Marielle Franco

Marielle Franco, ganet Marielle Francisco da Silva d'ar 27 a viz Gouhere 1979 ha marvet d'ar 14 a viz Meurzh 2018, a oa ur bolitikourez, ur venelourez ha stourmerez evit Gwirioù Mab-Den eus Brazil.

Goude bezañ bet diplomet e skol-veur kevredadel Fluminense war ar velestradurezh foran, e oa bet kuzulierez e kuzul-kêr Rio de Janeiro, evel ezel eus ar Partido Socialismo e Liberdade (PSOL) eus Genver 2017 betek he marv.

Marielle Franco
Marielle Franco
Marielle Franco
Marielle Franco e miz Eost 2016

D'ar 14 a viz Meurzh 2018, pa oa en ur c'harr-tan o tont en-dro eus ur brezegenn, Franco hag he blenier a voe tennet warno meur a wech betek ma voent lazhet. Franco a oa bet brudet evit abegiñ feulster an archerien hag al lazhadegoù e-maez justis. Abeget he devoa kreñv ivez Michel Temer, prezidant ar vro, hag ar fed ma oa bet roet gantañ aotreoù ispisial d'an nerzhioù surentez e Stad Rio de Janeiro. Dre an aotreoù-se e oa bet roet an tu da gas al lu braziliat dre ar straedoù.

Tags:

14 a viz Meurzh1979201827 a viz GouhereBrazilGwirioù Mab-DenRio de Janeiro

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Georg Wilhelm Friedrich HegelUTCIlgreizKerhouarn22 C'hwevrerYorkLestr Theseüs2024Impalaeriezh trevadennel PortugalTi-plouzNewcastle upon TyneMaen RosettaLeifr EiríkssonJaned ArkGwallzarvoud nukleel Fukushima IPornizhTriesteTierniezh TangWilhelm HabsburgAngers Sporting Club de l'OuestWikiarroudIgor StravinskiyKurdegKevalaouriezhArdoileán1965Frañsez a SalEnergiezh nevezadusDervLammoù-dour ar bedSteredouriezhDispac'h SevenadurelBrezel diabarzh SpagnStadegouriezhHorst KöhlerRoveretoAnne Breizh-VeurOctave MirbeauMorlu Arme Dieubidigezh Pobl SinaFrodo Sac'hegDavid Lloyd GeorgeFord Motor CompanyLun (deiz)Gwareg (kumun)Argemmvac'hennAndrés BelloListenn livourien Ofisoù FirenzeReizhSandhiAngkor WatBritish LibraryWiki FoundationHenc'hresianegYar (evn)Satyajit RayAturayegGuiomar NovaesFontecchioCarles PuigdemontSened romanDouaroniezh Douar ar c'hreizRené DescartesPalestinaViet NamKlaoda ar Prad🡆 More