An ijinerezh aerlestrel zo ur vicher hag a laka e pleustr an teknologiezhioù da ijinañ, sevel hag implij a bep seurt mekanikoù gouest da nijal : kirri-nij dreist-holl, fuc'helloù, biñsaskelloù hag all dre studiañ teknikoù ha skiantoù ar merdeiñ en aer hag ar binvioù implijet.
An ijinerezh aerlestrel a labour da ijinañ ha sevel frammoù-kirri-nij ha biñsaskelloù, oc'h implij reolennoù an aernerzoniezh ha diazezoù mekanik an heverennoù hag an ijinerezh frammadrel. Ouzhpenn da se ec'h enframm ar c'hefluskerioù (kefluskerioù pebeilat, troelldazloc'herioù ha [[troellerlusker]ioù) er frammoù-se evit sevel ar c'hirri da nijal.
A-hend-all, an ijinerezh aerlestrel eo c'hoazh an hini a raktres an aerborzhioù, a ijin hag a laka da dreiñ ar rouedadoù treuzdougen aerlestrel, hag a fard dafar arbennik all e-giz armoù, loarelloù, aerlistri hag egorlistri.
Daoust m'eo diazezet ar labour-se war ar skiant e vez implijet gantañ lunelloù ha kentpatromoù, a vez amprouet e redoù-avel kalvezadel pe e an aergelc'h digor. Urzhiataerioù a vez implijet ivez.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Ijinerezh aerlestrel, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.