Iañ Milved

Eil milved kt JK | Iañ milved kt JK | Iañ milved | Eil milved | ../..

Kregiñ a ra ar I milved d'ar 1añ a viz Genver 1 hag echuiñ a ra d'an 31 a viz Kerzu 1000. Deroù an amzervezh anvet Istor eo. Ne gresk ket poblañs ar bed ken buan hag ar milved kent, tremen a ra eus tro-dro 200 milion a dud er bloaz 1 da tro-dro 300 milion er bloaz 1000. Ur milved treuzkemm eo en Azia hag Europa, ha kresk fonnus e Mesoamerika.

Darvoudoù bras

En Europa

Lakaat a ra an istorourien da gregiñ an Impalaeriezh Roman er bloaz 27 kent JK, araok bezañ dispartiet e daou e 395. C'hoarvezhout a ra diskar Impalaeriezh Roman ar C'hornôg e 476. Kenderc'hel a ra Impalaeriezh Roman ar Reter, anvet ivez an Impalaeriezh Bizantion, betek 1453.

Taget eo Kornôg Europa gant ar Vikinged e kantvedoù diwezhañ ar milved.

Arvorig ha Breizh

Iañ Milved 
Stater billon (pezhioù moneiz en arc'hant ha kouevr) keltiek eus Arvorig.

Mont a ra Brezhoned eus Enez Vreizh d'an Arvorig etre an Vvet hag an VIIIvet kantved, oc'h en em veskañ gant ar boblañs galian-roman.

Diazezet eo ar vroad vreizhat gant Nevenoe o trec'hiñ arme frank Karl Voal en Emgann Ballon e 845.

En Azia

Iañ Milved 
Pagodenn veur ar Waz Ouez savet e 652 hag adsavet e 704 e Chang'an, kêr-benn an Tierniezh Tang.

E Sina e kemer an Tierniezh Jin (265 - 420) plas an Tierniezh Han, araok ma vefe graet kement all gant an tierniezh Tang.

Rannet eo Iskevandir Indez e kalz rouantelezhioù. En em staliañ a ra an Impalaeriezh Gupta etre 320 ha 550.

E Mezoamerika

An "amzervezh klasel" a ra an istorourien eus ar mare etre 200 ha 900. Teotihuacan a zeu da vezañ ur gêr vras ha mestr war Kreizamerika.

En Afrika

En em strewiñ a ra ar vBantoued en Afrika issahara.

Treuzet e vez ar Sahara gant marc'hadourien sklaved a ya betek aodoù Maghreb ha Reter Afrika d'ober koñvers.

Relijionoù

Ijinet eo div relijion vras : ar gristeniezh a grog e bloavezhioù kentañ ar milved hag eo skignet en Europa dreist-holl, hag an islam er VIIvet kantved hag en em skuilh eus Arabia betek India ha Kornôg Azia, ha betek Maghreb hag al Ledenez iberek.

En em strewiñ a ra ar voudaegezh e Reter Azia.

Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoù

E Sina eo kodifikaet an arz da fardañ paper (anavezet abaoe an eil kantved kt JK).

Ijinet eo ar gartennouriezh gant Ptolemaios en eil kantved.

Ijinet eo an tan-arvest gant ar Sinaiz en IXvet kantved.

Degaset eo ar balañser, an horolaj hag an abakenn gant Jelvestr II.

Tags:

Iañ Milved Darvoudoù brasIañ Milved RelijionoùIañ Milved Ijinadennoù, kavadennoù, degasadennoùIañ MilvedEil kantvedEil milvedIIIe kantvedIIIe milvedIVe kantvedIXvet kantvedIañ kantvedIañ milved kt JKRoll ar C'hantvedoùRoll ar milvedoùVIIIvet kantvedVIIvet kantvedVIvet kantvedVvet kantvedXvet kantved

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Bro-C'hallKravatenn noterMarie-Antoinette AostriaRouantelezh-UnanetImpalaeriezh santel roman germanҚ (lizherenn)PerseüsGuiomar NovaesLokournanYann Iañ (dug Normandi)GhettoUTCIsaac NewtonWikimediaMarc'hAinoued868Eil Brezel-bed303BegelUpsilonSonerezhČeská zbrojovka a.s.1993Karl V an Impalaeriezh SantelBro-SkosPierrefitte-sur-SeineBekedZombie Strippers1331HindouegezhVIIIvet kantved kt JKAvankEgiptIzelvroioùChaoserMell-droadBragezennDolly PartonThimister-ClermontMorerer lost gwennOkitanegNaturWouegEil Brezel BedPalamedesSaelred EssexRevrfouzherezhJean-François MilletTiraspolVivianDidier DrogbaProgramm ArtemisTan-gwallPolonegElektronekRosário do SulTristan (haroz)Paul AvrilMontroulezSaozEugenio MontaleEmflourañGoogleLizherenneg fonetek etrebroadelThe Times of IndiaStad emveliek🡆 More