Ur wreg zo un den deuet d'he ment, dezhi reizh parezed ar wazed, hag en oad da zougen bugale.
Gwragez a vez lavaret el liester. Komzet e vez eus gwragez ha merc'hed yaouank. Peurvuiañ e reer an anv gwreg eus ur plac'h pe ur vaouez dimezet.
Buhez ur plac'h en Europa ar c'hornôg en hon amzer a zo bepred mont da wreg ha da vamm, da lavarout eo dimeziñ pe "paksiñ", rak an holl draoù-se a ya a-unan hervez an divezoiriezh kristen en deus merket don-tre ar stuzegezh, met digreskiñ a ra an euredoù sivil keit ha ma kresk ar EKAGoù. A-raok-se, an hini na zimeze ket a chome da vatezh gant he zad, pe a yae d'ar gouent er broioù katolik(Daveoù a vank). Darn a yae da vitizhien da di tud pinvidikoc'h. Un nebeudig a yae da c'histi er c'hêrioù.
En Europa ar Grennamzer, ha betek kreiz an ugentved kantved, ne veze ket dimezet an dud dre garantez, goude ma oa ar pep gwellañ hervez al lennegezh(Daveoù a vank). Aozet e veze an dimezioù gant an tadoù, pe an ezhec'hProuenn?. Ret e oa d'ar wreg bout gwerc'h. Argouroù a veze roet gant tad ar wreg d'he gwazPegoulz ha pelec'h?. Ar wreg a chome er gêr d'ober war-dro an ti, da sevel ar vugaleDouetus. Ar merc'hed ne vezent ket skoliet nemeur, pa vezent.
Un avoultrerez eo ar wreg he deus darempredoù gant ur gwaz ha n'eo ket he fried.
Un intañvez eo ar wreg a zo marvet he gwaz diganti.
En XXvet kantved ez eus c'hoarvezet kemm bras e buhez ar merc'hed en Europa.
E kevredigezhioù zo n'eo ket aet ar c'hemm ken buan, dreist-holl war ar maez en Europa ar reter(Daveoù a vank). Gwasoc'h c'hoazh eo stad an traoù en Afrika pe er broioù muzulman.
Heñvelster e vez gwreg ha maouez a-wechoù:
Er ster-se e vez komzet eus
Peurvuiañ hiriv e talv gwreg kement ha maouez dimezet. Komzet e vez eus gwreg un den, hag enebet e vez ouzh ar ger gwaz neuze, pe ouzh ar ger ozhac'h. Komz a reer ivez eus an daou bried, pe eus ar priedoù.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Gwreg, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.