Daneg: Yezh

An daneg zo ur yezh germanek eus skourr ar yezhoù skandinavek.

Kar eo d'an norvegeg ha d'ar svedeg. Ur statud yezh ofisiel en deus e Danmark hag en Inizi Faero hag e Greunland (a-gevret gant yezh vroadel pep hini eus an div vro-se). Ur statud ofisiel en deus ivez e Schleswig-Holstein en Alamagn, ma vez komzet gant 50 000 den.

Daneg
(dansk)
Perzhioù
Komzet e : Danmark, Inizi Faero, Greunland, Alamagn (Schleswig)
Komzet gant : 5 500 000
Renkadur : goude 100
Familh-yezh : Yezhoù Indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Danmark, Inizi Faero, Greunland, Alamagn, Unaniezh Europa
Akademiezh : Dansk Sprognævn
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 da
ISO 639-2 dan
ISO 639-3
Kod SIL dan
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Skrivet e vez an daneg gant al lizherenneg latin gant teir lizherenn ispisial ouzhpenn : Æ, æ ; Ø, ø, Å, å. Pa ne c’heller ket skrivañ al lizherennoù-se e reer en o flas gant ae, oe hag aa.

An daneg eo ar yezh skandinavek zo pellaet ar muiañ diouzh an norseg kozh, dre m’eo bet eeunaet kalz e yezhadur ha dre m’eo emdroet kalzik e fonologiezh. Daoust m’eo bihan Danmark e oa diforc’hioù rannyezhel bras dre ar vro betek nevez zo (gant tri strollad rannyezhoù : østdansk, daneg ar reter, ømål pe ødansk, daneg an inizi, ha jysk, yezh Jutland). Hiziv an deiz koulskoude eo ledet yezh Kopenhagen dre ar vro a-bezh hag alies ne chom nemet arlivioù rannyezhel war ar parlantoù.

Un nebeud gerioù

  • Danad: dansk
  • Demat: godmorgen, godaften
  • Kenavo: farvel
  • Degemer mat: velkommen
  • Trugarez: tak
  • Ya: ja
  • Nann: nej


Liammoù diavaez

Tags:

AlamagnDanmarkFaeroGreunlandNorvegegSchleswig-HolsteinSvedegYezhoù germanekYezhoù skandinavek

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

UpsilonEst (Burkina Faso)KanadaJorj Iañ Breizh-VeurKroaziadegoùRepublik Sina (1912-1949)George Orwell3 DuChomlec’h IPDegemerNapoleon IañStadoù-Unanet AmerikaErotegezhJacqueline BoyerIslam chiitKaeroKanariezEpsilon (lizherenn)Biz (roud-avel)Saint-ÉtienneJohn BrowningWikipedia e brezhonegKazetennerezhUsenetFirst Family of the United StatesMenenBrezel-bed kentañMelen (liv)Turniz-AndalouziaKuzul Sevenadurel BreizhIwan CouéeLandevantMorzerGregor MendelAerlestrNaonedFirenzeStagell-isurzhiañAchille DevériaAdrien BrodyDleStevie NicksVinkemManifestadegoù ar blasenn Tiananmen e 1989PlouvagorDeiziadur persDiorrenGwaregataDronFellasionCascading Style SheetsLa cumparsitaLec'hanvadurezh BreizhDonald TrumpTwitterYezhoù kaokazekBangladeshNoazhded en arzISO 8601MededLândia🡆 More