Kegin-Derv

Kudenn ebet (LC)

Kegin-derv
Kegin-Derv
Ur gegin-derv.

Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Aves
Urzhad : Passeriformes
Kerentiad : Corvidae
Genad : Garrulus
Anv skiantel
Garrulus glandarius
(Linnaeus, 1758)
D'ar vevoniezh
Kegin-DervKegin-DervKegin-Derv
e tenn ar pennad-mañ.

Ar gegin-derv (liester : kegined-derv), pe kegin (liester : kegined), a zo ur spesad golvaneged eus ar c'hoadoù hag ar garzhaouegoù, Garrulus glandarius an anv skiantel anezhañ.

Kegin-Derv
Garrulus glandarius leucotis
Treset gant Keulemans (1877)

Deskrivet e voe ar spesad gant an naturour svedat Carl von Linné (1707-1778) e 1758 evit ar wech kentañ, Corvus glandarius (kentanv) e anv skiantel d'an ampoent.

Doareoù pennañ

Boued

Bevañ a ra diwar voued a bep seurt hag a gav er gwez pe war an douar : divellkeineged (organegoù noazus en o zouez), eskell-kroc'hen, frouezh (mouar da skouer), greun, had, krignerien bihan, laboused yaouank ha vioù. Anavezet eo ar spesad en abeg ma vergn boued, mez (derv) peurgetket, d'e guzhat evit ma vo adkavet gantañ kenkent hag arruet ar goañv.

Annez hag isspesadoù

Ar spesad a gaver ar pevar isspesad ha tregont anezhañ en Eurazia.

  • G. g. interstinctus, e reter menezioù Himalaya,
  • G. g. iphigenia, e Krimea (arvor hanternoz ar Mor Du),
  • G. g. japonicus, en inizi Honshū, Ōshima ha Kyūshū (kreiz, kreisteiz Japan),
  • G. g. kansuensis, e kreiz Sina,
  • G. g. krynicki, e biz Turkia hag ar C'haokaz,
  • G. g. leucotis, Hume, 1874, eus kreiz Myanmar da greiz ha kreisteiz Indez-Sina,
  • G. g. minor, e kreiz Maroko ha Menezioù Atlas hanternoz Aljeria,
  • G. g. oatesi, e gwalarn Myanmar,
  • G. g. orii, en enez Yakushima (kreisteiz Japan),
  • G. g. pekingensis, e reter Sina,
  • G. g. persaturatus, e biz India (kreisteiz Asam),
  • G. g. rufitergum, e Bro-Skos, Bro-Saoz, Kembre ha gwalarn Frañs,
  • G. g. samios, e Samos (gevred Mor Egea),
  • G. g. sinensis, e hanternoz Myanmar, kreisteiz ha reter Sina,
  • G. g. taivanus, e Taiwan,
  • G. g. tokugawae, e Sado (un enezenn er-maez da Honshū, e kreiz Japan),
  • G. g. whitakeri, e hanternoz Maroko ha gwalarn Aljeria.

Kegin-Derv 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Kegin-Derv 
War Wikispecies e vo kavet ditouroù ouzhpenn diwar-benn:
Kegin-Derv 
  • ██ Tiriad Garrulus glandarius.
  • Liammoù diavaez

    Notennoù ha daveennoù

    Tags:

    Kegin-Derv Doareoù pennañKegin-Derv BouedKegin-Derv Annez hag isspesadoùKegin-Derv Liammoù diavaezKegin-Derv Notennoù ha daveennoùKegin-DervLoen n'emañ ket en arvar

    🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

    GoogleWikiBidasoaTagadenn Crocus City HallBegelTiraspolTan-gwallCantalupo in SabinaGwennenidMongoliaKoedmaegStadoù-Unanet AmerikaGourskridOrinokoCaerllionElektrokardiografiezhIsabel Sofía PicónMuhammad ibn Mūsā al-KhwārizmīGreanterezhHouarnLunedDidier DrogbaHilionHerrinPornografiezhJorjiaMícheál Ó CoileáinSlovakia2024 e BreizhPerseüsMahābhārataBrezhonegNew YorkKronosKanton PlouhaMiddlesexOadvezh an houarnGuidobaldo II Della RovereGouereLizherenneg fonetik etrebroadel evit ar saoznegSikiliaAostriaMakakLanselodUndertaleSergey YeseninC++Daveennoù lec'hiañMaouezFrancis DrakeTimbroù VictoriaArthur of the Britons9 MaePleg-mor CaliforniaTeknologiezhC'hoari ar misionerBoudika2023WikiarroudSpirou ha FantasioTaliesinは (lizherenn)Siberia🡆 More