Ar Maritsa (Марица, Maritsa e bulgareg ; Έβρος, Evros e gresianeg ; Meriç e turkeg) zo ur stêr eus ar Balkanioù a red a-dreuz Bulgaria, Gres ha Turkia.
480 km hed zo dezhi.
Eieniñ a ra e menezioù Rila e kornôg Bulgaria ha redek goude-se trema ar gevred, en ur dreuziñ kêr Plovdiv. E Bulgaria e vez implijet ar stêr evit kaout tredan hag evit doura ar parkeier,met ne c’haller ket bageal warni. Talvezout a ra da harzoù, ur pennadig, etre Bulgaria ha Gres ha goude-se etre Gres ha Turkia. Er su da Edirne, e Turkia, eo rannet ar stêr etre div vrec'h a red war-zu ar c'hreisteiz, betek en em deurel e Mor Egea dre un delta e-kichen kêr Enez (Ainos).
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Maritsa, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.