Fenikianed

Ar Fenikianed a oa diskennidi an Ganaaned ha merdeidi ha kenwerzherien eus ar re varrekañ.

Fenikianed
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Fenikia a oa ur vro en Henamzer a oa dindani Liban hiziv ha lodennoù eus Siria, Israel ha Palestina. Ken abred eget -3000, eus o c'heodedoù emren ez eont war vor da staliañ kontouerien war riblennoù Mor Kreizdouarel ar Reter, en o zouezh Kartada (- 814).
Kevezerien e oant gant ar Mikenidi er Mare {archaïque?}, met e oant brudet evel ar verdeerien wellañ.

Fenikianed
Fenikia hag hentoù koñvers ar Fenikianed

Gwastet eo bet o c'heodeded gant Pobloù ar Mor war-dro -1200, met nebeutoc'h eget Mykenai hag Ougarit. Muioc'h a frankiz e tapas ar Fenikianed e-keñver ar geodeded nes goude m'eo bet harzet an aloubadegoù ha diouzh-se e c'hellint bezañ ar vistri war ar mor nemeto.

Taget eo bet ar Fenikianed gant an Ateniz, gant Naboukadnesar II, gant Darius III, met erfin ez eas Fenikia da get diwar aloubadeg Aleksandr Veur e -332. Eus ar ger gresianeg "phoinix" (ur seurt krogenn anvet mureks ivez) e teu anv ar vro hag ar bobl a c'hell produiñ al liv mouk diwar ar grogen-se. E latin e oe treuzkrivet Phoiniki da Punicii ha diouzh-se ar brezelioù punek (bella punica) renet gant ar Romaned a-enep Kartada.

Hervez Plinius, « Pobl ar Fenikianed en deus gounezet e vrasañ enor p'en deus ijinet lizherennoù an al lizherenneg.».

Impalaeriezh war ar mor

Pa oa strizh kenañ ar c'hompezennoù dindan ar menezioù (aradennad-venezioù Liban hiziv) eo bet rediet ar Fenikianed da glask mont d'ober kenwerzh war ar mor pa tennent gounid bras eus pinvidigezhioù eus o ziriad (gounezerezh menezioù, prenn ar c'hoadegoù, etc...) koulskoude. Tir a zeuas da vezañ ar gêr vrasañ.

Tags:

FenisiaHenamzerIsraelKartadaKenwerzhLibanMor KreizdouarelPalestinaRiblSiria

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

29 GouereNovorossiya (kevredad)Liger-Atlantel6 EostTehranUnicodeBloazRr (lizherenn)MediaWikiKensonenn dent dre dostaat5 EostYar (evn)Nvidia2002Shōnen Jump+Penélope CruzWiki FoundationTroadUslimestraPará2007PistolennCascading Style SheetsKrubuilh dispakLannuonAlamanegBro18792004Hin2000ElligKunilingusBeg Penn HirVulnerant omnes, ultima necatDandadanSpijker (Norzh)Togo2005BrezhonegKarl CarstensƐRuzenn gostez ouel divouezhAnatol ar BrazBretonedHell Let LooseMarriagetoxinBukkakeJakez II (Bro-Saoz)TwitterAna del CastilloMonokiniIliz OrtodoksBrezhonedBronnSingapourPlouginFilipinezEostWikimediaLennegezh vrezhonek kolletBrazilDigital rights managementRoll bannieloù BreizhLaritza BacallaoVladimir PoutinMuzelloù bras1831🡆 More