Zandvoort (distagañ : ) a zo ur gumun e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù.
44,34 km² eo gorread Zaandvvort (douar : 32,09 km², dour : 12,25 km²) ha d'an 31 a viz Mae 2009 e oa 16 616 annezad enni. Brudet eo ivez peogwir eo ur gêr gouronkañ ma kaver traezhennoù bras ha tevinier. E Zanvoort emañ ivez redva-kirri brasañ an Izelvroioù, anvet Circuit Park Zandvoort. 2gm war-du ar su ez eus ivez traezhennoù ma c'hall an dud mont da rouzañ en o noazh ha ma kaver 6 tavarn ha preti. Div gumun a ya d'ober Zandvoort : Bentveld ha Zandvoort. Un ti-gar, anvet Station Zaandvort a zo, ma c'haller tapout an tren (bep 30 munutenn) da vont da Haarlem ha da Amsterdam.
Anv a zo eus Zandvoort abaoe 1100, pa oa anvet Sandevoerde (diwar "sand" a dalvez traezh ha "voorde" a dalvez roudour). Betek 1722 e voe dindan dalc'h aotrouien Brederode. Stag e oa armerzh Zaandvoort ouzh ar pesketa betek an XIXvet kantved, pa voe diorroet an douristelezh. E 1828 e voe savet ar savadurioù kentañ da zegemer touristed, ha meur a zen brudet a zeuas da Zandvoort, evel Elisabeth Bavaria e 1884 hag e 1885. E-kreiz an XIXvet kantved e krogas ivez an dud da c'hounit avaloù-douar en tevinier.
Digoret e voe an ti-gar e 1881, hag ul linenn tramway da vont da Haarlem e 1899, neuze ez eas war grsk an niver a douristed. Unan eus ar filmoù kentañ aozet en Izelvroioù a voe filmet e Zaandvoort e 1905, De mésaventure van een Fransch heertje zonder pantalon aan het strand te Zandvoort e ditl.
Kalz distruj a voe e Zandvoort e-pad an Eil Brezel-Bed. D'an 23 a viz Mae 1942 e voe berzhet d'an dud mont war an traezhennoù, hag un nebeud mizioù goude e oa koulz lavarout didud kêr Zaandvoort. Kement tra aozet war an aod a voe distrujet da sevel Moger ar Meurvor Atlantel. Kreskiñ a reas Zaandvoort goude ar brezel a-drugarez d'an douristelezh ha Circuit Zandvoort a voe savet e 1948.
E kuzul-kêr Zandvoort ez eus 17 dileuriad :
Porched an Izelvroioù – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn d'an Izelvroioù. |
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Zandvoort, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.