeba (Egipt)Oblast TyoumenRicharzh Iañ (Bro-Saoz)Cascading Style SheetsDer ZauberlehrlingLatinKerbêr1897SiriegSant-MaloùAtarrabiaChesten MarchantFouzhlec'hAmber HeardSpagnGoogle ChromeFrañsez Jaffrennou2009DevnonFrancisco de GoyaWikeriadurRoll Faraoned EgiptBrazilNikotinTurkiaSigeberht WessexCerdic eus WessexWorld Wide Web ConsortiumOblast MoskovSimon HarrisC'hoari ar misionerStringPin-up1654Gewehr 98Moskva (stêr)SaskatchewanSant-Widel-Skovrid2006Vladimir Poutin1991MarcosGoogleColuchePabToullañ beg ar vronnTverJapanSevenadurBengaluruKempervenIsabel Sofía PicónBrezhoneg1999RoazhonKelornPieter de HoochMeurvor HabaskRacing Club Asociación CivilElzas-LorenSaint-Martin (Antilhez)EuropaSandra Bullock🡆 More