Gustav Mahler

Ur soner eus Aostria a oa Gustav Mahler, bet ganet d'ar 7 a viz Gouere 1860 e Kaliště (er Republik Tchek bremañ) ha marvet d'an 18 a viz Mae 1911 e Vienna.

Daoust dezhañ bezañ bet anavezet evel mestr laz-seniñ eus ar re wellañ, ez eo brudet dreist-holl hiziv an deiz evel ur sonaozer a bouez bras, pa gasas e oberennoù ar sonerezh eus dibenn an XIXvet kantved trema ar c'houlz a-vremañ. Skrivet en deus dek simfonienn ha meur a rummad lieder, e o zouez Das Lied von der Erde.

Gustav Mahler (1892)
Mahlers Signatur

Buhez

Gustav Mahler 
Gustav Mahler yaouank

Ganet e oa bet Gustav Mahler d'ar 7 a viz Gouere 1860 e Kalist (Kalischt, Kaliště), e Bohemia. E-pad e vloavezh kentañ e teuas e dud d'ober o annez e Jihlava (Moravia), e-lec'h ma tremenas e vugaleaj. E 1875 e voe degemeret e skol sonerezh Vienna evit deskiñ seniñ ar piano gant Julius Epstein. Heuliañ a reas, war ar memes tro, prezegennoù Anton Bruckner e skol-veur Vienna. Das Klagende Lied a oa e wir oberenn gentañ, bet kinniget gantañ evit ur genstrivadeg evel un opera, aet da ganadeg gantañ un tammig pelloc'h. C'hwitañ a reas an taol arnod-se, ar pezh a lakaas en e soñj mont da vestr laz-seniñ. Goude e gentañ kevrat e Bad Hall e tapas postoù en operaoù pouezusoc'h-pouezusañ : Ljubljana e 1881, Olomouc e 1882, Kassel e 1884, Praha e 1885, Leipzig e 1886 ha Budapest e 1891. En opera Hamburg e sinas e gevrat hir kentañ e 1891. Chom a reas eno betek 1897. E-pad e vakañsoù hañv, e Steinbach-am-Attersee, e krogas en-dro gant ar sonaozañ. Kas a reas e simfonienn gentañ da benn hag e Lieder aus « Des Knaben Wunderhorn » ivez.

Daoust ma oa bet desavet er yuzevegezh e troas G. Mahler ouzh ar feiz katolik e 1897 evit tapout post rener-arz opera mil anavezet Vienna a oa berzet d'ar Yuzevien evit gwir. E-pad dek vloaz e chomas e Vienna, hag eno e prenas e vrud a beurliper. E-pad ar mare-se, pebeilet gantañ prantadoù laz-seniñ nav mizvezh ha sonaozañ ar peurrest eus ar bloaz, peurliesañ e Maiernigg, e-lec'h m'en doa un ti bihan war vord ar Wörthersee, e savas e simfoniennoù, eus an eil betek an eizhvet.

Fortuniañ gant Alma Schindler (1879-1964) a reas e 1902, ha div verc'h en doe ganti, marvet an henañ e 1907. D'ar memes bloaz e klevas e oa klañv e galon hag e kollas e labour e Vienna, taget ken e oa er c'hazetennoù, enepyuzev evit an darn vuiañ, daoust dezhañ bezañ klasket difenn e oberennoù dezhañ.

E 1910, aon gantañ rak bezañ dilezet gant e wreg, ez eas da weladenniñ Sigmund Freud hag e rannas kaoz gantañ e-pad peder eurvezh. Ar gaozeadenn-se a gasas anezhañ da bareañ. Skrivañ a reas d'e wreg [...] laouen on. Diviz dedennus [...] .

Daoust ma voe degemeret mat a-walc'h e bedervet simfonienn e voe ret dezhañ gortoz 1910 evit kejañ ouzh e wir bublik, gant e eizhvet simfonienn. Biskoazh ne voe sonet e-pad e vuhez e oberennoù savet da c'houde.

Gustav Mahler 
Gustav Mahler e 1909

Gustav Mahler 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Taget kreñvoc'h-kreñvañ gant ar re enepyuzev e resevas ur c'hinnig a-benn ren ar Metropolitan Opera e New York. Kas a reas al laz-seniñ e-pad ur prantad, e 1908 a-raok bezañ skarzhet evit lezel ar plas da Arturo Toscanini. Distreiñ a reas da New York bloaz war-lerc'h evit kas Laz-seniñ New York. D'ar c'houlz-se e peurechuas Das Lied von der Erde kement hag e navet simfonienn, e oberenn glok diwezhañ. E-pad e weladenn ziwezhañ d'ar Stadoù Unanet e voe skoet klañv fall hag e c'houlennas distreiñ da Vienna, e-lec'h ma varvas d'an 18 a viz Mae 1911. Ar ger diwezhañ a zistagas, e viz o tiskouez ul laz-seniñ ijinet gantañ, a voe Mozart ! .

Beziet eo bet e bered Grinzing, e 19vet arondisamant kêr-benn Aostria.

Oberennoù

Simfoniennoù

  • Simfonienn niv. 1 e re bras, Titan (1884-1888)
  • Simfonienn niv. 2 e do bihan, Dasoc'h (1887-1894)
  • Simfonienn niv. 3 e re bihan (1893-1896)
  • Simfonienn niv. 4 e sol bras (1899-1901)
  • Simfonienn niv. 5 e do diez bihan (1901-1902) S.o. film " Marv e Venizia " gant Visconti
  • Simfonienn niv. 6 e la bihan, Skrijus (1903-1905)
  • Simfonienn niv. 7 e si bihan (1904-1906)
  • Simfonienn niv. 8 e mi bouc'h bras, Siñfonienn ar mil hini' (1906-1907)
  • Simfonienn niv. 9 e re bras (1909-1910)
  • Simfonienn niv. 10 e fa diez bras (1909-1910), diglok.

Oberennoù kanañ

  • Das Klagende Lied (Ar c'han klemmus) doare opera (1878-1880), doare kanadeg (1896-1898)
  • Drei Lieder (Tri lied) evit tenor ha piano (1880)
  • Lieder und Gesänge aus der Jungendzeit (Pemp Lied a yaouankiz) evit mouezh gant piano 1880-1883
  • Lieder eines fahrenden Gesellen (Peder c'hanaouen ur c'heneil o foetañ bro) evit mouezh gant piano pe laz-seniñ. (1883-1885)
  • wunderhorn-lieder (Nav c'hanaouenn) (1888-1891)
  • Lieder aus « Des Knaben Wunderhorn » (Dek Lied "Korn-boud burzhudus ar vugale) evit mouezh gant laz-seniñ (1892-1896, div all e 1899 ha 1901)
  • Rückert Lieder 4 lied ) evit mouezh gant piano pe laz-seniñ (1901-1903)
  • Kindertotenlieder 5 lied ) evit mouezh gant laz-seniñ (1901-1904)
  • Lieder eines Fahrenden Geselles 4 lied (1904)
  • Das Lied von der Erde (Kan an douar) ) evit mouezh gant laz-seniñ (1907-1909)

Sonerezh kambr

  • Klavierquartett (pevarad gant piano), savet e 1876.

Levrlennadur

Gwelet ivez

Listenn ar sonaozourien

Tags:

Gustav Mahler BuhezGustav Mahler OberennoùGustav Mahler LevrlennadurGustav Mahler Gwelet ivezGustav Mahler18 a viz Mae186019117 a viz GouereAostriaLiedRepublik TchekSimfoniennViennaXIXvet kantved

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Rubén González (pianoour)Me zo ganet e-kreiz ar morParizTorri di QuartesoloLes Ramoneurs de MenhirsƐBreizh-VeurBiblLaosEil brezel ar VoerenJakez II (Bro-Saoz)AstatAbrakadabraBro-C'hallOfiserien-Veur Dugelezh BreizhSistrEil Brezel-bedTaylor SwiftFernão de MagalhãesBrennidennEmgannArkeologiezhIIIe kantvedKant DevezhFrancisco FrancoWikiBrezel-bed kentañ1945KarnoedJean JanKenglad ar BroadoùMediaWikiPatrick TambayVicenzaPhilippe PascalWashington, D.C.Nerzhioù Al-QodsPlant bloaziekLiessindeton31 GouereVladimir PoutinLegumaj1879GlasKleopatraOuigouregStankell an Teir C'haniennHelle Thorning-SchmidtToullañ goloenn an elligVijilKemperven4 GouereKragvouc'h SibiriaBlev-gaolBluesSina20041377Tania MalletC'hoari ar misionerHidrokarbonTeknologiezhUsenet🡆 More