An diwaller-pal (anvioù all : diwaller-palioù, gward-pal, mirer-pal, porzhier(Daveoù a vank)) pe, ent-berr, un diwaller, eo an den karget da ziwall kaoued e skipailh er c'hoari mell-droad.
Iskevrennad eus | Diwaller-pal |
---|---|
Sport | mell-droad |
Stumm gourel an dikedenn | gardien de but |
Toull ar gaoued zo un hirgarrez a 7,32 m a led ha 2,44 m a uhleder. A-drek an toull ez eus stegnet ur roued da virout ouzh ar vell da vont re bell, da chom e-barzh ar gaoued, da desteniañ eo aet e-barzh. E deroù pep c'hoariadenn e rank an tredeog gwiriañ ar roued evit bezañ sur ne c'hallo ar vell tremen nemet etre daou bost an toull bras.
An takad-dic'haouiñ, anezhañ ar gorread ma c'hall an diwaller tapout ar volotenn gant e zaouarn, a ya betek 16,50 m dirak ar gaoued.
E pep skipailh mell-droad e vez unnek melldroader, dek o redek war-lerc'h ar volotenn dre an dachenn-c'hoari hag un diwaller dirak e gaoued. Hennezh hepken en deus renk da gemer ar volotenn gant e zaouarn gant ma vo en dachenn tost ouzh e gaoued.
Manegoù a vez gwisket gant an diwallerien peurvuiañ. Pa vez lakaet ar volotenn er gaoued e vez lavaret eo aet e-barzh, pe aet en toull, hag ur poent a vez roet d'ar skipailhoù seul wech ma lakaont anezhi e-barzh.
Pa dap an diwaller ar vell ha p'he laosk da gouezhañ e c'hall ar c'hoarierien all hec'h adtapout da genderc'hel da c'hoari.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Diwaller-pal (mell-droad), which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.