Hussein Iañ Jordania, bet ganet حسين بن طلال Ḥussein ben Ṭalāl d'ar 14 a viz Du 1935 en Amman, Emirelezh Treuzjordania ha marvet d'ar 7 a viz C'hwevrer 1999 en Amman, Rouantelezh hachemit Jordania, a voe roue Jordania d'an oad a 17 vloaz a-c'houde marv e dad Talal Iañ Jordania d'an 11 a viz Eost 1952 ha betek e varv dezhañ e 1999.
An eil rener arab e voe oc'h anzav Stad Israel, e 1994, goude an Egiptad Anwar el-Sadat en devoa graet e 1979.
Hussein Iañ Jordania | |
حسين بن طلال Hussein ben Talal | |
Er Pentagon (02/04/1997) | |
Roue Jordania | |
Ren | 11 a viz Eost 1952 7 a viz C'hwevrer 1999 |
Kentad | Talal Iañ Jordania |
Warlerc'hiad | Abdallah II Jordania |
Ganedigezh | 14 a viz Du 1935 Amman, Emirelezh Treuzjordania |
Marv | 7 a viz C'hwevrer 1999 Amman, Jordania |
Tiernac'h | Hachemited |
Tad | Talal Iañ Jordania |
Mamm | Zain as-Charaf bint Jamil |
Relijion | Islam sunnit |
Sinadur Hussein Iañ Jordania |
Goude bezañ bet skoliataet en Amman e voe kaset da Aleksandria (Egipt) da studiañ e Victoria College, ur skol-veur vreizhveurat. Goude-se ez eas da Harrow School Londrez, kent mont war ur stummadur milourel e Royal Military College Sandhurst, Berkshire, evel m'en devoa graet e dad.
En Amman d'ar 16 a viz Gouhere 1951 e voe drouklazhet Riad Bei al-Solh, kentañ ministr kozh Liban, rak brud a rede e oa emglevioù kuzh etre Liban ha Jordania evit sinañ ar peoc'h gant Israel.
D'an 20 a viz Gouhere 1951, pa oa e moskeenn Al-Aqsa e Jerusalem da geñver an obidoù, e voe drouklazhet Abdallah ben Hussein, tad-kozh Hussein ben Talal, gant ur Palestinian. Unan eus ar boledoù a dizhas e vab-bihan Hussein, a voe saveteet dre berzh ur vedalenn a oa bet lakaet war e vruched diwar c'houlenn e dad-kozh.
D'an 9 a viz Gwengolo 1951, nebeut amzer kent e c'hwezekvet deiz-ha-bloaz eta, e voe anvet Hussein ben Talal da briñs pa bignas e dad Talal Iañ Jordania war an tron. Trizek miz diwezhatoc'h avat e voe ret d'ar roue dilezel ar galloud en abeg ma oa klañv e spered.
D'an 11 a viz Eost 1952 e voe anvet e vab Hussein da roue Jordania. Ur C'huzul rejañs a reas war-dro aferioù ar rouantelezh da c'hortoz ma vije Hussein Iañ Jordania en oad da ren ; da zevezh e 18vet deiz-ha-bloaz e voe kadoriet, d'an 2 a viz Mae 1953, da lavaret eo d'an 18 a viz Cha'bân 1372 hervez an deiziadur islamek .
Hir e voe e ren, pa badas 46 vloaz hanter.
Dre genemglev er familh e voe aozet eured kentañ ar roue, a zimezas neuze d'an 18 a viz Ebrel 1955 gant Cherifa Dina bint Abdelhamid (Kaero, 15 a viz Kerzu 1929), ur geniterv a-bell d'e dad Talal Iañ Jordania.
Ur verc'h, ar briñsez Alia bint al-Hussein, a voe ganet d'an 13 a viz C'hwevrer 1956.
Ne badas ket an unaniezh avat, pa voe torret an dimeziñ d'ar 24 a viz Mezheven 1957 diwar c'houlenn ar roue.
D'ar 25 a viz Mae 1961 e timezas ar roue un eil gwech, gant Antoinette Avril "Toni" Gardiner (Chelmondiston, Suffolk, Bro-Saoz, 25 a viz Ebrel 1941), anezhi merc'h un ofiser el lu vreizhveurat. Muna al-Hussein a voe graet anezhi keit ha ma voe pried Hussein Iañ Jordania, da lavaret eo betek ma voe torret an dimeziñ d'an 21 a viz Kerzu 1971.
Pevar bugel a zeuas d'ar c'houblad :
Alia Baha al-din Touqan (Kaero, 25 a viz Kerzu 1948 - Amman, 9 a viz C'hwevrer 1977) e voe trede pried Hussein Iañ Jordania d'ar 24 a viz Kerzu 1971 ; ur Balestinadez e oa-hi. Ganti e voe krouet Burev Rouanez Jordania, a ra war-dro diorroadur ar gevredigezh jordanian : kelennadurezh, sevenadur ha yec'hed an dud e oa palioù pennañ ar rouanez. Drezi e voe staliet levraouegoù dre ar vro, an Haya Cultural Center(ur Greizenn sevenadurel evit ar vugale, an National Folklore Troupe, an Alia Art Gallery, ur Gouel an Arzoù e Jerach, hag all.
E 1974 e teuas ar rouanez a-benn da lakaat gouarnamant Jordania da reiñ d'ar merc'hed ar gwir da vouezhiañ ha da vezañ dilennet er Parlamant.
D'an oad a 29 bloaz e varvas en ur gwallzarvoud biñskell ; Queen Alia International Airport eo anv aerborzh etrebroadel Amman.
Daou vugel, ur verc'h hag ur mab, a voe ganet :
D'ar 15 a viz Mezheven 1979 e timezas ar roue ur pevare gwech, gant Elizabeth "Lisa" Najib al-Halabi (Washington, D. C., 23 a viz Eost 1951). Goude hec'h andreiñ d'an Islam e voe anavezet evel Nour al-Hussein, ha rouanez Nour Jordania.
Pevar bugel a zeuas diwar eured diwezhañ Hussein Iañ Jordania, daou vab ha div verc'h :
E 1992 e pareas Hussein Iañ Jordania diouzh krign-bev al lounezhi.
E miz Gouere 1998, taget ma oa gant krign-bev ar gwad, e krogas ar roue gant ar c'himigurañ e Rochester (Minnesota).
E miz Genver 1999 e tistroas da Jordania, ma voe graet un degemer tousmac'hus dezhañ. D'ar 25 eus ar miz-se e lakaas e vab henañ, ar priñs Abdallah, da bennhêr. D'an hevelep devezh e voe e Rochester en-dro.
D'ar 4 a viz C'hwevrer 1999 ez embannas e vezeg prevez e oa bet ur c'hwitadenn eus an eil imboudadenn mel askorn en devoa gouzañvet ar roue.
Tri devezh war-lerc'h e varvas Hussein Iañ Jordania en Amman, kêr-benn e rouantelezh.
Ur skingomz amatour eo bet Hussein Iañ Jordania a-hed e vuhez. Brudet ha karet e oa JY1
e bed ar skingomz amatourien, ha bepred e c'houlenne ma vefe komzet outañ hep menegiñ e ditl. Ul levier nijerezioù ha biñsaskelloù e oa ivez.
A-hed e ren e klaskas Hussein Iañ Jordania kas Jordania war-raok hag uhelaat dere pep ezel eus e bobl.
Pobl ar rouantelezh eo he brasañ pinvidigezh
eme ar roue, ha dizehan en deus broudet an dud da ober gwelloc'h evito o-unan hag evit o bro.
Sevel ur framm armerzhel ha greantel a-benn tizhout e bal eo ar gefridi gentañ a sammas ar roue yaouank. A-hed ar bloavezhioù 1960 e pouezas war ziorroadur korvoerezh barregezhioù ar c'hondon : ar fosfat, ar potas hag ar simant ; ur rouedad hentoù-tizh a voe savet er rouantelezh.
Er bloavezhioù 1950, 10% hepken eus ar Jordanianed o devoa tredan, dour hag aveadurioù yec'hedel en o annezioù ; 99% eus ar boblañs a oa aveet e dibenn ren Hussein Iañ Jordania.
E 1960, 33% eus an dud a ouie lenn ha skrivañ ; 85,5% e oa ar feur e 1996.
E 1961 e oa 9,2 kJ lodenn bemdeziek keitad pep den e Jordania ; da 12,65 kJ e oa savet e 1992, ur c'hresk a 37,5% neuze.
E 1981, 70 bugel diwar 1 000 a varve kent o deiz-ha-bloaz kentañ ; 30 a rae e 1990, un digresk a 42,8%. Da 16 e oa diskennet e 2012, hervez stadegoù UNICEF.
Koulz er rouantelezh ha war an dachenn etrebroadel e stourmas Hussein Iañ Jordania evit stabilaat ar Reter-Nesañ. Gant ar pal da gavout ar peoc'h e voe oberiant bepred, ha krennus alies.
Meur a wech e rankas ar roue lakaat termen da emsavioù a oa e go diwar levezon broadelouriezh arab prezidant Egipt, Gamal Abdel Nasser.
E 1956, pa voe rebechet dezhañ bezañ levezonet betek re gant doareoù ar Gornaoueg, ez erlerc'hias ofisirien jordanian ouzh ar re vreizhveurat a oa e penn lu ar rouantelezh.
Bloaz war-lerc'h e klaskas ur strollad ofiserien jordanian vroadelour kemer ar galloud ; sparlet e voe an taol-strap kentañ-se gant ar roue dre ur galv solenn d'ar soudarded.
E 1958 e voe un emsav broadelour all e Jordania ; ret e voe da Hussein Iañ Jordania goulenn sikour digant Stadoù-Unanet Amerika hag ar Rouantelezh-Unanet, a gasas soudarded d'ar rouantelezh evit ma c'hallje ar roue derc'hel ar galloud.
Pa oa bet staliet Israel e 1948 e oa deredet Palestiniz da Jordania, ma krogjont da fichañ trouz ha dachouanat a-enep ar Stad yuzev nevez-krouet.
E 1966 e voent taget e Jordania gant lu Israel, ar pezh a loc'has un emsavadeg palestinat e voe darbet dezhi dizarbenn ar roue Hussein.
Bloaz war-lerc'h, d'ar 5 a viz Mezheven 1967, e voe taget Israel d'he zro gant ur c'hengevredadur Republik Arab Unanet-Siria-Jordania. Gwallreuzus e voe an oberadenn-se, a voe anvet Brezel ar C'hwec'h devezh abalamour ma'z echuas d'an 10 a viz Mezheven a-drugarez d'un harz-tennañ gourlakaet gant Stadoù-Unanet Amerika hag URSS kevret.
Trec'h e voe Israel war an Arabed. Jordania a gollas he lu, hag ivez he reoliñ war Sijordania, a voe ac'hubet gant ar Stad yuzev. Ur morad Palestiniz a glaskas repu er rouantelezh, ha dre ma oa bet un dered c'hoazh e 1948 e voe buan muioc'h a repuidi war tiriad Jordania eget a sujidi d'ar roue ; hemañ avat a roas ar geodedourelezh jordanian d'an darn vuiañ eus ar Balestiniz nevez-deuet, ar pezh a c'hounezas e bobl d'e bolitikerezh. Ken niverus e oa ar repuidi ma voe strolladoù Palestiniz o ren war lod tiriadoù, evel pa vije ur meni Stad palestinat e diabarzh rouantelezh Jordania, ar pezh a wanaas galloud ar roue.
Hussein Iañ Jordania a ginnigas da Aozadur ar Broadoù Unanet (ABU) ma vije diac'hubet Sisjordania en eskemm ouzh anzavadur gwir Israel da vezañ ur Stad. D'an 22 a viz Du 1967 ez embannas ABU e ratozhiad niv. 242 a c'houlenne groñs digant Israel lemel he nerzhioù milourel diouzh an tiriadoù ac'hubet ganti e-kerzh Brezel ar C'hwec'h Devezh. Biskoazh ne deurvezas Israel plegañ d'an disentez 242.
D'ar 17 a viz Gwengolo 1970 e kasas ar roue al lu jordanian da skarzhañ Aozadur Dieubidigezh Palestina (ADP) eus Jordania, peogwir e oa bet ADP o klask dizorniñ e veli. Dek devezh-pad e voe emgannoù ferv en Amman ; e miz Eost 1971 hepken e tec'has izili diwezhañ ADP a-zirak lu ar rouantelezh.
Displijet-bras e voe ar stadoù arab amezek da Jordania gant an darvoudoù-se. E miz Here 1974 e tisklêrias pennoù ar Stadoù arab e oa ADP kannad reizhwir nemetañ Palestina, dreist Jordania neuze.
D'ar 17 a viz Gwengolo 1978 e voe sinet Emglevioù Camp David gant ar prezidant egiptat Anwar as-Sadat ha pennmaodiern Israel, Menac'hem Begin, dre hanterouriezh ar prezidant stadunanat Jimmy Carter.
Sizhunvezh goude, daoust d'ar Stadoù-Unanet pouezañ warnañ, ez eas roue Jordania da Vodadeg Veur ABU da c'houlenn ma vije torret ar feur-emglev ; dre an ober-se en em lakaas Hussein Iañ a-du gant ar Stadoù arab a-nevez, ar pezh a zegasas skoazelloù arc'hantel d'ar rouantelezh a-benn merañ ar repuidi.
Dek vloaz diwezhatoc'h, d'an 31 a viz Gouere 1988, e tisklêrias Jordania ent-ofisiel e tileze adc'hounit Sisjordania.
E miz Du 1989 e voe aozet e Jordania an dilennagoù parlamantel kentañ abaoe 1967.
Miz Genver 1991 : daoust da SUA pouezañ warni, neptu e chomas Jordania e Brezel ar Pleg-mor etre Iraq ha kengevredadur ABU. Ker e koustas an disentez-se da armerzh ar rouantelezh, met saludet e voe gant ar Jordanianed.
E miz Gouere 1994 e sinas roue Jordania ur feur-emglev a beoc'h gant Yitzhak Rabin, pennmaodiern Israel. Echu e voe gant ar brezel a rene etre an div Stad abaoe 1948 eta.
E miz Here 1998, hag eñ o vezañ kimiguret, e kuitaas an ospital evit mont da Gendivizoù ar Peoc'h e Wye River, Maryland a-benn klask reiñ ul lañs nevez d'ar peoc'h etre Israel ha Palestina. Eno e sikouras gant prezidant SUA, Bill Clinton, da ziskoulmañ an dizemglev etre Benyamin Nietanyahou, pennmaodiern Israel, ha Yasser Arafat, kadoriad an Aotrouniezh Palestinat.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Hussein Iañ Jordania, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.