Karl Friedrich Schinkel

Karl Friedrich Schinkel (13 a viz Meurzh 1781 e Neuruppin - 9 a viz Here 1841 e Berlin) a oa ul livour hag un tisavour prusian.

A bouez bras e voe e berzh el luskad nevezklasel e Prusia. Tres medalenn ar Groaz Houarn a voe savet gantañ.

Karl Friedrich Schinkel
Schinkel e 1836.
Karl Friedrich Schinkel
Delwenn da Schinkel savet
gant Friedrich Drake, Schinkeplatz, Mitte, Berlin.

E vuhez

E 1798 e paouezas gant e studioù el lise hag ez eas da Verlin ma teskas gant Friedrich Gilly hag e dad David. E 1803 e reas e veaj kentañ da Italia. Pa zistroas da Verlin e oa aloubet kêr gant arme Napoleon. D'ar mare-se e krogas da livañ, ha pa voe trec'het Frañs e voe lakaet e penn burev sevel Prusia (1815). E garg a oa degas kemmoù da Verlin ha lakaat ar gêr da vezañ un arouez eus Prusia.

E oberennoù

Stil Schinkel a zo levezonet gant an disavouriezh gresian klasel, marteze a-walc'h peogwir e felle dezhañ pellaat diouzh ar stil roman bet degaset gant an alouberien c'hall. Ar savadurioù brudetañ savet gantañ a gaver e Berlin : Schauspielhaus (1819-1821) hag Alte Museum en enezenn ar mirdioù (1823-1830). Ouzhpenn kas savadurioù da benn e savas ivez danvez kelennadur. E vennozhioù a c'haller kavout en e raktresoù (nann kaset da benn) : lakaat an Akropol da Balez ar roue, pe aozañ Palez Orianda e Krimea. Ar steuñvioù savet gantañ a c'haller gwelout e Sammlung architektonischer Entwürfe (dastumad damdresadennoù savet etre 1820 ha 1837) hag e Werke der höheren Baukunst (1840-1842, 1845-1846).

Karl Friedrich Schinkel 
Altes Museum Berlin.

Tud zo a soñje dezho ne c'hellas ket Schinkel ober kement ha ma felle dezhañ abalamour d'an degouezh politikel (Prusia aloubet gant Frañs). Livadurioù, kinkladurioù c'hoariva ha tisavouriezh diabarzh a reas ivez. Arbennigour e oa ivez : meur a rentañ-kont a savas diwar-benn iliz-veur Köln. E livadurioù a c'haller gwelout e meur a virdi e Berlin, evel an Alte Nationalgalerie.

E oberenn

  • 1800 : Templ Pomona, menez Pfingstberg e Potsdam,
  • 1818 : Neue Wache e Berlin,
  • 1818 : Schauspielhaus Berlin er Gendarmenmarkt
    Karl Friedrich Schinkel 
    St Nicolaikirche e Potsdam.
    ,
  • 1824 : Neues Museum Berlin (anvet hiziv an deiz Altes Museum),
  • 1825 : iliz Friedrich-Werdersche e Berlin hag iliz Schöneberg e-kichen Aachen,
  • 1830 : Nikolaikirche e Potsdam,
  • 1831 : Altstädtische Hauptwache e Dresden,
  • 1832 : Bauakademie e Berlin,
  • 1832 : ti-kêr Kolberg,
  • 1833 : kibelldioù roman Potsdam,
  • 1834 : kastell Babelsberg e Potsdam,
  • 1834 : ilizoù Alt-Moabit, Wedding ha Gesundbrunnen e Berlin.

Karl Friedrich Schinkel 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

13 a viz Meurzh178118419 a viz HereBerlinPrusia

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

MagneziomHoratio NelsonRuzennDimezioù etre paotred pe etre maouezedGarry Kasparov1 KerzuRoll livadurioù William Adolphe BouguereauLogodenn (stlenneg)Lez-veur SUAGeorgiaPayPalRepublik Pobl SinaAndúrilCharles MansonHans SchollTi GwennElesbed Bro-C'hall (1727-1759)British LibraryISBNRannvroioù Bro-C'hallIstor Bro-SkosHigh Heel HomicideJaned ArkHarry Nelson PillsburyBloavezhioù 1590Parlant AnjevBloavezh bizeostNorvegiaAostria-HungariaTyne (Bro-Saoz)GimliWikimediaMichelle ObamaWikipediaViet NamKorr (Douar-ar-C'hreiz)Charlez III (Rouantelezh-Unanet)Sora (Lazio)2024Benjamin FranklinFootball Klub NaonedKarantezLjubljanaIndiaGineaRoue Marc'h4 HereAlice CooperScarlett JohanssonIdi Amin DadaGouhinRostrenennC++AlbuquerqueNanoteknologiezhLodi1200MediaWiki🡆 More