Bloavezhioù 10

10 - 11 - 12 - 13 - 14 15 - 16 - 17 - 18 - 19

Bloavezhioù:

Dekvedoù:

-0 0 - Bloavezhioù 10 - 20 30

Kantvedoù:

I kantved kt JK - I kantved - Eil kantved

Milvedoù:

I milved kt JK - I milved - Eil milved


Darvoudoù

  • 10 : Baktria : Mont a ra da get tierniezh c'hresian ar rouantelezh indez-gresian.
  • 10 : Sina : Krouidigezh ur burev kempouezañ a-benn reolenniñ ar marc'had hag ar prizioù.
  • 10 : Germania : Dispartiet ar c'hentmeuriad german Irminon e meuriadoù teutonek lec'hel (Alamaned, Hermundured, Lombarded pe Langobarded, Markomaned, Kwaded, Sueved).
  • 10 : Illiria : Rannet etre Pannonia ha Dalmatia.
  • 11 : Germania : Kreñvaet an harzoù gant Germanicus er su ha war glannoù ar Roen. Dilezet eo gant Aogust ar raktres lakaat an harzoù war an Elba. Addegaset eo difennoù ar Romaned war ar Roen hag an Danav.
  • 11 : Parthia : Taolet d'an traoñ ar roue Vonones I gant Artaban III. Rebechet dezhañ bezañ merc'hodenn ar Romaned e tec'h Vonones betek Armenia ma teu da vezañ roue eno.
  • 11 : India : Deroù ren Satakarni war an Impalaeriezh Andhra (11-29).
  • 11 : Sina : Beuzet plaenennoù Shandong hag Hebei.
  • 13 : Henroma : Adkaset imperiom Aogust evit 10 vloaz ouzhpenn.
  • 14 : Sina : Emsavadeg an "Divabrantoù ruz" harpet gant perc'henned douar bras.
    • Naonegezh. Dont a ra ar gouerien da vezañ tuddebrerien.
  • 15 : Henroma : Hiviziken eo an Impalaer hag ar Sened a anv ar gargidi tra ma oa ar bobl betek-henn.
    • 15 : Germanicus a ya tre e Germania betek an dachenn emgann ma varvas Varus e Koad Teutoberg
    • 15 : Krouet proviñs Moesia gant Tiber.
    • 15 : Valerius Gratus, anvet prokulator Jude, Samaria hag Edom (15-26).
    • Krouet kêr Emona (Ljubljana hiziv).
    • 16 : Kaset wa-raok gant Germanicus (90 000 den war ul lestraz ouzhpenn mil bag) eo trec'h al lu roman war ar penn brezel german Arminius e Idistaviso war glannoù ar Weser.
    • 16 : Germanicus adgalvet da Roma ma resev enorioù an Trec'h ha m'eo adkaset evit un eil koñsulezh.
    • 17 : Trec'h Germanicus e Roma.
    • 17 : Brezelioù Germanicus er Sav-heol.
    • 17 : Deroù an emsavadeg e Numidia (fin e 24).
    • 17 : Emsavadeg Muzullamed an Uheldirioù e Maouretania, renet gant an Numid Takfarinas
    • 17 : Dont a ra Kappadokia (Azia Vihan) da vezañ ur broviñs roman.
    • 17 : Embannet "Istor Roma e 142 levrenn gant Titus-Livius.
    • 17 : Kren-douar en Azia Vihan. Kalz kêrioù freuzet, Sardes en o zouez.
    • 17 : Trubuilhoù e Siria a-enep d'an tailhoù.
    • 17 : Torret eo Antiochus III Kommagene eus e garg gant Tiber.
  • 17 : Germania : Deroù brezel diabarzh Germania (fin e 19).
  • 18 : Henroma : Skrivañ a ra Strabon an Douaroniezh (pe 7).
  • 18 : Freuzet eo rouantelezh ar Varkomanned a sko war-du Venetia, gant ar Penn german Arminius (19).
  • 18 : Anvet eo Tiber ha Germanicus da goñsul roman.
  • 18 : Marv Publius Ovidius Naso "Ovid" (-43 - 18)
  • 19 : Digadoriet eo Maroboduus, anezhañ roue ar Varkomanned gant Katualda. Lakaet eo Germaned ar su (Markomanned) dindan askell Roma. Tevel a ra gourdrouz ar C'hermaned war Roma betek ren Marcus Aurelius.
  • 19 : Skrivet an Istor ar Bed kentañ e latin gant ar Galian Trog-Pompei.
  • 19 : Ampoezonet, mervel a ra Julius Caesar Germanicus (33).
  • 19 : Persia : Deroù ren ar roue Gondophares (fin e 45).
  • 19 : Marv Vonones I, roue kozh ar Barthed (eus 7 da 11), lazhet en ur glask kuitaat Siria

Tud dibar

Tags:

10111213141516171819

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Steve JobsKimiezhColchesterEchedoùErotegezhStad ChinAn OriantYann-Baol IañPortugalAtomBrezel diabarzh SpagnLeifr EiríkssonArctic MonkeysEnez Terc'h (Plougouskant)C++Amenhotep IIIMinneapolisGwadHenc'hresianegBloavezhioù 1600Mozilla FirefoxCesenaticoLindonKemper Kerfeunteun Football KlubAntíbolBredoniezhPaskEmflourañUsher (kaner)NagoyaNaouegezh artifisielCharles MansonWilliam, Priñs KembreGuiomar NovaesEil Divizion Hobregonet SS Das ReichGwreskanvGenoù (korf)Bikini (dilhad)US Konk-KerneTroazhMaen RosettaStad Sant-BriegSnake (c'hoari video)SistrKensonenn kevig dre fic'hal divouezhFootball Klub NaonedPik-estlammiñPornografiezhTierniezh TangWikiMezegiezhKalifad AbbasidHerri III (Bro-C'hall)Roger FedererEnnio ArlandiOrnitorinkSasanidedPolitikerAJ AuxerreSemoulBarad-dûrNupediaJosephine Baker🡆 More