Post

Post (pester pe postoù, el liester) a vez lavaret eus meur a dra e brezhoneg.

Un dra sanket en douar

Gallout a ra bezañ ur pezh hirik e koad, metal, simant, hag all, a sanker en douar pe e stalier warnañ :

  • ma vez lavaret reut evel ur post kleud (kloued)
  • a vez staget loened oute a-wechoù, givri da skouer (selout ouzh strapenn)
  • a veze staget tud gondaonet oute gwechall, gwelout post-ar-vezh (anvioù all : post-an-dalc'h, post-an-dro-c'houzoug, post-ar-c'holier, post an dorfedourien)
  • a vez staget traoù oute, evel panelloù-hent
  • a vez lakaet e tachennoù sport, pa gomzer eus postoù rugbi, pe mell-droad
  • a c'hall bezañ graet e maen, simant, a c'hell bezañ tolzenneg, pa gomzer eus postoù (pe pileroù) ur pont, met e reer gant peul pa vez anv eus postoù uhel tre evit an tredan, ar c'hehentiñ dre wagennoù
  • a zo e metal ivez implijet e pleustradegoù ar gorfembregerezh, dañs a-wechoù

Labour-douar

Post 
Ul labourer-douar krog e pester an alar, e Wengen, e Südtirol, er bloavezhioù 1960.

Gallout a ra bezañ brec'h un arar ma komzer eus pester an arar.

Kordenn

Gallout a ra bezañ pakad neudennoù gros gweet asambles d'ober ur gordenn ma komzer eus postoù ur gordenn.

Lizherenn

Ar rann serzh e-barzh skrivadur ul lizherenn.

Poent da vezañ tretet war roll an divizoù

En ur brezegenn, un diviz, ur roll-labour… e c'heller diboullañ poentoù pe temoù dibar a reer ar postoù anezho hag a reer dave outo diwar o urzh.

Labour

Gallout a ra bezañ al lec'h labour, ha karp pe micher da-heul pa lavarer eus un den en deus ur post mat. Komz a reer eus ur post-labour.

Ar Post

Post 
Dastumad boestoù-post saoz e-touez ar gwez.

Ul lec'h arsav e oa pa veajed gwechall gant kirri sachet gant kezeg, ha war un dro an ti ma veze kavet kezeg diskuizh, hag un den anvet postilhon karget d'ober war e dro. Diwar-se eo bet anvet ar post, ar melestradur karget da gas lizheroù, gant ar c'harr ha gant kezeg gwechall, hag al lec'h ma vez roet al lizheroù (pe lizhiri) da gas.

Skouerioù melestradur ar seurt-se e broioù zo :

Gwelout boest-post, ti-post, kod-post, kartenn-bost, postel.

.post zo un anv domani internet miret d'ar servijoù post.

Skingomz ha skinwel

Gallout a ra ober dave d'ur benveg skingomz pe skinwel :

  • ar post skingomz, pe ar post bihan
  • ar post skinwel, pe ar post bras

Benveg

Gallout a ra bezañ ur benveg.

Dre astenn, sikour, harp

Anvioù-familh

Post, von Post ha van der Post zo anvioù nederlandek pe alamanek :

  • Pieter Post (1608-1669), livour, engraver ha savour izelvroat
  • Wiley Post (1898-1935), nijour stadunanat
  • Emil Post (1897-1954), matematikour stadunanat

Postek zo un anv-tiegezh brezhonek.

Anvioù-lec'h

Kavet e vez e anvioù-lec'h ivez :

E saozneg

Post 
Skouerenn eus ar Washington Post.

E saozneg e kaver ar ger en anvioù kazetennoù :

E latin

E latin eo un araogenn, a dalv kement ha goude, hag a gaver er ger post-scriptum.

Adkemeret e vez ar ger e saozneg da fardañ gerioù nevez : post-war, post-punk, post-modern ...

Pennadoù kar

Tags:

Post Un dra sanket en douarPost Labour-douarPost KordennPost LizherennPost Poent da vezañ tretet war roll an divizoùPost LabourPost Ar Post Skingomz ha skinwelPost BenvegPost Dre astenn, sikour, harpPost Anvioù-familhPost Anvioù-lechPost E saoznegPost E latinPost Pennadoù karPostBrezhoneg

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Enez HéronPastor (kristen)AlamagnLesya Ukrayinka2002Vicenza149310 C'hwevrerKanuhelXXvet kantved1377KenvasturberezhIndoneziaPlant bloaziek1999HolloueziadurManagement12 GouereChesten Marchant2001BlogKensonenn drek-logigoùRann-eurTchadorSistrHidrokarbonRoll yezhoù ofisiel IndiaFelipe IIBiblRoll bannieloù BreizhBagar-BihanDeiziadur berberek1897Marco PauloHetairOuigouregTaylor SwiftYec'hedCollines1997UslimestraMarcellinus (pab)Gopr hollvedelPará1785C++Omar SyTogoNerzhioù Al-QodsJekoMe zo ganet e-kreiz ar morJapanNeonBreizhLondrezRr (lizherenn)PistolennAostraliaBronnYar (evn)DandadanRouantelezh-UnanetKensonenn drekkevig dre fic'hal mouezhietAaron PhypersDen🡆 More