Unkorneg

Unkorneg (a-wechoù marc'h-korneg pe likorn) a reer e brezhoneg eus ul loen mojennel skeudennet evel ur marc'h pe ur c'havr, gwenn peurliesañ, dezhañ bouchig ur bouc'h, karnioù faout, lost ul leon hag ur c'horn hir, sonn, troellennek ha begek, e kreiz e dal, hag a zo e arouezenn bennañ, met a-hed an Istor en deus cheñchet ar stumm anezhañ hervez ar broioù hag ar sevenadurioù, ar pep heverkañ eo e seblant bezañ graet a-dammoù eus loened all.

Er Grennamzer e oa al loen mojennel brudetañ, anezhañ ul loen gouez, arouez ar c'hlanded, ha ne c'halle bezañ tapet nemet gant ur werc'hez.

Unkorneg
La licorne
"Gypsographie" gant Pierre Roche, 1920

Istor

Unkorneg 
Ar Gweled
Pallenn Itron he Unkorneg, c. 1490
Unkorneg 
Un unkorneg o purañ an dour
Panell gleiz Liorzh ar plijadurezhioù
Hieronymus Bosch, c. 1500
Unkorneg 
La vergine e l'unicorno
Domenichino, c. 1602
Unkorneg 
Orfeüs hag an unkorneg
Alessandro Varotari, c. 1630
Unkorneg 
Capall Mór
Tighe O'Donoghue/Ross, 2005

Anv zo eus an unkorneg, dindan an anv monoceros, abaoe an Henamzer e mojennoù Hellaz kozh.
Deuet e oa da vezañ al loen faltaziek pennañ er Grennamzer kenkoulz hag en Azginivelezh. Skeudennet e veze d'ar mare-se, e skeudennadurezh al loened, evel ul loen ferv hag a veve er c'hoadoù donañ, arouez ar c'hlanded hag ar c'hras, ha na c'halle bout tapet nemet gant ur werc'hez. En holloueziadurioù e veze skrivet e c'helle purañ an dour ha pareañ. Troket e veze traoù gwelet evel gwir « kerniel unkorneg » d'ar mare-se.

Tamm-ha-tamm e voe dizoloet ne oa ar c'herniel-se nemet stilhonoù narwal ha ne oa taolennadur an unkorneged marteze nemet deskrivadurioù disneuziet ar frikorneg hag an antilopenn. Neoazh e veze tabutet diwar-benn bezoud an unkorneg betek kreizig-kreiz an XIXvet kantved. Dedennet e veze ur bern tud gant an unkorneg : doueoniourion, mezeien, naturourien, barzhed, lennegourien, ezoterourion, alkimiourion, arouezelourion hag istorourion.

Hiziv an deiz eo an unkorneg unan eus ar c'hrouadurioù mojennel e-touesk ar re vrudetañ. Ur bochad studiadennoù hag oberennoù lennegel a zo gouestlet dezhañ. Gwelet e vez er skeudennerezh a-vremañ evel ur jav bras gwenn, ur c'horn nemetañ e-kreiz e dal, diwar-se marteze ar ger « marc'h-kornek » a gaver e geriadur R. Hemon.

Er skridoù brezhonek

Meur a stumm zo da anv al loen mojennel-se er skridoù brezhonek.

    Likorn
    Marc'h-kornek
    Unkorneg
  • En ul levr bannoù-treset: Kevrin an Unkorneg, unan eus troioù-kaer Tintin, troet gant Divi Kervella, embannet gant An Here e 1993;
  • Troidigezh Emil gant Tomi Ungerer, graet gant skolaerien skol Jules-Ferry Landerne (UGB)
  • Gant ar skrivagner Stefan Carpentier, en e levr Pa gavan hir ma amzer (Skrid, 2014, p. 36)
  • Ar Plac'h yaouank hag an Unkorneg, doare brezhonek La Jeune Fille et la Licorne gant ar skrivagner Dan ar Wern, en e vlog
  • Er c'helaouennoù: Rouzig, pennadoù gant Gwenole Le Dors, ha Laurent Lefeuvre; Bremaik.
  • Er skolioù pe gant bugale: Oberennoù kaset da benn ar vugale
  • War ar genrouedad: Holloueziadur Marikavel.
  • En anv ar steredeg Unkorneg.
  • Afer an unkorneg glas, troet e brezhoneg gant Gwenael Emelyanoff diwar an danevell c'halizek O caso do unicornio azul gant Agustín Fernández Paz (e-barzh niverenn 409 Al Liamm, Meurzh - Ebrel 2015, pajennoù 46-52).

Skoedoù

War ardamezioù Bro-Skos eo dalc'het ar skoed gant daou unkorneg.

Arz

Lennegezh

  • The Unicorn, romant gant Iris Murdoch (1963)
  • Through the looking Glass, gant Lewis Carroll

Steredoniezh

Pennadoù kar

Levlennadur

  • PASTOUREAU, Michel & DELAHAYE, Élisabeth : Les secrets de la licorne, Éditions de la Réunion des musées nationaux, 2013 (ISBN 978-2-7118-6112-5)

Liammoù diavaez


Unkorneg 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Daveennoù

Tags:

Unkorneg IstorUnkorneg Er skridoù brezhonekUnkorneg SkoedoùUnkorneg LennegezhUnkorneg SteredoniezhUnkorneg Pennadoù karUnkorneg LevlennadurUnkorneg Liammoù diavaezUnkorneg DaveennoùUnkornegBouc'hGavr (loen)Gwerc'hdedKornKrennamzerLeonLoenMarc'hTal

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Verb1331TaiwanGeneviève PrigentMaouezOkitaneg199318132024Timbroù VictoriaKroatiaHippolyteZeus9 MeurzhIzelvroioùMarie-Antoinette Aostria1943PrederouriezhSlovakiaMec'hikoKiZoologischer Garten BerlinStad IslamekKravatenn noterBangladeshPaul AvrilKren-douarArubaFilipinezGake no ue no PonyoBrezelSuafrikaParizEgiptFuerteventuraCommission internationale permanente pour l'épreuve des armes à feu portativesGopr hollvedelMediaWikiDiwanThimister-ClermontÉmile SouvestreČeská zbrojovka a.s.RoazhonŪBreizhEmilio PradosPalamedesLa semaine sanglanteCarles PuigdemontPin-upStrollad Komunour BreizhKouign-amannTristan (haroz)Roll an oberennoù a denn d'ar roue ArzhurVladimir PoutinFoz MarianaKoedlogonRoumaniaAvankIsabel SarliBengaluruEil Brezel-bedKarl Veur🡆 More