Wikileaks

WikiLeaks (eus ar saozneg wiki, mui liester ar ger leak, eus ar verb to leak berañ, diskuliañ) a zo un aozadur kelaouiñ, digor met diogelet, hep pal kenwerzhel hag ul lec'hienn, bet roet lañs dezhi e miz Kerzu ar bloaz 2006, kaset war-raok gant The Sunshine Press.

Hervez an aozadur e oa bet tapet gantañ kaout 1.2 milion a deulioù en e ziaz dindan bloaz.

WikiLeaks
Aozadur etrebroadel, whistleblower platform
Deiziad krouiñ4 Her 2006 Kemmañ
Anv er yezh a orinWikiLeaks Kemmañ
Anvet diwarWiki Kemmañ
DiazezerJulian Assange Kemmañ
StadAostralia Kemmañ
Krouet gantJulian Assange Kemmañ
AozerJulian Assange Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvsaozneg Kemmañ
Prizioù resevetJosé Couso award, Walkley Award for Most Outstanding Contribution to Journalism Kemmañ
PalSacher evezh Kemmañ
DiorroerJulian Assange Kemmañ
Software engineMediaWiki Kemmañ
Public key fingerprintA04C 5E09 ED02 B328 03EB 6116 93ED 732E Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://wikileaks.org/ Kemmañ
Official shop URLhttps://wikileaks.shop/ Kemmañ
Wikileaks
Logo WikiLeaks

Embann a ra al lec'hienn dielloù kuzh deuet a-berzh titourerien hag a chom dianav, war zanvezioù a denn da bolitikerezh ar renadoù gwasker eus Azia, en Afrika, er Reter-Kreiz, an URSS kozh, met ivez eus ar Stadoù-Unanet. Savet e vije bet da gentañ, hervez an aozadur, gant disrannidi bolitikel eus Republik Pobl Sina.

Bec'h da WikiLeaks

E dibenn miz Du 2010 e oa bet embannet gant Wikileaks un toullad skridoù diplomatel o tont eus servijoù ar Stadoù Unanet. Embannet e voe an dielloù-se gant kazetennoù evel El País (Spagn), Le Monde (Bro-C'hall), Der Spiegel (Alamagn), The Guardian (Bro-Saoz), ha The New York Times (Stadoù Unanet Amerika). En dielloù-se e lenned titouroù personel hag ar pezh a soñje servijoù diplomatel Stadoù Unanet Amerika war pennoù stadoù zo ha kargidi uhel en Aozadur ar Broadoù Unanet.
Kaoz a voe neuze e kazetennoù zo (Le Figaro) ez ae WikiLeaks re bell gant dispakañ ar wirionez d'an dud, ha serret e voe al lec'hienn e Bro-C'hall, evel ma vez serret lec'hiennoù kelaouiñ e Sina gant an diktatourien.

  • Kaoz a zo bet gant Reporters Sans Frontières eus « skridverzañ etrebroadel ».

Diskuliadennoù diwar-benn Bro-C'hall ha Breizh

En unan eus ar skridoù dilomatel savet gant servijoù er Stadoù-Unanet ez eus kaoz eus ar pezh a vije bet lavaret gant Michel Rocard e 2005: «Rocard, like former president Valery Giscard d'Estaing, believes that French history provides the keys for understanding French politics and France's policies. Rocard's point of departure is France's emergence as a nation-state. The history of other European nation-states is that of linguistic communities serving their trade needs. France created itself by destroying five cultures -- Breton, Occitan, Alsatian, Corsican, and Flemish. "We are the only European nation which is the military creation of a non-homogeneous State. This makes France difficult to govern to this day. This explains our difficulty in reforming, our slowness," he said.»

Liammoù diavaez

Daveennoù

Tags:

Wikileaks Bech da WikiLeaksWikileaks Diskuliadennoù diwar-benn Bro-Chall ha BreizhWikileaks Liammoù diavaezWikileaks DaveennoùWikileaks2006Lec'hienn

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Raoul SalanÆSeder Pesac'hFablennDollar ar Stadoù UnanetAleksei NavalnyMargaritas ante porcos10 MeurzhTimbroù TasmaniaPleg-mor GwaskognMinellañ ar c'hourzhIzelvroioùGwenedEmma WatsonKreizennoù nukleel gallParizReizhiad korvoiñ161619 GwengoloRusianegDaveennoù lec'hiañAreg ijinennKoailh JapanLionel MessiPellgehenterezhioùMediaWikiBlev-gaolTeureugNanjingDamaskMarc'h PrzewalskiEllig1695Noazhded en arzLatinWiki CommonsEsperantegPalud sallKoweitBack to the FutureHeskenneg brasDallasIkened1801AristotelesPornografiezhKensonenn diweuz dre dostaatPandinosaorDerez CelsiusTired etre div lizherenn2004Darempred revKareliaKernev-VeurProviñs TriesteKenrouedadSutirolSasanidedMerdeerKempervenRouantelezh-Unanet1929Enez SesambreProuad an houadAostria1984Daouboent🡆 More