Francesco Albani

Francesco Albani a oa ul livour italian barok eus ar XVIIvet kantved, ganet e Bologna e 1578, ha marvet eno ivez e 1660.

Francesco Albani
Francesco Albani
Francesco Albani
Koroll ar c'harantezioù
Francesco Albani
Kemenn da Vari, Mirdi ar Peniti.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

E vuhez

Ganet e oa Bologna, e ti ur marc'hadour seiz. Deskiñ ar vicher a eure en e gêr c'henidik, gant ar Flamank Denijs Calvaert, ha goude-se mont da Roma. Eno e studias e ti Carracci hag e labouras e stal Andrea del Verrocchio. Ur c'hevezer da Domenichino ha Guido Reni e teuas da vezañ.

A-hervez e timezas d'ur gaer a wreg ha daouzek bugel en doe diganti, kaer pe gaeroc'h an holl anezho. Setu ma oant patromoù eus ar c'hentañ, ha marc'had-mat, dezhañ.

Kelenner eo bet da Giovanni Maria Galli da Bibiena ha Girolamo Bonini

Doare da livañ

Klasel ha skañv eo e zoare da livañ, gantañ e vez nimfezed hag aelezigoù noazh e-leizh (putti), o vousc'hoarzhin e-kreiz ur vro gaer, e taolennoù o deus levezonet betek livourien an XVIIIvet kantved.

Oberennoù

Ar re wellañ eo :

  • Karantezioù Gwener hag Adonis, engravet gant Audran ;
  • Kibelladenn ha trec'h Gwener ;
  • Ar Peder Elfenn ;
  • Europa war an tarv.

Oberennoù all

Francesco Albani 
Kouronkadenn Gwener, gant Francesco Albani, Mirdi al Louvre
  • Jezuz hag ar Samaritanez e-tal ar feunteun
  • Salmacis a bok da Hermafrodit
  • An nimfenn Salmacis a wel Hermafrofit
  • Dañs ar Gupidoned
  • Skrapidigezh Europa
  • Gwener o kouronkañ
  • Mari-Madalen o penediñ
  • Gwener e govel Vulkan
  • Akteon troet en karv (1625-1630), Gemäldegalerie, Dresden
  • Gwener ha nimfezed hag amourigoù en-dro dezhi., Mirdi ar Prado, Madrid
  • Annonciation, Mirdi ar Peniti, Sant-Petersbourg
  • An Tiegezh Santel (1630-1635), Galeria Palatina, Palez Pitti, Firenze
  • Badeziant Jezuz
  • Danse des amours, Pinacoteca di Brera, Milano
  • Nevezamzer, Hañv', Diskar-amzer, Goañv, Gwener o kouronkañ (~1618), Galleria Borghese, Roma
  • Diskuizh Gwener ha Vulkan (1621-1633), Mirdi al Louvre, Pariz

Levrlennadur

  • A. Bolognini Amorini, Vita del celebre pittore Francesco Albani, Bologna (1837)

Tags:

Francesco Albani E vuhezFrancesco Albani Doare da livañFrancesco Albani OberennoùFrancesco Albani LevrlennadurFrancesco Albani15781660Bologna

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Amzer-dremenet strizhGer kevrennekKoñsolennoù c'hoarioù videoItaliaDakiaKensonenn diweuz dre strakalOctave MirbeauRomedFellasionMontenegroRannvroioù Bro-C'hallBreizh-VeurRevrfouzherezh1963JekoPaul AvrilLigerKib vell-droad ar bed 1986ArarAn Dasson-76Dover (Kent)ElishaRoll ar bibienKensonenn huged dre strakalBlev-gaolC'hoarioù OlimpekArsailhadeg Cartagena (1697)BaltimoreISO 8601Flavius MarcianusGwennili-siminalBarr1906YezhKensonenn staon a-gostez dre dostaatMaksim GorkiyEcchiSpesad1923SizhunMac'hagnerezh reizhel benel97Klor1900RomantelezhNiveradegMoskovMediaSvedenLituaneg8253BahreinDuRuzenn gilbleg divouezh1447Kensonenn drekstaon dre dostaatEuropaIwerzhonegPlanedennBurgondedKazhVogalennHaitiJehan LagadeucWikiAndaouelezhMaria Francisca de Assis de BragançaHereBrezelYahoo!Adolphe Sax🡆 More