Stêr Delta

Delta ur stêr zo un dachenn douar etre penn ar stêr-se hag ar mor (pe ul lenn) m’eo rannet dourioù ar stêr etre meur a vrec’h.

Un dachenn blat eo hag abalamour da se n’eus ket kalz a gas gant an dour. Chom a ra lec’hid ha meinadoù all da ouelezenniñ e naoz an aber ha rankout a ra an dour neuze kavout hentoù all da vont betek ar mor.

Dont a ra an anv eus hini al lizherenn c’hresianek delta, abalamour ma vez stumm un tric'horn gant al lizherenn-se, pa vez skrivet bras. Implijet e voe an anv delta, da gentañ, evit ober anv eus genoù an Nil, a oa ar stumm-se gantañ.

Un nebeud deltaoù bras (gant o gorread) :

Stêr Bro Gorread
Ganga-Brahmapoutra Bangladesh 59 600 km²
Mekong Vietnam 50 000 km²
Niger Nigeria 36 300 km²
Volga Rusia 27 224 km²
Mississippi Stadoù Unanet 26 200 km²
Lena Rusia 25 900 km²
Orinoko Venezuela 24 600 km²
Nil Ejipt 20 200 km²
Danav Roumania 4 152 km²

Liammoù diavaez


Stêr Delta 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

Lenn (dour)MorStêr

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

John Churchill, 1añ Dug MarlboroughIstorKonk-LeonHTMLMilanoEil Brezel-bedTiTomBianca de' MediciuslimestraAfrika an NorzhTbilisiBangladeshJorj Iañ Breizh-VeurCynewulf WessexBronnKib vell-droad ar bed 2006Seziz LeningradSaoznegPin-upBill ClintonKongoPaul AvrilOfiserien-Veur Dugelezh BreizhLFERoll livadurioù VermeerBro-C'hallYezekael, roue DomnoneaSkol-veur AberystwythKrampouezhParizBrezel diabarzh SinaBro Gwiniegi NaonedBrazilDivaskell BreizhAvankYezhoù romanekChesten MarchantMorlu Arme Dieubidigezh Pobl SinaGalizaPlaza de soberaníaMelusine von der Schulenburg165318 Gwengolo1944DegemerDaouzek labour AsteriksSonerezh elektronekPieter de HoochUnaniezh EuropaTsitakismos1675Mao ZedongGwrezverkYezhSaratovKenvasturberezh8 Mezheveni2ta8Damh the BardUTCGeorge R. R. MartinKervoroc'hAlamagnEmsavPantaleoneGoogle ChromeLandregerFrazenn gevrennek liesrann🡆 More