Moger

Ur voger (eus ar ger latin maceria, sellout ouzh magoer e gwenedeg), pe mogerioù el liester, a zo un dra savet gant mein da ober ur gwasked, pe un harz, en ul lec'h bennak.

Moger
Un tamm kempenn zo ezhomm d'ober d'ar pennad-mañ
 

Ur vogerenn a vez graet eus un darn eus ur voger.

Moger
Moger brik

Mogerioù a bep seurt zo hervez penaos int graet, ha pegen uhel int, ha petra a glasker ober ganto.
Darn zo tev, izel, darn zo graet gant koad, pri, brik. Lod zo graet gant mein, bihan pe vras, berniet hepken, lod all gant mein peget gant pri pe morter pe simant pe traoù all.

Mañsonerezh a vez graet eus ar sevel mogerioù alies.

Talvoudegezh

Moger 
Mogerioù war ar maez en Iwerzhon

Er savadurioù (tiez pe savadurioù uhel) e vez savet ar mogerioù evit krouiñ ar c'hostezioù (pevar gostez peurvuiañ) hag ar pezhioù-ti e-barzh. Evit dougen ar solieroù hag an toennoù e vezont savet, nemet pa vez staget ar mogerioù-rideoz ouzh frammadur diabarzh ar savadur uhel-tre (ar skraberioù-oabl da skouer).
Pa vez tanav ar mogerioù diabarzh e vez kaoz eus speurennoù e prenn, e plastr, e betoñs, e brik hag all.

Pa vez savet mogerioù dindan an amzer e intenter lakaat un disparti etre daou spas digor ken e vez krouet un vevenn surentez war unan eus an tuioù. Evit diwall ma ne ya ket loened ha tud e lec'hioù zo e vezont savet ivez.
Savet e vez mogerioù evit bezañ gwarezet ouzh fenomennoù naturel evel an dour, an avel pe an heol pe ouzh an trouz (moger eneptrouz).

Seurtoù mogerioù

  • fardell
  • mogeriad
  • moger-difenn
  • moger dreuz
  • moger enepdiruilhad-erc'h
  • moger eneptrouz
  • moger gêr
  • moger grapadenn
  • moger greñv
  • moger harp
  • moger harz-tan
  • moger-souteniñ
  • moger tro

Mogerioù a bep seurt

Moger a vez graet eus traoù damheñvel ouzh ur voger fetis.

  • Moger an Atlantel, un hollad difennoù spannaennek
  • Moger ar son a dalvez un harz difetis a c'hell bezañ treuzet gant ar c'harbedoù (buanoc'h eget tizhded ar son)

Mogerioù bras

Moger 
Moger Vras Sina

Lec'hanvadurezh

Kavet e vez ar ger e lec'hanvioù brezhonek ha darn anezho a vez gwelet evel roudoù kozh-tre galian-ha-roman peurliesañ. Gwelet e vez Kervoger (Kermoguer), Porzh Moger, Penn ar Voger, Roz ar Voger.

Yezh

  • Mogeriañ ur gêr zo sevel ur voger en-dro dezhi.

Tags:

Moger TalvoudegezhMoger Seurtoù mogerioùMoger ioù a bep seurtMoger ioù brasMoger LechanvadurezhMoger YezhMogerGwenedegHarzLatinLiesterMein

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Engravadur an AulnaysSaratovSivetBruderezhPaskMoukBrennidennAn OriantAtarrabia16541952Degemer1996Francisco de GoyaWikipediaIndoneziaReizhiad korvoiñMarselhaBrezel diabarzh SinaYuzev-ChirazegKourzhYezh8 MezhevenMontroulezMilanoDronVeneziaKarr-tanSoukotLatinMarie-Antoinette AostriaLPierre-Joseph ProudhonEmflourañFrañsez Iañ (Bro-C'hall)DanmarkPaul AvrilFouzhlec'hHTMLMetig Jakez-VargasZombie StrippersBro-SkosKerbêrJorjiaPedro Sánchez2012EmsavGwrezverkuslimestraKevredigezh Vroadel BreizhNaturNoazhdedBro-SaozAmsterdamLennegezh vrezhonek kolletTiTomEil Brezel-bedWikeriadurKervoroc'h1483Toullañ beg ar vronnSaskatchewanKastell-Paol1833🡆 More