Jack Kerouac: Skrivagner amerikan

Jack Kerouac (distaget: pe ), ganet Jean-Louis Kérouac d'an 12 a viz Meurzh 1922 e Lowell (Massachusetts) ha marvet d'an 21 a viz Here 1969 e St.

Jack Kerouac
Jack Kerouac
Jack Kerouac e-tro 1956 (skeudenn gant Tom Palumbo)
Anv ofisiel Jean-Louis Kerouac
Obererezh romantoù, barzhonegoù
Ganedigezh 12 a viz Meurzh 1922
e Lowell (Massachusetts)
Marv 21 a viz Gwengolo 1969
e St. Petersburg (Florida)
Yezh skrivañ saozneg (ha galleg)
Luskad lennegel Beat Generation
Oberennoù pennañ
  • On the Road (1957)
  • The Dharma Burns (1958)
  • Mexico City Blues (1959)
  • Satori in Paris (1962)

Sinadur Jack Kerouac: E anv, E vuhez, Oberennoù

Petersburg (Florida)">St. Petersburg (Florida), a zo un arzour, ur skrivagner hag ur barzh stadunanat lakaet da vezañ e-touez ar re bennañ eus an XXvet kantved, arouezius eus ar Beat Generation.

E anv

Ganet e oa Jean-Louis Kérouac ent-ofisiel, ha lesanvet e oa "Ti-Jean" gant e familh. Goude e roas da c'houzout e oa e anv Jean-Louis Lebris de Kérouac peogwir en doa disklêriet e hendad an anv « Maurice-Louis-Alexandre Le Bris de Kervoach » er maril, e 1732 pa oa dimezhet. An holl dud anvet Kirouac, Keroack, Kerouac, h.a. e Kebek a ziskenn eus an Kervoach-se.

E vuhez

Tad Kerouac, Leo a oa ganet en ur familh a blanterien patatez e parez Saint-Hubert-de-Rivière-du-Loup, Kebek.

En e vugaleaj da 4 bloaz, e voe strafuilhet ha mantret gant marvedigezh e vreur ennañ, a oa 9 vloaz. Da c'houde e kontas, e oa e vreur, hañval ouzh un ael en oabl, oc'h ambroug anezhañ en e ziwaskadennoù.

Galleg a gomze Kerouac hepken pa oa bugelig, kent stagañ da zeskiñ ar saozneg da 6 vloaz, hogen ne oa ket gwall ampart c'hoazh war ar saozneg a-barzh bout 10. Kiañ a rankas ober evit gwellat e saozneg ha dont da vezañ ken ampart hag e geneiled. Er feiz katolik e oa bet desket gant e vamm, devot bras ma oa hi.

Barrek e oa Kerouac evit redek er mell-droad amerikan, ha neuze e voe tapet gant skipailh Columbia University.

Pa oa echu gant e garierenn melldroader amerikan, abalamour d'he wallzarvoud goude ul lamm mell-droad, e yeas kuit eus ar skol-veur. En em stummañ a reas tamm-ha-tamm d'al lennegezh ha d'ar sevenadur, e unan ha gant skoazell e geneiled nevez, bet kejet ganto e Columbia. Bevañ reas neuze e Upper West Side e New York gant e vignonez Edie Parker. Dar c'houlz-hont e deroù ar bloavezioù 40 e reas anaoudegezh gant tudennoù ar Beat Generation, a voe ur skol evit 'n em stummañ. Kavout a raer alies anv anezho en e zanevelloù : Allen Ginsberg, Neal Cassady, John Clellon Holmes, Herbert Huncke, Lucien Carr ha William S. Burroughs.

E 1942, e voe enfredet Kerouac el lu stadunanat, hag e 1943 e yeas en US Navy. Keginer e voe e bourz ar vag, met ket evit pell.

E 1951 e voe embannet e levr "On the road", a zanevell e avanturioù, pa oa war an hent, o treizhañ ar SUA, ambrouget gant e geneil nai Neal Cassady. Al levr a zo dre vras ur skridbuhez o kontañ troioù, ha distroioù Kerouac o vont evel ur beajour sorc'henet war glask an nirvana, pe an hevoud. Ergerzhout a reas ouzhpenn ur wech, etre reter ha kornôg ar SU. Alies mat 'mañ oc'h ober biz meud, pe war kein un tren noz, pe en ur brenañ un tiked bus, pe war droad e kreiz neblec'h. Evelkent, n'eo nemet da 34 e teskas bleinañ, ha n'en doe biskoazh an aotre bleinañ, Neal an hini a vleine ar c'hirri avat, d'an druilh-drast.

Brudet eo evit bezañ skrivet dizehan, e-korf 20 devezh, "On the road", war ur folenn baber, hir spontus, 37 metrad. Evit chom gant ul lusk ha bezañ bagol ha divrall rak ar skuizhder e tapas a bep seurtoù dramm : benzedrin, sigaretennoù, tasadoù kafe, ha bolennadoù soubenn.

Ar stumm-se da skrivañ dizehan a voe unan eus perzhioù heverk e zoare skritur. Ar stil a ro da grediñ e oa deuet trumm war e spered an eñvorennoù a skrivas dillo war e vekanik skrivañ, hogen priented e oant bet en a-raok, skrivet ma oant bet gantañ c'hoazh, war karnedoù bihan e-kerz e veajoù.

E brezhoneg eo bet troet e levr.

Oberennoù

Danevelloù ha romantoù

  • The Sea is My Brother (1942)
  • Orpheus Emerged (1944–1945; embannet e 2002)
  • And the Hippos Were Boiled in Their Tanks, gant William S. Burroughs (1945; embannet 2008)
  • The Town and the City (1946–1949; embannet 1950)
  • On the Road (1947–1951; embannet 1957)
  • La nuit est ma femme skrivet e C'hwevrer-Meurzh 1951 e galleg Kebek, 56 pajenn, diembann.
  • Visions of Cody (1951–1952; embannet 1960)
  • Pic, danevell (1951 & 1969; embannet 1971)
  • Sur le chemin skrivet e miz Kerzu 1952 e galleg Kebek, 60 pajenn, diembann.
  • Doctor Sax (1952; embannet 1959)
  • Book of Dreams (1952–1960; embannet 1960)
  • Maggie Cassidy (1953; embannet 1959)
  • The Subterraneans, danevell (1953; embannet 1958)
  • Tristessa, danevell (1955–1956; embannet 1960)
  • Visions of Gerard (1956; embannet 1963)
  • Desolation Angels (1965)
  • The Dharma Bums (1958)
  • Lonesome Traveler (1960)
  • Big Sur (1962)
  • Satori in Paris, danevell (1965)
  • Vanity of Duluoz (1968)

Barzhoniezh

  • Mexico City Blues (1955; embannet 1959)
  • The Scripture of the Golden Eternity (1956; embannet 1960)
  • Scattered Poems (1945–1968; embannet 1971)
  • Book of Sketches (1952–1957)
  • Old Angel Midnight (1956; embannet 1973)
  • Trip Trap: Haiku on the Road from SF to NY (1959; embannet 1973) (gant Albert Saijo ha Lew Welch)
  • Heaven and Other Poems (1957–1962; embannet 1977)
  • San Francisco Blues (1954; embannet 1991)
  • Pomes All Sizes (dastumad 1960; embannet 1992)
  • Book of Blues (1954–1961)
  • Book of Haikus (embannet 2003)

Traoù all

  • Atop an Underwood: Early Stories and Other Writings (1936–1943; embannet 1999)
  • Good Blonde & Others (1955; embannet 1993)
  • Wake Up: A Life of the Buddha (1955; embannet 2008)
  • Some of the Dharma (1954–1955; embannet 1997)
  • Beat Generation, pezh-c'hoari (1957, embannet 2005)

Lizheroù, deizlevrioù, pennadoù-kaoz

  • Dear Carolyn: Letters to Carolyn Cassady (1983)
  • Jack Kerouac: Selected Letters, 1940-1956
  • Jack Kerouac: Selected Letters, 1957-1969
  • Windblown World: The Journals of Jack Kerouac (1947–1954)
  • Safe In Heaven Dead (Tammoù eus ur pennad-kaoz)
  • Conversations with Jack Kerouac (Pennadoù-kaoz)
  • Empty Phantoms (pennadoù-kaoz)
  • Departed Angels: The Lost Paintings
  • Door Wide Open (2000) (gant Joyce Johnson. Ennañ lizheroù gant Jack Kerouac)
  • Jack Kerouac and Allen Ginsberg: The Letters (2010)

Pladennnoù

  • Poetry For The Beat Generation (1959) (LP)
  • Blues And Haikus (1959) (LP)
  • Readings by Jack Kerouac on the Beat Generation (1960) (LP)

Liammoù diavaez


Jack Kerouac: E anv, E vuhez, Oberennoù 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Notennoù

Tags:

Jack Kerouac E anvJack Kerouac E vuhezJack Kerouac OberennoùJack Kerouac Liammoù diavaezJack Kerouac NotennoùJack Kerouac12 a viz Meurzh1969Lizherenneg fonetik etrebroadelLowell (Massachusetts)SUASt. Petersburg (Florida)XXvet kantved

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

2007Kib vell-droad ar bed 19862005BrezhonegParti Socialiste (Frañs)SpesadNordeste8Reinhard HeydrichSanta Bárbara benditaListenn glok kodoù ISO 639-1DeilKazh30Creative CommonsCarles PuigdemontMykelti WilliamsonLatinKoñsolennoù c'hoarioù videoGabonNordeste (Brazil)Kensonenn diweuz dre strakal1929Jehan LagadeucBreizhIliz katolik romanHans Iañ (Danmark)JamaikaKensonenn huged dre strakalMathurin MéheutBaselXIXvet kantvedTro Breizh war varc'h-houarnJulien LachuerAloubadeg Ukraina gant Rusia e 2022San Diego (Kalifornia)RamayanaPoloniaJohann Nepomuk GeigerC++CamphruchYanet GarcíaAnna Seghers40Ruzenn gostez staon divouezh82ArteDakia66Deiziadur juluanKib vell-droad ar bed 2002Andaouelezh3 MeurzhMaksim GorkiyGouezeledMaria Francisca de Assis de BragançaRomántica MilongueraJulius Caesar56RomantelezhGolvan tiezAlain BashungDe Bello GallicoSurinamCartagena (Spagn)SaksMezhevenTEuropa1447BaodPriñs AlbertBaltimore🡆 More