Rakgerioù Ar Sistem Unanennoù Etrebroadel

Ober a ra ar sistem unanennoù etrebroadel gant rakgerioù a c'hell bezañ lakaet dirak an holl unanennoù evit o lieskementiñ.

Taolenn ar rakgerioù

    10 N  Rakger   Simbol   Niver 
   1024   yota
Y
 
   1021   zeta
Z
 
   1018   egza
E
 
   1015   peta
P
 
   1012   tera
T
 
   109   giga
G
  Miliard
   106   mega
M
  Milion
   103   kilo
k
  Mil
   102   hekto
h
  Kant
   101   deka
 da
  Dek
   100   unanenn
  Unan
   10−1   desi
d
  Dekvedenn
   10−2   santi
c
  Kantvedenn
   10−3   mili
m
  Milvedenn
   10−6   mikro
μ
  Milionvedenn
   10−9   nano
n
  Miliardvedenn
   10−12   piko
p
 
   10−15   femto
f
 
   10−18   ato
a
 
   10−21   zepto
z
 
   10−24   yokto
y
   

Da skouer:

5 cm
=
  5 × 10−2m
=
  5 × 0,01 m
=
  0,05 m
3 MW
=
  3 × 106W
=
  3 × 1 000 000 W
=
  3 000 000 W

Notenn : Ne vez ket graet gant ar sistem degel (diaz 10) en urzhiataerezh, met gant ar sistem binarel (diaz 2). Setu e tremener eus an eil unanenn d'eben dre lieskementiñ dre 210, pe c'hoazh 1024. Ne vez ket graet gant ar rakgerioù deka hag hekto en dachenn-se.

Emdroadur ar rakgerioù

E-barzh deved an 18 germinal An III (7 ebrel 1795) e oa lodenn ar rakgerioù miria ha mirio eus rakgerioù ar sistem degel nevez (e-kichen al lieskementoù kilo-, hekto- ha deka-, hag ar ranngementoù desi-, santi- ha mili-). Talvezout a raent a-getep dek mil ha un dekmilvedenn. Implijet e voent betek 1960.

Gant an 11vet Conférence générale des poids et mesures (CGPM) e voe savet evit ar wezh kentañ e 1960 ur roll ofisiel eus rakgerioù ar sistem etrevroadel ne oa ket mui miria- ha mirio- ennañ. E 1960 e oa an daouzek rakger ofisiel: « tera-, giga-, mega-, kilo-, hekto- ha deka-, hag ivez desi-, santi-, mili-, mikro-, nano- ha piko- ».

  • Gant an 12vet CGPM (1964) e voe lakaet « femto- hag ato- » ouzhpenn.
  • Gant an 15vet CGPM (1975) e voe lakaet « peta- hag egza- » ouzhpenn.
  • Gant an 19vet CGPM (1991) e voe lakaet « zeta-, zepto- ha yota-, yokto- » ouzhpenn.

Gerdarzh ar rakgerioù

Ur ster espleg a zo d'ar rakgerioù kentañ:

  • orin gresianek evit al lieskementoù : deka (deka-) a sinifi « dek », hekaton (hekto-) a sinifi « kant », khilihoi (kilo-) a sinifi « mil », murias (miria-) a sinifi « dek mil ».
  • orin latin evit ar ranngementoù : decem (desi-) a sinifi « dek », centum (santi-) a sinifi « kant », mille (mili-) a sinifi « mil ».

Savet eo bet ar rakgerioù da heul diwar gerioù a vez anvet traoù bras pe bihan ganto :

  • bras : e gresianeg, megas (mega-) a sinifi « bras », gigas (giga-) a sinifi « ramz », teras (tera-) a sinifi « euzhvil » ;
  • bihan : mikros (mikro-) a sinifi « bihan » e gresianeg, nanus (nano-) a sinifi « korr » e latin, piccolo (piko-) a sinifi « bihan » en italianeg.

Savet eo bet ar lieskementoù da heul diwar an heñvelder a zo etre tera ha tetra (pevar e gresianeg), hag ivez dre m'eo 1012 = 1 0004 ; setu ez int sifroù gresianek o deus kollet pe gounezet ul lizherenn:

  • penta → peta-
  • hegza → egza-
  • okta → yota- ha yokto-

Rakgerioù all a oa bet savet er memes mod (hepta → hepa, okta → ota, nav e gresianeg → nea, deka → dea) met n'o deus ket bet biskoazh statud ofisiel ebet.

  • Femtem (femto-) a sinifi 15 e daneg (evit 1015).
  • Zeta- ha zepto-, en diwezh, a zeu eus ar ger gallek sept peogwir e talvezont 1000±7.

Gwelet ivez

  • Renk braster
  • Rakger binarel

Liammoù diavaez

Tags:

Rakgerioù Ar Sistem Unanennoù Etrebroadel Taolenn ar rakgerioùRakgerioù Ar Sistem Unanennoù Etrebroadel Emdroadur ar rakgerioùRakgerioù Ar Sistem Unanennoù Etrebroadel Gerdarzh ar rakgerioùRakgerioù Ar Sistem Unanennoù Etrebroadel Gwelet ivezRakgerioù Ar Sistem Unanennoù Etrebroadel Liammoù diavaezRakgerioù Ar Sistem Unanennoù EtrebroadelSistem unanennoù etrebroadel

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

BiblGroeGopr hollvedelPiemonteTogoThe Running Man (film 1987)El NiñoSistrLaritza BacallaoCollinesWikiKensonenn kevig dre dostaatMe zo ganet e-kreiz ar morRouantelezh Bro-C'hallLesya UkrayinkaPhilippe Pascal1779LondrezEnez Héron1897Lizherenneg fonetik etrebroadel evit ar saoznegToullañ goloenn an ellig10 C'hwevrerAmzerGwrac'hig-an-drez2004FilipinezKempervenBronnJekoHigh Heel HomicideOuzbekistanKuomintangRoumaniaDiodoros SikiliaISO 42171999Kravatenn noterPlant bloaziekLesley-Ann BrandtEmgann21 DuReizhiad korvoiñGwarezva Arabia ar SuXVIvet kantvedAbrakadabraChesten MarchantKamlezArc'hantinaNerzhioù Al-QodsPenélope CruzWattGlock (pistolenn)AlamanBerlengasVicenzaTeknologiezhImpalaeriezh roman ar ReterKazh-mor (bronneg)BangladeshBretonedLaosRouanPloubêr12 GouereJuan Antonio VillacañasParizMahomedKuzul Kernev-Veur🡆 More