Gouel Ar Rouaned

Gouel ar Rouaned, Gouel ar Rouanez (Rouane e Buhez ar Sent 1912), Gouel ar Sterenn, zo ur gouel e relijionoù kristen 'zo hag a zegas soñj eus an Tri Roue bet o tegas profoù da Jezuz pa oa bet ganet.

Gouel Ar Rouaned
An Azeuladenn, gant Sandro Botticelli (1475), Mirdi an Ofisoù

An Aviel

Daoust ma n’eo skrivet e nep lec’h en Aviel e vez graet rouaned anezho gant an hengoun hag e vije bet tri anezho.

Hervez aviel Mazhev : "O vezañ aet en ti e kavjont ar bugel gant Mari e vamm hag, oc'h en em stouiñ d'an douar, ez azeuljont anezhañ ha goude bezañ digoret o zeñzorioù e kinnigjont profoù dezhañ : aour, ezañs ha mir". (Aviel Mazhev, II, 12).

Ar vojenn

N'eo ket resisaet anvioù an tri roue, met pourvezet int bet dezho gant an hengoun.

  • Melkior, teñval e groc’hen, a zegas ezañs.
  • Gaspar, sklaer e groc’hen, a zegas aour.
  • Baltazar, du e groc’hen, a zegas mir.

Dont a raent eus broioù ar sav-heol ha heuliet o dije bet ur steredenn vras hag he dije diskouezet an hent dezho. Hervez Sant Mazhev e c'houlennatajont an dud, ur wech erruet e Jeruzalem (a zo un 10 km eus Bethleem), dre m'edont o klask roue nevez-c'hanet ar Yuzevien, ar pezh a nec'has Herodez, gouarnour Judea, met ne fellas ket d'ar vajed dont d'e gelaouiñ war ar bugel en-dro.

Penaos e vezont skeudennet

Gouel Ar Rouaned 
An Tri Roue e kraou ar Mabig Jezuz, taolenn gant Fra Angelico ha Filippo Lippi

Skeudennet e vezont war meur a livadur ha meur a delwenn gant dilhad koustus ha livet liesliv.

A-hed ar c’hantvedoù eo emdroet o skeudenn. Lavaret zo bet e skeudennont teir rann ar bed anavezet d’ar c’houlz-se : Melkior a zeu eus Azia, Gaspar eus Europa, ha Baltazar eus Afrika.

Tri oad an den a skeudennont ivez : unan zo kozh, an eil zo e-kreiz e vrud, hag an trede zo yaouank.

Lid

Lidet e vez Gouel ar Rouaned d’ar 6 a viz Genver, pe neuze d’an eil Sul war-lerc’h Nedeleg (evit Iliz Frañs).

Gwastell ar Rouaned

Debret e vez kaletez ar rouaned a zo ur favenn e-barzh. An den emañ ar favenn en e lodenn a zeu da vezañ roue pe rouanez evit an devezh, roet ur gurunenn dezhañ pe dezhi.

Er broioù spagnolek

An Tri Roue (los Reyes Magos) eo a zegas profoù d'ar vugale, n'eo ket Tad-kozh an Nedeleg a ra.

Tags:

Gouel Ar Rouaned An AvielGouel Ar Rouaned Ar vojennGouel Ar Rouaned Penaos e vezont skeudennetGouel Ar Rouaned Gwastell ar RouanedGouel Ar Rouaned Er broioù spagnolekGouel Ar RouanedBuhez ar SentGouelJezuzKristeniezhTri Roue

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Sonerezh elektronekKervaria-Sular1794JorjiaSav-bronnoùHenri MatisseNovritschWikiBeretta M1951Ti ar C'humunioù (Rouantelezh-Unanet)1483NaturCarl Friedrich GaussTimbroù GreunlandDans le Lit, le BaiserYuzev-ChirazegBrezelWorld Wide WebChatGPTAmpech1661Pornografiezh1654Roll Faraoned EgiptProviñs PordenoneWessexYann Iañ (dug Breizh)An OriantTeknologiezhEvn16 a viz KerzuBro-SaozPerroz-Gireg1999Azia ar gevredSvedenGwern-valouinDagestanMuzelloù bihanGeorge IIILondrezKontelezh EssexVincent van GoghParizEuropa (kevandir)Marc'h PrzewalskiOmar SyRoz-kiIwerzhonAnne Breizh-VeurPellgehenterezhioùChesten MarchantTaoiseachPantaleoneMadeiraElzas-LorenStad emveliekPab1944Normandi (rannvro)Friedrich EngelsSant-PetersbourgJapanIndoneziaHohenzollern (1901-1914)PrusiaLimbourg (Belgia)GwrezverkMediaWiki🡆 More