Ar c'hanell zo temz-boued graet gant rusk diabarzh ar gwez-kanell (Cinnamomum verum), ur spesad gwez kar d’al lore (Lauraceae) hag a gresk e Sri Lanka dreist-holl.
A-gozh eo anavezet ar c'hanell, peogwir e veze implijet en Ejipt en Henamzer da valzamañ ar c'horfoù marv. Er Bibl koulz hag e skridoù gregach Herodotos pe skrivagnerien all eo meneget ar c'hanell ivez.
E meur a vro eus Azia e vez gounezet ar gwez-kanell, met e Sri Lanka an hini e vez kavet ar c'hanell gwellañ. Dont a ra e vlaz eus un eoul zo ennañ. An eoul-se, a reer kenwerzh anezhañ ivez, a vez dastumet en ur lopata war ar rusk ha lezel anezhañ e glec’h en dour-mor ; goude-se e ranker strilhañ an dourenn bet evel-se. Ul liv melen zo gant an disoc'h, hag ur c'hwezh hag ur blaz heñvel ouzh hini ar c’hanell.
Kanell a implijer evit keginañ abaoe pell ivez. Degaset e oa bet da vroioù kornôg Europa en daouzekvet kantved war a seblant. Lakaet e vez kanell e-barzh meuzioù a bep seurt : dibennoù-pred graet gant avaloù pe gant chokolad, da skouer. Implijet e vez kalzik ivez en Indez da fardañ meuzioù a bep seurt (kig, legumaj…).
Un implij a reer eus ar c'hanell ivez bremañ en apotikerezh, rak mat eo evit an treizhañ boued, evit an analañ, hag evit stourm ouzh meur a gleñved (terzhienn-domm, grip…).
Republik pobl Sina, India, Indonezia, Vietnam eo ar broioù ma c'hounezer kalz a ganell, e diavaez Sri Lanka.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Kanell (temz), which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.