Darmstadtiom

Un elfenn gimiek eo an darmstadtiom ; Ds eo e arouez kimiek, 110 e niver atomek ha 281,62 e dolz atomek.

Skinoberiek-kenañ eo an darmstadtiom.

Darmstadtiom
Darmstadtiom
Darmstadtiom
MeitneriomDarmstadtiomRoentgeniom

Pt
Ds
Taolenn beriodek, Darmstadtiom
Perzhioù hollek
Niver atomek 110
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad 10
Trovezh 7
Bloc'h d
Tolz atomek [281]
Aozadur elektronek
[Rn] 5f14 6d9 7s1
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 32, 17, 1
(pe : 2, 8, 18, 32, 32, 16, 2)
Darmstadtiom
Perzhioù atomek
Niver oksidadur (stlenn ebet)
Tredanleiegezh (stlenn ebet) (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 955 kJ/mol
2 : (stlenn ebet)
3 : (stlenn ebet)
Skin atomek 118 pm (brasjedet)
Skin kenamsav 128 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled (diouganet)
Douester (≈20 °C) 27,4 g/cm3 (brasjedet)
Teuzverk (stlenn ebet)
Bervverk (stlenn ebet)
Tredanharzusted (stlenn ebet) nΩ•m (e 20 °C)

Darmstadtiom

Istor

E 1994 e voe kevanaozet an elfenn 110 er GSI (Gesellschaft für Schwerionenforschung "Krevedigezh-Enklask war an Ionoù Pounner", bremañ GSI Helmholtzzentrum für Schwerionenforschung GmbH "Kreizenn Helmholtz evit an Enklask war an Ionoù Pounner") e Darmstadt (Alamagn), gant skipailh Peter Armbruster ha Gottfried Münzenberg, dindan ren Sigurd Hofmann. Dre vombezenniñ plom-208 gant nikel-62 e kenderc'hjont un atom hepken eus izotop 269 an elfenn ; e-kerzh an hevelep rummad arnodennoù e teujont a-benn da gaout 9 atom eus izotop 271 an elfenn dre vombezenniñ Pb-208 gant Ni-62 ar wezh-se. Er bloavezh 2001 e voe ar GSI anzavet evel dizoloer an elfenn 110.
An anv darmstadtium a voe kinniget gant ar GSI evit an elfenn nevez, en enor da gêr Zarmstadt end-eeun ; e 2003 e voe degemeret an anv gant an IUPAC.

Perzhioù

A-c'houde ma 'z eo bet prouet ez eus ur metal ardreuzat eus ar c'hopernikiom 112Cn e c'haller kendastum ez eus metaloù ardreuzat eus an elfennoù 104 (rutherfordiom) betek 112 ; unan e vije an darmstadtiom ivez neuze, marteze eus familh ar platin.
Gortozet eo perzhioù 110Ds evel par da re elfennoù all ar strollad 10 (28Ni, 46Pd ha 78Pt), hogen pounneroc'h, ha stabiloc'h e niver oksidadur.
Ur metal nobl e vije an darmstadtiom war a hañval.

Izotopoù

N'eus izotop stabil ebet eus Ds, en natur pe gevanaozet. Pemzek izotop zo bet kevanaozet koulskoude, skinoberiek an holl anezho.

Izotopoù an darmstadtiom
Izotop % en natur Hanter-vuhez
267Ds kevanaozet 2,8 ms
268Ds kevanaozet 100 µs
269Ds kevanaozet 179 µs
270Ds kevanaozet 100 µs
271Ds kevanaozet 1,63 ms
272Ds kevanaozet 1 s
273Ds kevanaozet 170 µs
274Ds kevanaozet 2 s
275Ds kevanaozet 2 s
276Ds kevanaozet 5 s
277Ds kevanaozet 5,7 ms
278Ds kevanaozet 10 s
279Ds kevanaozet 0,18 s
280Ds kevanaozet 11 s
281Ds kevanaozet 20 s

Arver

Hini ebet, war-bouez an enklaskoù.

Notennoù

Daveennoù


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok

Tags:

Darmstadtiom IstorDarmstadtiom PerzhioùDarmstadtiom ArverDarmstadtiom NotennoùDarmstadtiom DaveennoùDarmstadtiomArouez kimiekElfenn gimiekMas atomekNiver atomek

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

AlamagnMuzelloù brasMell-droadMontanaBreizh-VeurNvidiaDegemerBrezhonegGwarezva Arabia ar SuLaosKensonenn kevig dre stlakatStankell an Teir C'hanienn2001Spijker (Norzh)Charles DickensPornografiezhFrançois PlaineEil brezel ar Voeren1779HinZinzag-LokristTania MalletArc'hantinaFelix SteinerBukkakeDilhadManagementAchille DevériaDispac'h ar JenoflUslimestraSivetVladimir PoutinOfiserien-Veur Dugelezh BreizhLaritza BacallaoAostraliaCoop Himmelb(l)auPiemonteHamilton (Bermuda)HidrokarbonDiodoros SikiliaPlouginKarnoedBrown Bess1785Philippe PascalLesley-Ann BrandtParizDigital rights managementTchad28BluesAozadur ar Broadoù UnanetAstatReizhiad korvoiñFernão de MagalhãesAr C'hembodGlasSistrLizherenneg kirillekPenélope CruzBloazThe Irish TimesBrezhonedBretonedKensonenn kevig dre dostaat🡆 More