Jheronimus van Aken, pe Jheronimus Bosch (Jeroen Bosch e nederlandeg, Jérôme Bosch e galleg) a zo ul livour izelvroat a orin alaman, ganet e 1453 ha marvet e 1516 e 's-Hertogenbosch, hag alese e teu e lesanv.
Ganet e oa war-dro 1450 e 's-Hertogenbosch. Paourik e oa e dud, hag int a orin eus Aachen (Alamagn), setu perak e oa anvet van Aken, eus Aachen. Diazezet e oa ar familh er vro abaoe daou gantved.
Liverien e oa bet e dad-kozh Jan van Aken hag e dad Anthonis van Aken.
E 1480 e timezas gant ur plac'h pinvidik eus an noblañs. Monet a reas da ezel Breuriezh an Itron Vari, un aozadur relijiel gouestlet d'ar Werc'hez, a zeuas da vout e livour ofisiel.
E vuhez e 's-Hertogenbosch a oa sioul ken e oa, etre e wreg, e labour hag e vreuriezh. Koulskoude e kreskas e vrud tamm-ha-tamm, betek e-maez ar vro.
Lenn a rae kalz a levrioù relijion ha levezonet e oa gant an alan a zisivouderezh hag a gevrinegezh a oa o ren, ma kavas un awen nevez a reas dezhañ dilezel e zoare kozh da livañ evit treiñ war-du oberennoù ma weler relijion o talañ ouzh ar pec'hed hag an daonidigezh.
An Ifern hag ar Baradoz a weler mesk-ha-mesk, flemmerezh ha buhezouriezh. Dalc'het eo e spered gant an denelezh erru brein ha kondaonet d'an tan peurbadel (teirzaolenn ar C'harrad Foenn war-dro 1500, mirdi ar Prado, Madrid) dre m'he deus troet kein ouzh lezenn Doue. Sorc'henn ar pec'hed a weler splann er Seizh Pec'hed Pennañ (1475-80, mirdi ar Prado, Madrid), Nev ar re foll (1490-1500, mirdi al Louvre, Pariz), teirzaolenn Liorzh ar plijadurezhioù, war-dro 1503-04 (Prado, Madrid), alegorienn vraouac'hus ha pinvidik, tud ha loened hiron, enne daveennoù d'an alkimiezh a-leizh.
Mervel a eure Bosch e 1516.
E penn-kentañ ar XVIvet kantved e veajas Bosch da Venezia, ha neuze en doe muioc'h a ijin : muioc'h a blas hag a weledvaoù en oberennoù evel Sant Yann e Pathmos (1504-05, Berlin, Gemäldegalerie), Sant Jerom o pediñ (war-dro 1505, Gent, Mirdi an Arzoù-kaer) pe c'hoazh Temptadur sant Anton (1510, Madrid, mirdi ar Prado). En oberennoù-se e tiskouez ez eo buhez ar sent an doare netemañ da vezañ saveteet.
E-tro 1510 e kemmas e arz, evel ma weler en taolennoù ma savas hanter-dudennoù en talbenn gentañ (Ar C'hurunadur spern, 1510, Madrid Escorial).
En e oberennoù e kaver ivez tudennoù a denn da flemmskeudennoù tennet eus levrioù loened ar Grennamzer. Bosch a ijinas ur stil a voe adimplijet gant arzourien all evel Pieter Brueghel gozh, ha priziet-tre e voe e oberennoù gant an dreistrealourien en XXvet kantved.
Dielfennet eo bet e oberenn hag e arz gant Wilhelm Fraenger, istorour an arz.
|
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Hieronymus Bosch, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.