Jacques Necker: Skrivagner gallek

Jacques Necker, ganet d'an 28 a viz Gwengolo 1732 e Genève en Republik Genève hag aet da Anaon d'an 9 a viz Ebrel 1804 e Coppet e Suis, a oa un arc'hantour ha politiker genevat.

Brudet eo evit bezañ bet ministr an arc'hant e-pad ren Loeiz XVI. Tad Madame de Staël eo.

Jacques Necker: Skrivagner gallek
Jacques Necker, ministr an arc'hant evit Loeiz XVI e 1789

Pinvidik e oa deuet da vezañ evel bankour e Pariz. Ur mailh e oa a-fed ekonomiezh. Galvet e voe gant ar roue Loeiz XVI evit bezañ penn rener an teñzor roueel e 1776, ha goude-se ministr an arc'hant. Modernaat a raio aozadur ekonomikel ar rouantelezh en ur enebiñ ouzh frankizouriezh ar re bet en e raok. Skarzhet e voe e miz Mae 1781, nebeut amzer a-raok trafikerezh an ti-eskemm, galvet e voe en-dro e miz Eost 1788 gant an titl a vinistr Stad dre ma oa harpet gant ar volentez foran. Eñ eo a c'halvas Emvod ar Stadoù-Meur, gant un niver doubl a gannaded evit an Trede Stad. Skarzhet e voe ur wech c'hoazh gant Loeiz XVI d'an 11 a viz Gouhere 1789 evit bezañ bet ezvezant eus bodad roueel an 23 a viz Even 1789, adkemeret e voe goude Kemeridigezh ar Bastille evit sioulaat ar reveulzierien. Dirak enebadur daonet ar Vodadeg vroadel, e roas e zilez e miz Gwengolo 1790 ha skrivañ a reas un dezrevell flemmus eus pennaenn nevez an ingalded.

Tags:

1732180428 a viz Gwengolo9 a viz EbrelGenèveLoeiz XVI (Bro-C'hall)Madame de StaëlSuis

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

LFEGeorge II9 a viz EbrelISBNKarabiner 98kRannvro BreizhEkrem İmamoğluGalizaFanny HillKomunouriezhStringMor ArabiaTwitterAnimeSuisUkrainaDihunLienenn-gourzhTalbenn ar Reter (Eil Brezel-bed)SoukotYouTube1665PrusiaNoazhdedHillary ClintonKontelezh EssexCarles PuigdemontSanta Maria del FioreEskobKevezadeg bed ar Formulenn 1 2020Kourzh800M109 howitzerAfrika an NorzhIsabel Sofía PicónKerveskontKarantezEmsavDevnonGwarezva Arabia ar SuKastell-Paol1509Sav-bronnoùAn OriantGoogleReter SussexL'Entraide française (1945)OksigenRoz-ki1991Frañsez Iañ (Bro-C'hall)Marc'h PrzewalskiDaouzek labour AsteriksSigeberht WessexBM-30 SmerchSpongeBob SquarePantsZeca AfonsoDiwanEdwardDanmarkDek Gourc'hemennGwrezverkEuropa (kevandir)AvankUnaniezh EuropaGres (bro)Cerdic eus Wessex🡆 More