Metr Kub

Ar metr kub (simbol m³) eo an unanenn volum deveret eus an SI.

Bezañ ez eo volum ur c'hub dezhañ kerioù ur metrad hirder.

Troidigezhioù

Gwelet ar pennad pennañ Troidigezhioù unanennoù

1 metr kub a zo kevatal gant :

  • 1 000 litr
  • ~35,3 troatad kub (nesaet). 1 troatad kub a zo 0,028 316 846 592 m³ (rik)
  • ~1,31 yard kub (nesaet). 1 yard kub a zo 0,764 554 857 984 m³ (rik)
  • ~6,29 barilh (nesaet). 1 varilh a zo 0,158 987 294 928 m³ (rik)

Ur metrad kub dour pur d'an temperadur a 3,98 °C (derez Celsius) ha dindan ar gwask atmosferek standart (101,325 kPa) a zo 999,972 kg e vas (war-dro un donenn).

A-wezhioù e vez berraet m3 pe m^3 pa n'heller ket ober gant an arouezennoù eksponant.

Lieskementoù ha ranngementoù

Gwelet ar pennad pennañ Rakgerioù ar sistem unanennoù etrebroadel

  • Un desimetr kub (simbol dm³) a zo volum ur c'hub dezhañ kerioù 1 desimetrad (0,1 metr) hirder.
    • 1 desimetr kub a zo kevatal bremañ gant 1 litr.
      • Etre 1901 ha 1964 e veze termenet al litr evel volum 1 c'hilogramad dour pur da 4 derez Celcius ha dindan ur gwask a 760 milimetrad merkur. E-pad ar mare-se e voe al litr tost ouzh 1,000028 dm³. E 1964 e voe adlakaet an termenadur kozh da dalvezour en-dro.
  • Ur santimetr kub (cm³) a zo kevatal gant volum ur c'hub dezhañ kerioù 1 santimetrad hirder. Unanenn volum diazez ar sistem CGS e oa, hag un unanenn SI lezennel eo. Kevatal eo gant ur mililitr (mL).
  • Ur milimetr kub (mm³) eo ar volum kevatal gant hini ur c'hub dezhañ kerioù 1 milimetrad hirder.
  • Ur c'hilometr kub (km³) eo ar volum kevatal gant hini ur c'hub dezhañ kerioù 1 c'hilometrad hirder.

Gwelet ivez

Tags:

HirderMetrUnanennoù deveret eus ar sistem etrebroadel

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Washington, D.C.Bloaz4 GouereNovorossiya (kevredad)Semyon AlapinPastor (kristen)Gwarezva Arabia ar SuSinemaXVIvet kantvedKenvasturberezhMizManganezC'hoarioù OlimpekDegemerHTMLSingapourPistolenn1998Lizherenneg kirillekNvidiaBukkakeAna del CastilloRepublikHamilton (Bermuda)Bourc'h5 EostArc'hantinaBrezhonedNerzhioù Al-QodsNaturDeiziadur berberekBrezhonegWikipediaAstatBlues12 GouereIIIe kantvedSpered SantelKaorelS (lizherenn)PortugalegKronikennoù Plac'h nevez BreizhMell-droad1901WikimammennAostraliaEnez HéronWiki FoundationLennegezh vrezhonek kolletBeg Penn HirPlant bloaziekOmar SyKensonenn huged a-gostez dre dostaatLizherenneg fonetik etrebroadel evit an alamanegBengaluruYec'hedTermenadurVladimir PoutinIranKrasnogorsk (Oblast Moskov)AmerindianedGwrac'hig-an-drezMoukLaritza BacallaoVicenzaGres (bro)Kembre🡆 More