Bubri: Kumun ar Mor-Bihan

Bubri a zo ur gumun eus Breizh e kanton Gwidel e departamant ar Mor-Bihan.

Ur gumun ag ar Vro Pourlet (bro ar Gemene) eo Bubri.

Bubri
Chapel Sant Iwan.
Chapel Sant Iwan.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Bubry
Bro istorel Bro-Gwened Bro-Gwened
Melestradurezh
Departamant Bubri: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor Mor-Bihan
Arondisamant an Oriant
Kanton Gwidel
Kod kumun 56026
Kod post 56310
Maer
Amzer gefridi
Roger Thomazo
2014-2026
Etrekumuniezh An Oriant tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro an Oriant
Lec'hienn web (fr)Bubri e K.K. Ploue
Poblañsouriezh
Poblañs 2 289 ann. (2020)
Stankter 33 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 57′ 52″ Norzh
3° 10′ 19″ Kornôg
/ 47.9644444444, -3.17194444444
Uhelderioù kreiz-kêr : 100 m
bihanañ 40 m — brasañ 177 m
Gorread 69,09 km²
Bubri: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor
Lec'hiañ ar gêr
Bubri

Douaroniezh

  • War lez ar Sar emañ ar gumun.

Anv

  • Stummoù kozh : "Beubri, Bubri, 1282; Boubry, 1284; Boubry, 1294; Beubry, 1332; Biubry, 1345; Beaubry, 1354; Beubri, 1387; Buibri, 1453; Beubry, 1516; Bubric, 1630"

Ardamezioù

Rannet : ouzh 1 en geot e groaz koñchek en aour ; ouzh 2 en gul e alc'houez en aour peuliek, paleton ouzh kleiz ; e gab en erminoù.

Istor

  • Ur barrez eus eskopti Gwened e oaBubri.

Dispac'h Gall

  • Melestradurezh: krouet e voe kumun Bubri e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Bubri da benn ur c'hanton, hini Bubri; teir c'humun a oa ennañ: Bubri, An Ignel ha Kistinid, e Bann Henbont e oa. Diskaret e voe Kanton Bubri gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e voe kumun Bubri e Kanton Ploue bet miret ha brasaet e 1801 gant an hevelep lezenn. Lakaet e oa bet en Arondisamant an Oriant bet krouet e 1800,.

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

  • Mervel a reas 253 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, da lavaret eo 5,93 % eus he foblañs e 1911.

Eil brezel-bed

  • 1944, ti-post: taget e voe an ti-post e miz Ebrel 1944 ha laeret 350 000 Lur; tud ar Rezistañs a dapas 321 700 Lur d'ar 15 a viz Mae ha 27 250 Lur d'an 23 a viz Mae.
  • 1944, tud harzet: d'ar 7 a viz C'hwevrer, feldjandarmed, harpet gant ar Bezen Perrot (e-touez anezho Ange Péresse, gendidik a Bubri) gant ar strollad Guy Vissault de Coëtlogon (e-touez anezho Joseph Le Ruyet, a orin eus Bubri) o doa harzet 17 rezistant e Baod, Bubri, Kamorzh ha Kistinid. Meur ag ezel eus ar Rezistañs, gant Pierre Mourisset, archer, Jean Jamet, letanant en archeriezh bet ganet e Lannejenn ha Mathieu Donnart, penn an Armée secrète e Penn-ar-Bed en o mesk a voe harzet gant feldarcherion alaman e Bubri d'ar 27 a viz Even 1944 ha bac'het ha jahinet en un adsavadur eus Lise Pondi. Fuzuilhet e voe an hini kentañ e Bizhui-an-Dour d'an 18 a viz Gouere, hag an daou all e Pluniav d'an 18 a viz Gouere,.
  • 1945: d'ar 16 a viz Mae e voe kavet korf un den eus ar gumun, ezel eus ar Rezistañs, bet boureviet, lazhet ha mañsonet d'an 13 a viz Gouere 1944 gant al lu alaman e kreñvlec'h Pentevr e Sant-Pêr-Kiberen.
  • Mervel a reas 41 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel.

Brezel Korea

  • Mervel a reas ur milour.

Brezelioù didrevadennañ

Brezel Indez-Sina
  • Mervel a reas pemp milour.
Brezel Aljeria
  • Mervel a reas tri milour.

Monumantoù ha traoù heverk

  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn ha kartenn-bost. Dioueliet e voe d’an 11 a viz Du 1923.
  • Monumant ar Rezistanted bet lazhet d’ar 26 a viz Gouhere 1944, luc’hskeudenn.

Kastellioù ha manerioù

  • Kastell Kernivinen, XIXvet kantvlead.
  • Kastell Brule, XVIvet kantvlead; kastell distrujet.
  • Maner Koed Dikel, XVIIvet kantvlead; koulmer savet e 1739 ; chapelig da Santez Anna.
  • Maner Peroz, XVIIIvet kantvlead ; chapel distrujet.
  • Maner Kerali, 1702.

Iliz ha chapelioù katolik

  • Iliz ar barrez Sant Pêr ha Sant Paol; iliz savet etre fin an XVIIIvet kantvlead hag an XIXvet kantvlead.
  • Chapel Intron Varia ar Salet, 1855.
  • Chapel Sant Armel, 1879.
  • Chapel Sant Herve, 1877.
  • Chapel Sant Tremeur, XVIIIvet kantvlead.
  • Chapel Sant Ewan, chapel savet e 1589.
  • Chapel Sant Klamañs, XVIIIvet pe XIXvet kantvlead ; skrivet eo 1844 àrnezhi.
  • Chapel Sant Wennael, XVIIIvet kantvlead.
  • Chapel Santez Elen, savet e 1737.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793

Bubri: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor

Melestradurezh

Tud

Ardamezeg ar familhoù

Bubri: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Baellec,

Aotrounez Kerlezhoarn

En argant e erez dispak en glazur
Bubri: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  de Baud

Aotrounez Kernivinen

En glazur e zek hanochenn en aour, 4, 3, 2, 1
Bubri: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  de Bruslé, de Brusly

Aotrounez al lerc'h

En glazur e sparfell en argant grizilhonek en aour
Bubri: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Guiller

Aotrounez Coëdiguel

En aour e sourd en sabel o tislonkañ flammoù en gul

Krennlavar

Sed ur c'hrennlavar diwar-benn merc'hed ar vro:

    Ur plac'h a Vubri
    N'eus ket na toull na torr enni.

Hervez lod e tiskouez e oa fur merc'hed Bubri. Hervez lod all e vije un dave d'an dilhad giz ar vro, gant ur c'hoari diwar-benn ar ster kuzh.

Gevelladurioù

Liammoù diavaez

Levrlennadur

Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014

Daveoù ha notennoù

Tags:

Bubri DouaroniezhBubri ArdamezioùBubri IstorBubri Monumantoù ha traoù heverkBubri Emdroadur ar boblañs abaoe 1793Bubri MelestradurezhBubri KrennlavarBubri GevelladurioùBubri Liammoù diavaezBubri LevrlennadurBubri Daveoù ha notennoùBubriAr GemeneBreizhKanton GwidelMor-Bihan

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Tan-gwallEtiopiaBeylikGwenedAzeriGwipriGina LollobrigidaAloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022IdyiaReizhiad korvoiñSkol-veur OxfordBarbara Weldens22 EbrelRouantelezh-UnanetBuhezskrid1986Boule de suifBinioùEnergiezh nevezadusBandenn GazaStadegouriezhMandragonElon MuskEkoreizhiadChristian TroadecJudoSindbad ar martolod hag e seizh beajMorfaSaoznegKerneveuregWikeriadurVLC media playerStad IslamekSpagnVáclav Havel6331950Charlez II (Bro-Saoz)SvedenManavKreizennoù nukleel gallEgiptDiada de Sant JordiKrehenPaourentezEl NiñoMoukKlez BrandarTourako FischerMorfa RhuddlanDouarouriezh8 MeurzhComic Bom Bom2005Kanton GraubündenJaned ArkRosie the RiveterWikiVietnamegBloavezhioù 190Amazonas (Brazil)Jan DeloofSeder Pesac'hGoogle (lusker enklask)Kensonenn diweuz dre dostaat🡆 More