Decimus Clodius Septimius Albinus a oa ur jeneral en arme roman Britannia hag a voe anvet da impalaer e penn kentañ miz Genver 196.
En em lazhañ a reas d'an 19 a viz C'hwevrer 197 goude emgann Lugdunum.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Henroma |
Anv e yezh-vamm an den | Decimus Clodius Albinus |
Praenomen | Decimus |
Nomen | Clodius, Septimius |
Cognomen | Albinus |
Deiziad ganedigezh | 150 |
Lec'h ganedigezh | Hadrumetum |
Deiziad ar marv | 19 C'hwe 197 |
Lec'h ar marv | Lugdunum |
Doare mervel | Emlazh, Kastiz ar marv |
Tad | Ceionius Postumius |
Mamm | Aurelia Messalina |
Bugel | Pescennius Princus |
Gens | Ceionia gens, Septimia gens |
Yezhoù komzet pe skrivet | latin |
Micher | politiker |
Karg | senedour roman, Roman governor, konsul |
Prantad | Impalaeriezh roman uhel |
Ganet e oa, a greder, etre 140 ha 150, e Hadrumentum, en Afrika, ha genidik eus Roma e vije bet e dud. Koulskoude e c'halljent bezañ bet Afrikaned romanekaet kenkoulz all.
Lakaet e voe gant Marcus Aurelius e penn ul lejion, ha stourm a reas e 175 e Bitinia a-enep Avidius Cassius. Pretor e oa e 180, ha konsul (suffectus) etre 190 ha 193. Kaset e voe gant Commodus da gemer penn an arme roman en Enez Vreizh (teir lejion anezhi).
Sevel e reas a-enep Didius Julianius, en devoa prenet an impalaeriezh. Degemer a reas an titl a gaesar (= eil impalaer) roet dezhañ gant Septimius Severus, ha konsul boutin d'e heul e 194.
Goude trec'hiñ war Pesciennus Niger e 195, en em savas Septimius Severus a-enep Clodius Albinus. Abalamour da se e voe anvet hennezh da impalaer e penn kentañ 196 gant arme roman Britannia, gant skoazell re Germania, Galia, hag Hispania. Tremen e reas e Galia, hag en em staliañ e Lugdunum (Lugdunum ad Rhodanum).
Septimius ne zaelas ket evit ober brezel. Mont a reas da C'halia dre ar Jura, dre hent Pontarlier-Besançon, hag en em gavout e Tournus, e-lec'h ma voe trec'h war arme Albinus.
D'ar 17, pe 19 a viz C'hwevrer 197, an div arme e oa penn ouzh penn evit an eil gwech. Herve Cassius Dio, 150 000 soudard roman a stourmas. Hir e voe an emgann. A-benn ar fin e voe trec'h arme Septimius war hini Albinus.
Clodius Albinus en em lazhas gant e c'hougleze.
Septimius e lakas troc'hañ e benn dezhañ, hag e gas da Roma, evit diskouez e oa echu gant ar brezel hag e oa eñ an trec'her hag impalaer dre wir.
Septimius e lakas ivez lazhañ familh Albinus, hag ar re a oa a-du gantañ, ha 29 senedour e Roma. Lugdunum a voe kemeret ha devet.
Ernest Renan, da zisplegañ komzoù ar c'hristen Tertulianus, en deus lavaret ː
Mais, vraiment, en quoi Septime Sévère était-il plus légitime qu'Albin et que Pesciennus Niger ? Il réussit mieux qu'eux, voilà tout. Le principe chrétien ː "Il faut reconnaître celui qui exerce le pouvoir", devait contribuer à établir le culte du fait accompli. La politique libérale ne doit rien et ne devra jamais rien au christianisme.
Ac'hanta, perak e oa Septimius Severus reishoc'h hervez al lezenn eget Albinus ha Pesciennus Niger ? deut eo a-benn gwelloc'h egeto, ha setu holl. Ar reolenn gristen ː "Ret eo ober gant hini hag emañ ar c'halloud gantañ", e oa enni staliañ azeulerezh an taol peurc'hraet. Ne zle ket ha ne zleo biken netra uhelvennad al librentez d'ar gristeniezh.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Clodius Albinus, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.