Cerezo Rosa

Cerezo rosa zo anv ur ganaouenn spagnolek savet e 1950.

Bolero

Da gentañ e oa ur bolero spagnolek, savet ha kanet gant ar c'haner spagnol Jorge Sepúlveda e 1950.

Un doare gallek

Un doare gallek a voe savet neuze, ton, a-hervez, gant Louiguy (Louis Guglielmi, ur soner gall, ganet e Spagn), son gant Jacques Larue, ha setu an oberenn Cerisiers roses et pommiers blancs, kanet e 1950 gant ar Parizian André Claveau. War a seblant eo bet kemeret ton Sepúlveda gant Louiguy, ha lakaet e anv warnañ ken aes ha tra, ha gant tud all evel Tino Rossi ivez.

Mec'hiko : lazoù ha mambo

Un tamm brud a dapas ar ganaouenn c'hallek peogwir e voe savet ur mambo diwarni, kenkent ha 1951, gant ar soner kuban-mec'hikan Damaso Pérez Prado. Evit ar c'homzoù ne voe ket nec'het : un tamm kempenn hepmui a reas da werzennoù Jorge Sepúlveda,, anat d'ar selaouer un tamm aketus. Marteze e oa bet emglev etre an daou zen, met eus se n'eus roud ebet.

Abostol ar mambo e oa Pérez Prado neuze, hag abaoe un toullad bloavezhioù. En ton kempennet gantañ e klever un drompilh o son,. An doare-se zo bet adkemeret gant meur a laz mec'hikan ha kanet ganto ivez, met meur a zoare komzoù zo lazoù evel Los Panchos, Los Tecolines, Los Tres Ases ... pe c'hoazh lazoù perouat evel Los Ratones.

E 1955 ec'h adenrollas an ton evit ar film Underwater, gant Billy Regis o trompilhat. Chom a reas neuze da niverenn 1 er charts stadunanat e-pad 10 sizhun e 1955, ha distroadet e voe gant "Rock Around The Clock", gant Bill Haley & The Comets, deroù istor ar Rock & Roll.

Div sizhun goude distroadet ivez eus an niverenn 1 er Rouantelezh-Unanet ez eas an trompilher Eddie Calvert da niverenn 1 gant e zoare-eñ e-pad 4 sizhun, 2 muioc'h eget Perez Prado.

Doare saoznek

E saozneg eo deuet Cerezo rosa da vout "Cherry Pink and Apple Blossom White", ton gant Louiguy, komzoù savet gant Mack David (1912-1993).

Er film Underwater! (1955), e weler Jane Russell o tañsal war an ton, ac'h eas da niverenn 1 er Billboard, e 1955. Un doare all gant Alan Dale a voe niverenn 14 er charts en 1955.

Doare italianek

"Ciliegi Rosa" eo anv italianek ar ganaouenn kanet gant Nilla Pizzi, Luciano Tajoli, Claudio Villa, Miranda Martino.

Doare norgeek

  • Gant Jacob Hjelte, anvet «Den ene hvit, den andre rød».

Der Gummy Mambo

"Der Gummy Mambo" eo anv an ton er broioù alamanek, ha sonet e vez gant lazioù trompilhoù,.

Enrolladurioù

  • André Claveau (1950) (fr)
  • Tino Rossi (fr)
  • Georgia Gibbs (1951)
  • Nilla Pizzi (1951) (it)
  • Luciano Tajoli (it)
  • Fotis Polymeris (1952) (el)
  • Alan Dale (kaner) (1955)
  • Perez Prado (sonet hepken) (1955 ha 1960)
  • Eddie Calvert (1955)
  • Chet Atkins (1955)
  • Pat Boone (1960)
  • Jerry Murad (1961)
  • Lester Sterling (1969)
  • Norrie Paramor Orchestra (1977)
  • Mnozil Brass (2004)
  • Arthur Murray
  • Bill Black's Combo
  • Billy Vaughn
  • Bing Crosby
  • Earl Bostic
  • Edmundo Ros
  • Gisele MacKenzie
  • Harry James
  • Horst Fischer
  • Hugo Montenegro
  • Ivo Robić
  • James Last
  • John Barry
  • Lawrence Welk
  • Liberace
  • Lou Donaldson
  • Michel Legrand
  • Modern Romance
  • Nino Impallomeni
  • Ron Livingston
  • Ruben Pena
  • Spike Jones
  • Stanley Black
  • The Fabulous Thunderbirds
  • The Ventures
  • Xavier Cugat

Liammoù diavaez

Cerezo rosa

Notennoù

Tags:

Cerezo Rosa BoleroCerezo Rosa Un doare gallekCerezo Rosa Mechiko : lazoù ha mamboCerezo Rosa Doare saoznekCerezo Rosa Doare italianekCerezo Rosa Doare norgeekCerezo Rosa Der Gummy MamboCerezo Rosa EnrolladurioùCerezo Rosa Liammoù diavaezCerezo Rosa NotennoùCerezo Rosa1950Spagnolek

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

BannielWattDispac'h ar JenoflParizLondrezThe Running Man (film 1987)BretonedGwispidBahamas3 C'hwevrerFelix SteinerHPornografiezhPenélope CruzOfiserien-Veur Dugelezh BreizhRuzenn gostez ouel divouezhMonokiniNerzhioù Al-QodsRepublikCarne (film, 1968)Ernest RutherfordVladimir PoutinHungariaIntel2007ItriomMell-droadHelle Thorning-SchmidtLugArmeniaKazhFernão de MagalhãesStankell an Teir C'haniennToyotaPhilippe PascalRihannaKronikennoù Plac'h nevez BreizhDilhadFellasionIliz katolik romanKamlezBukkakeLesley-Ann BrandtSaoznegMarco PauloKefeüsNvidiaAerouantDarempred revKunilingusArouez kimiekAna del CastilloSpered Santel1999Shōnen Jump+1995YukonManagementLaserHetair1779Wiki CommonsBrezel dieubidigezh ar Stadoù UnanetChileLagad12 GouereAlamagnMahomedKensonenn kevig dre stlakat1936🡆 More