Graet e vez Dispac'h Rusia 1917, pe Reveulzi Rusia 1917, eus tout an darvoudoù a c'hoarvezas e Rusia e-kerzh ar bloaz 1917 hag a gasas d'an traoñ ren an Tsared, e-pad Dispac'h miz C'hwevrer, ha da savidigezh an Unvaniezh Soviedel, goude an Dispac'h miz Here, ur stad gouarnet gant komunisted.
Rann eus | Revolutions of 1917–1923 |
---|---|
Stad | Impalaeriezh Rusia |
Lec'h | Impalaeriezh Rusia |
Raklec'hiet gant | Russian Revolution of 1905 |
Deiziad | 1917 |
Perzhiad | Bolchevik, Mencheviked, Socialist Revolutionary Party |
Efed | Kentañ Spont Ruz, dissolution of the Russian Empire, pro-independence movements in the Russian Civil War |
Dispac'h C'hwevrer (Meurzh 1917) a oa bet un taol dispac'h tro-dro da Petrograd (hiziv Sant Petersburg), kêrbenn Rusia er mare-se. E-pad ar rouestl, izili eus ar parlamant impalaeriel (an Douma) o devoa kemeret ar galloud war ar vro. Sevel a rejont ar Gouarnamant Rusian da c'hortoz met a oa talet kreñv gant interestoù ar gapitalisted hag an noblañsoù. Pennoù al lu rusian a soñje dezho ne oa ket posubl da vougañ ar reveulzi. Boutnañ a rejont war an tsar Nikolaz II evit ma rofe e zilez. Ar Soviedoù, a oa savet dreist-holl gant soudarded ha klasad ouvrierien ar c'hêrioù bras, o devoa laosket ar gouarnamant da c'hortoz da ren, met o terc'hel galloud war ar gouarnamant hag o kaout bezenoù armet lies. Reveulzi C'hwevrer a oa ganet e-pad kolloù ramzel milourel ar C'hentañ Brezel-bed (1914–18), o devoa lakaet al lu rusian da gouezhañ ha da emsevel a-enep ar brezel.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Dispac'h Rusia 1917, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.