Pa vez direizhet an aergelc'h lec'hel gant ur barrad-amzer fall-tre e vez kaoz eus ur gorventenn.
C'hwezhañ a ra un avel kreñv o droidellat hag a-wechoù glav puilh, kurun ha luc'hed hag ivez erc'h, ken e vez kaoz eus ur gorventenn-erc'h pe eus ur blizzard.
Pa vez degaset danvezioù gant an avel e vez kaoz ivez eus ur gorventenn-boultr, ur gorventenn-draezh, ur gorventenn-grizilh (pe gorventenn-gazarc'h). Ur gorventenn-skorn a zo pa vez skornet ar glav war ar prim dre ma kouezh war an traoù kalet (savadurioù, orjaloù, roudennoù-houarn...).
Savet e vez ar c'horventennoù diwar ar fed ma 'z eus ur greizenn gant un aerwask izel hag ur sistem gant aerwask uhel en dro dezhi. Diouzh an nerzhioù enebet e teu kasennoù avelioù kreñv-tre hag a-wechoù koumoul, koumoul du o tegas glaveier peurvuiañ.
Termenet e vez ar c'horventennoù gant an hinourien gant sifroù resis ha na glotont ket gant ar pezh a vez anvet ur gorventenn gant an dud : Uheloc'h nerzh an avel eget 10 war skeul Beaufort (89 kilometr dre eur). Padout a reont etre 1 ha 200 eur. Aliesoc'h e weler korventennoù o tont eus gwalarn e Breizh, met eus ar Biz hag ar Reter e teu ivez.
Freuz bras a ra ar c'horventennoù pa vez diwriziennet ar gwez, dispennet ar savadurioù, diskroget an orjaloù-tredan hag an orjaloù-pellgomz, lakaet ar stêrioù da veuziñ an hentoù hag ar straedoù. Gwashoc'h c'hoazh e vez gloazet pe kollet e vuhez gant meur a zen diwar diskar ar savadurioù pe tagadennoù ar mor war ar bagoù hag an aodoù.
D'ar 15vet a viz Here 1987 e krogas war-dro 22 eur ur gorventenn vras war darn eus Breizh. War ul ledander 100 km e voe skubellet ar vro eus Gwalarn da Gevred.
E meur a romant pe buhezskrid e kaver deskrivadur ur gorventenn, war vor d'an aliesañ :
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Korventenn, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.