Distrigoù Israel: Wiki roll

C'hwec'h distrig a zo en Israel.

Graet e vez mehozot (מחוזות; unander : mahoz) anezho en hebraeg. Ouzhpenn ez eus pemzek isdistrig (nafot, נפות; unander : nafa). Kement isdistrig a zo a zo rannet e 50 rannvro naturel.

Distrigoù Israel: Distrig Jeruzalem, Distrig an Norzh, Distrig Haifa
Israel : stankder ar boblañs er rannvroioù, isdistrigoù ha distrigoù

Diazezet eo sifroù ar pennad-mañ war labour Burev Kreiz Stadegoù Israel, se zo kaoz e kaver ennañ an holl lec'hioù dindan lezenn Israel, tiriadoù aloubet en o zouez. Kavout a reer neuze isdistrig ar Golan hag ar peder rannvro naturel a zo ennañ, daoust ma n'eo ket anavezet evel tiriad israelat gant ABU hag ar gumuniezh etrebroadel. Heñvel eo evit a sell ouzh Jeruzalem : kemeret eo bet poblañs reter Jeruzalem e kont. N'eo ket lakaet Tiriad Judea ha Samaria e-touez distrigoù Israel avat, rak el lodenn-se eus Sisjordania ne vez ket lakaet lezennoù Israel da dalvezout.

Distrig Jeruzalem

Distrig Jeruzalem (Mehoz Yerushalayim). Poblañs: 907 300

kêrbenn an distrig : Jeruzalem

Distrig an Norzh

Distrig an Norzh (Mehoz HaTzafon). Poblañs: 1 241 900

kêrbenn an distrig : Nazaret

  • Safed (isdistrig), poblañs: 100,500
  • Kinneret (isdistrig), poblañs: 100,300
  • Yizre'el (isdistrig), poblañs: 444,400
  • Akko (isdistrig), poblañs: 555,300
  • Golan (isdistrig), poblañs: 41 400. An hanter anezho a zo Syrianed, an hanter all a zo trevadennerien israelat.

Distrig Haifa

Distrig Haifa (Mehoz Heifa). Poblañs: 880,700

kêrbenn an distrig : Haifa

  • Haifa (isdistrig), poblañs: 529 300
  • Hadera (isdistrig), poblañs: 351 400

Distrig Kreiz

Distrig Kreiz (Mehoz HaMerkaz). Poblañs: 1 770 000

Kêrbenn an distrig : Ramla

  • Sharon (isdistrig), poblañs: 389,600
  • Petah Tikva (isdistrig), poblañs: 604,600
  • Ramla (isdistrig), poblañs: 282,800
  • Rehovot (isdistrig), poblañs: 493,000

Distrig Tel Aviv

Distrig Tel Aviv (Mehoz Tel Aviv). Poblañs: 1 227 900

Kêrbenn an distrig : Tel Aviv

Distrig ar Su

Distrig ar Su (Mehoz HaDarom). Poblañs: 1 201 200

Kêrbenn an distrig : Beersheba

  • Ashkelon (isdistrig), poblañs: 456 000
  • Be'er Sheva (isdistrig), poblañs: 565 300

En distrig e oa Kuzul Rannvro Hof Aza (ennañ war-dro 10 000 trevadenner israelat), met kuit ez ejont pa gasas Israel e bolitikerezh kuitaat Bandenn Gaza.

Tiriad Judea ha Samaria

Tirirad Judea ha Samaria (Ezor Yehuda VeShomron). Poblañs: 327 750 trevadenner israelat

Kêr vrasañ Israel: Modi'in Illit

Evel-se ez eo renket an trevadennoù israelat (estreget Reter Jeruzalem) e Sisjordania. Abaoe 1967 emañ an tiriad-se dindan ren Israel, hep bezañ staget outañ. Hervez Israeliz zo ez eo ul lodenn eus Douar Israel. N'eo gwelet evel ul lodenn eus Stad Israel gant Stad ebet, na gant ABU.

Notennoù


Liammoù diavaez

Tags:

Distrigoù Israel Distrig JeruzalemDistrigoù Israel Distrig an NorzhDistrigoù Israel Distrig HaifaDistrigoù Israel Distrig KreizDistrigoù Israel Distrig Tel AvivDistrigoù Israel Distrig ar SuDistrigoù Israel Tiriad Judea ha SamariaDistrigoù Israel NotennoùDistrigoù Israel Liammoù diavaezDistrigoù IsraelIsrael

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Smith & WessonUlrichTeltennProviñs BritanniaBeg ar vronnAbati MontmajorDavid HilbertSevenadurPuttoAziaSinn FéinMarie-Antoinette AostriaGoulven PennaodAssesseYezhoù sinaekEvnAgliano TermeMeurvor Atlantel3 C'hwevrerLvivKaoc'hWaffen-SSKurdegQuod erat demonstrandumLatin1944OSIReichstagGoaPapoua Ginea-NevezSalaun (roue Breizh)meurvorNovorossiya (kevredad)Tad-kozh an NedelegLouis-Marie Grignion de MontfortShelby ChesnesChomlec’h IPMinellañ ar c'hourzhBella HadidNovritschSkoutelezhTyrannus.357 MagnumEyvind Johnson12,7 × 99 mm NATOWikiLeaksGwalennRoll ar brederourien veurGwallerezhVictoria (Rouantelezh-Unanet)BrezhonegIsabel SarliGer leunLec'hiennÉmile Richebourg1843Jeko BibronBretonedBasketballMiddlesexMengleuz ar Re FuzuilhetStadoù-Unanet AmerikaLitiomAustralia DayKravatenn noter1771PolitikerezhAfrodite Capua🡆 More