Skritur Tibetek

N'eo ket ar skritur tibetek ul lizherenneg, un abugida eo evel an holl zoareoù-skrivañ krouet diwar skouer doareoù-skrivañ yezhoù India gant Thonmi Sambhota e-kreiz ar VIIvet kantved hervez ar mojennoù.

Skritur Tibetek
Testenn skrivet er stil boutin (Dbu-can)
Skritur Tibetek
Testenn skrivet er stil "dibenn" (Dbu-med)

Implijet e vez evit skrivañ an tibeteg hag ivez an dzongkha.

Daou stil pennañ a vez implijet dre vras : ar skritur u-can (Dbu-can), skrivet pe moullet gant ul linenn a-us al lizherennoù evel en devanagari hag ar skritur u-mey (Dbu-med), "dibenn".

Luziet a-walc'h eo doare-skrivañ an tibeteg e-keñver distagadur ar yezh, rak er skritur e vez graet dave da kengerioù na vezont ket distaget. Abalamour da se e vez gwelet alies a-walc'h doareoù disheñvel evit skrivañ an tibeteg gant al lizherennoù latin : un treuzlizherennadur rik a diskwel pep lizherenn er skritur tibetek ha mut e vefe pe get, d.s. "dbu-med" ; hag un treuskrivadur a diskwel penaos e vez distaget pep ger hep ober van d'an doare ma vez skrivet hervez reolennoù ar skritur tibetek, d.s. "u-mey".

Dre ma'z eo ar skritur tibetek un abugida anezhañ e talvez pep lizherenn diazez d'ur silabenn enni ur gensonenn digemm hag ur vogalenn diazez ("a") a c'hell bezañ kemmet dre ouzhpennañ skrapoù a bep seurt anvet vogalennoù stag.

Lizherennoù kevrennek a vez implijet ivez evit skrivañ meur a vogalenn an eil war-lerc'h eben hep vogalenn ebet kenetreze.

Ouzhpenn-se e vez lakaet ur pik (tseg) etre pep silabenn. Dre ma'z eo unsilabenneg darn vrasañ gerioù an tibeteg e talvez kement-mañ hogozig da lakaat ur pik etre pep ger.

Skritur Tibetek

N'eo ket ar skritur tibetek ul lizherenneg, un abugida eo evel an holl zoareoù-skrivañ krouet diwar skouer doareoù-skrivañ yezhoù India gant Thonmi Sambhota e-kreiz ar VIIvet kantved hervez ar mojennoù.

Setu an 30 lizherenn kensonennel diazez:

ཀ ka ཁ kha (k’a) ག ga ང nga (n̄a)
ཅ ca ཆ cha ཇ ja ཉ nya (ña),
ཏ ta ཐ tha (t’a) ད da ན na,
པ pa ཕ pha (p’a) བ ba མ ma,
ཙ tsa ཚ tsha (ts’a) ཛ dza,
ཝ wa ཞ zha (ža) ཟ za,
འ 'a ཡ ya ར ra ལ la,
ཤ sha (s’a) ས sa,
ཧ ha ཨ a

Kensonennoù ispisial

Implijet e vez un nebeud lizherennoù ispisial dre dreiñ lizherennoù all evit skrivañ kensonennoù tro-gil o tont eus ar sañskriteg:

Troet e vez "ta", "tha", "da", "na", "sha" > ཊ ṭa (Ta), ཋ ṭha (Tha), ཌ ḍa (Da), ཎ ṇa (Na), and ཥ ṣa.

Skritur Tibetek

N'eo ket ar skritur tibetek ul lizherenneg, un abugida eo evel an holl zoareoù-skrivañ krouet diwar skouer doareoù-skrivañ yezhoù India gant Thonmi Sambhota e-kreiz ar VIIvet kantved hervez ar mojennoù.

Setu penaos e vez implijet ar vogalennoù stag :

ཀ ka, ཀི ki, ཀུ ku, ཀེke, ཀོ ko

Liammoù diavaez:

Gwelet ivez:

Abugida Tibeteg Devanagari

Tags:

Skritur Tibetek Ar chensonennoùSkritur Tibetek Ar vogalennoùSkritur TibetekAbugidaDevanagariLizherennegVIIvet kantved

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Kensonenn drek-logigoùMilizag-GwiproñvelNerzhioù Al-QodsFelipe IIJapanJuan Antonio VillacañasPastor (kristen)ClaireDarempred revSaoznegKarl CarstensBronnKensonenn kevig dre dostaat10 C'hwevrerFrancisco FrancoBukkakeSemyon AlapinWashington, D.C.1922Kanuhel19981997ISO 4217Laritza BacallaoTorri di QuartesoloJekoGewehr 98Kronikennoù Plac'h nevez BreizhProduadur diabarzh grosTchadKensonenn dent dre dostaatYezhoù keltiekKenrouedadFeskennElligEl NiñoFrançois PlaineBlev-gaolBotez-koadBloazHelle Thorning-SchmidtLun (deiz)KroatiaNoutRepublikKensonenn kevig dre stlakatWiki FoundationRouantelezh-UnanetHetair1779The Irish TimesItriomLennegezh vrezhonek kolletEthKrasnogorsk (Oblast Moskov)PrederouriezhGlock (pistolenn)WikimammennArmeniaPornografiezhMe zo ganet e-kreiz ar morBill ClintonKambodjaKazh29 Gouere🡆 More