Plougerne: Kumun Penn-ar-Bed

Plougerne (distaget ) zo ur gumun eus Bro-Leon e kanton Lesneven, e departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh.

Plougerne
Lilia da guzh-heol.
Lilia da guzh-heol.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Plouguerneau
Bro istorel Bro-Leon
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Brest
Kanton Lanniliz (betek 2015)
Lesneven (abaoe 2015)
Kod kumun 29195
Kod post 29880
Maer
Amzer gefridi
Yannig Robin
2020-2026
Etrekumuniezh KK Plabenneg hag an Aberioù
Bro velestradurel Bro Brest
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Annezidi Plouiz-Kerne
Poblañs 6 633 ann. (2020)
Stankter 153 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 36′ 28″ Norzh
4° 30′ 15″ Kornôg
/ 48.607778, -4.504167
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 79 m
Gorread 43,33 km²
Plougerne: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor
Lec'hiañ ar gêr
Plougerne

Douaroniezh

War lez dehoù an Aber-Ac'h emañ Plougerne.

  • Porzh Perroz
  • Menez Perroz
  • Lilia

Anv

Stummoù skrivet

Erwan Vallerie ː Ploe Kerneu, c 1330; Ploueguerneau, 1388; Guikerne, 1498; Ploekerneau, 1516; Plou-Kerneaw, 1636; Guiquerno, 1715

Gerdarzh

Dont a ra an anv Plougerne eus an henvrezhoneg ploe (parrez) ha kernev (Kerne-Veur).

Plouiz-Kerne a reer eus tud Plougerne, pe Plougerneviz pe Plougerneiz.

Ardamezioù

En aour e dreustell en gul, e sourin geotet karget gant teir bezantenn en argant balirant, e gab en erminoù

Istor

Dispac'h Gall

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

  • Mervel a reas 212 gwaz eus ar gumun abalamour d'ar brezel, eleze 3,64% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911.

Eil brezel-bed

  • Mervel a reas 55 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel.
  • D'an 18 a viz Even 1940 e rankas un nijerez Ju 88 A-1 eus an aerlu alaman (Luftwaffe) gant pevar milour en he bourzh douarañ buan ha rekis e "Leur Lann ar Floc'h" er gumun goude bout bet bombezet bigi e Brest ha bout bet tizhet gant tennoù gall; tapet e voe an nijourion da brizonidi gant ar C'hallaoued ha dieubet gant o c'henvroidi un nebeud deizioù war-lerc'h; daou waz eus ar gumun a voe tamallet dezhe bout gwallgaset he faread; d'ar 27 a viz Even e voe barnet ha kondaonet Jean-Marie Keranvel d'ar marv gant lez-varn al lu alaman e Brest, ha fuzuilhet e voe d'an 28; egile, Jean Balson, a voe kondaonet da eizh vloaz labour-ret, ha kaset e voe d'ur c'hamp-bac'h en Alamagn, distreiñ a reas d'ar 15 a viz Mae 1945,.
  • Nijerezioù eus ar ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) aet d'ar strad: d'ar 27 a viz Meurzh 1941 e kouezhas un nijerez Blenheim IV marilhet V5865 ha kodet PZ-P eus 53th Squadron en donvor da Enez-Werc'h e Plougerne; lazhet e voe he zri nijour, ne voe ket kavet o c'horfoù; d'an 18 a viz Kerzu 1941 e kouezhas div nijerez Stirling I, unan, marilhet N3665 ha kodet LS-S eus ar 15th Squadron, er mor nepell eus Plougerne, lazhet e voe he eizh nijour, ne voe kavet korf ebet, hag an eil hini, marilhet W7436 ha kodet MG-D eus ar 7th Squadron e Plougerne; daou nijour a voe lazhet, douaret int e bered ar gumun, ar pemp nijour all a voe tapet gant an Alamaned; d'an 2 a viz C'hwevrer 1942 e kouezhas un nijerez Beaufort marilhet AW253 ha kodet AW-A eus ar 86th Squadron eus ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) nepell eus Plougerne; mervel a reas he fevar nijour, tri anezhe a zo douaret int e Bered Kerfaotraz e Brest, an hini all e Sibirill.

Brezel Korea

Brezelioù didrevadennañ

Brezel Indez-Sina
  • Mervel a reas nav milour eus ar gumun.
Brezel Aljeria

Brezhoneg

Ar Brezoneg er Skol

  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol.

Ya d'ar brezhoneg

Deskadurezh

  • Klasoù divyezhek zo eno abaoe 1996.
  • Ur skol Diwan zo, abaoe Gwengolo 2018.
  • E distro-skol 2022 e oa 131 skoliad enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek publik (22,7 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez).
  • Ar vagouri-kêr he deus sinet Live 2 karta Divskouarn.

Lec'hanvadurezh

Traezhegi:

  • An Aod Wenn,
  • ar Vougo,
  • ar C'horejou
  • Sant-Kava, e kornad Lilia.
  • Kervenni

Monumantoù ha traoù heverk

Plougerne: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
Ar c'halvar hag an iliz katolik
Plougerne: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
Tour-tan Enez-Werc'h e-kichen Lilia, e Plougerne
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudenn.

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun

Bro Niver a vilourion
Plougerne: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Afrika ar Su 2 (Tirlu)
Plougerne: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Aostralia 1 (Aerlu)
Plougerne: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Kanada 2 (Aerlu)
Plougerne: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Rouantelezh-Unanet 6 (Aerlu)
Hollad 11

Re an Tirlu, troadeion o-daou, a varvas e miz Here 1918, e-pad ar Brezel-bed Kentañ. Re an Aerlu a varvas e-pad an Eil Brezel Bed:

  • daou anezhe d'an 18 a viz Kerzu 1941 pa gouezhas o c'harr-nij (Stirling I marilhet W7436 ha kodet MG-D) e Plougerne;
  • unan anezhe d'ar 7 a viz Ebrel 1943 pa gouezhas e garr-nij (Catalina Ib marilhet FP 138) er mor, nepell diouzh an aod e Normandi;
  • unan anezhe d'an 16 a viz Ebrel 1943 pa gouezhas e garr-nij (Spitfire VI marilhet BS245 ha kodet YQ-C) e bourc'h Plougerne;
  • pemp anezhe d'ar 5 a viz Gouere 1943 pa gouezhas o c'harr-nij (Whitley marilhet BD 359 ha kodet JL-X) er mor e Plougerne,.

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

Niver a annezidi

Plougerne: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor

Melestradurezh

Roll ar vaered

Dilennadeg Anv strollad politikel
2014- Yannick Robin tu kleiz
2001-2014 André Lesven MoDem
1983-2001 Bernard Le Ven distrollad
1950-1983 Léon Guéguen distrollad

Tud

Tud ganet eno

Ardamezeg ar familhoù

Plougerne: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  de Carné

Beskonted Coëtquenan

En aour e ziv dreustell en gul

Kêrioù gevellet

Bro Kêr Abaoe
Plougerne: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Alamagn Edingen-Neckarhausen 1967
Plougerne: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor  Kernev-Veur Lannales 1992

Mojenn Tolente

Kontañ a reer e oa ur gêr anvet Tolente gwechall hag a vije bet beuzet gant ar mor. Gant meur a istorour eo bet lec'hiet ar gêr-se dirak aod Plougerne. N'eo, evit poent, nemet martezeadennoù chomet difrouezh Met hervez ur vartezeadenn all e vije bet ar gêr-se e-kichen Pont de la Talence, e Abbeville, tost da c'henoù ar stêr Somme.

Liammoù diavaez


Plougerne: Douaroniezh, Ardamezioù, Istor 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Levrlennadur

Daveoù ha notennoù

Tags:

Plougerne DouaroniezhPlougerne ArdamezioùPlougerne IstorPlougerne BrezhonegPlougerne LechanvadurezhPlougerne Monumantoù ha traoù heverkPlougerne Emdroadur ar boblañs abaoe 1962Plougerne MelestradurezhPlougerne Kêrioù gevelletPlougerne Mojenn TolentePlougerne Liammoù diavaezPlougerne LevrlennadurPlougerne Daveoù ha notennoùPlougerneBreizhBro-LeonKanton LesnevenLizherenneg fonetik etrebroadelPenn-ar-Bed

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

HeolCristiano RonaldoTanijenn skeventAntoine Griezmann1391Verb rannusKatoligiezhGob11 GenverStadoù-Unanet Amerika20 GwengoloKurdegColchesterMenez GwennVladimir PoutinAbu Dhabi (emirelezh)Maine (stad)SasanidedJohann Sebastian BachHidrogenSant-YuniegPik-estlammiñStamford (Connecticut)The Lord of the RingsDiana SpencerHensaoznegTiegezhBannielBrezhonegJustin BieberJohn Ronald Reuel TolkienLândiaKi-dour morSanta Fe (New Mexico)KimeraHeñvelrevelezhWikeriadurNiver leielJadwiga AnjevPiramidenn CarstenszEnez Sant-NikolazMorgothFontecchioAnne Breizh-VeurLodiNupediaRicharzh Iañ (Bro-Saoz)Loeiz IV, roue ar FrankedKorčulaElesbed Iañ (Bro-Saoz)Georg Wilhelm Friedrich HegelPornizhLinzIndonezegBengaluruC'hoarioù arc'hantElvis PresleySarpedon (mab Laodameia)Guiomar NovaesEnez AdakZürichProsesionImpalaeriezh roman ar ReterArdoileánBikini (dilhad)OpenAIAmzerMaria Chuchena🡆 More