Kinniget eo amañ roll an impalaerien roman betek fin Impalaeriezh roman ar C'hornôg, gant deiziadoù ren pep hini anezho.
Ur pennad eus an heuliad Henroma eo ar pennad-mañ | |
Ar Vonarkiezh | |
Ar Republik | |
An Impalaeriezh | |
Impalaeriezh ar C'hornôg | |
Impalaeriezh ar Reter |
Ret eo kaout soñj ne dalveze an termen latin imperator, a deuio ar ger "impalaer" anezhañ, nemet da ober anv eus ur garg vilourel a-douez an holl gargoù all dalc'het gant un den. Da envel an impalaer e rae ar Romaned gant an anv "Kaezar" (Caesar) kentoc'h, ha dreist-holl gant "Aogust" (Augustus).
Soñjal a rae an dud e oa kar an holl impalaerien da Gaezar mod pe vod, ha ma ne oa ket dre ar gwad e oa e-giz pa vijent bet advabet gantañ, hag ul liamm familh speredel a oa etrezo ha Kaezar ; gwir eo e oa an impalaerien gentañ eus familh Kaezar.
En desped d'ar pezh a c'halljed soñjal, n'emañ ket Caius Julius Caesar e-touez an impalaerien roman. August eo a seller outañ evel an impalaer kentañ, ha meur a abeg zo da se.
me n'on nemet primus inter pares – kentañ keodeour Roma, emezañ). E-keit-se e kendalc'he da verniañ kargoù politikel, relijiel ha milourel war e anv.
Impalaeriezh uhelañ | ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
|
|
|
|
Bet eo Teodosius Iañ an Impalaer diwezhañ o ren da vat war an Impalaeriezh Roman a-bezh. E zaou vab a renas war e lerc'h :
Eeunaet eo an daolenn a-is :
Un tun memor zo evit derc'hel soñj eus roll an 12 Impalaer roman kentañ (Kaezar e-barzh). N'eus ken sevel ur frazenn aes da zerc'hel soñj anezhi ma ya pep silabenn d'ober deroù anv un Impalaer :
"Kaezaotika, Klaonegalo, Vivestido" (Kaez | ao | ti | ka | klao | ne | gal | o | vi | ves | ti | do)
Kaez => Kaezar ; ao => Aogust ; ti => Tiber ; ka => Kaligula ; Klao => Klaoda ; ne => Neron ; gal => Galba ; o => Othon ; Vi => Vitellius ; ves => Vespazian ; ti => Titus ; do => Domitian
Gallout a reer astenn ar frazenn-mañ da Impalaerien all. Dont a ra da vezañ : "Kaezaotika, Klaonegalo, Vivestido, Netrajhadan, Marcosepca" (Kaez|ao|ti|ka|klao|ne|gal|o|vi|ves|ti|do|ne|traj|had|an|mar|co|sep|ca)
|
|
E 476 e oa aet da get Impalaeriezh roman ar C'hornôg pa voe torret Romulus Augustus, an Impalaer diwezhañ, eus e garg gant Odowakar.
Gwelet Roll Impalaerien Bizantion
Aet eo da get e 1453 Impalaeriezh roman ar Reter, bet anvet ivez Impalaeriezh vizantion adal ar Grennamzer uhelañ, p'eo bet preizhet Kergustantin gant an Durked.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Roll an impalaerien roman, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.