Fañch Morvannoù (Kloastr-Pleiben, 20 a viz Du 1931 - Brest, 6 a viz Mae 2019) zo bet kelenner war ar brezhoneg, troour, kazetenner ha buruteller lennegezh brezhonek a-raok mont war e leve e 1998.
Klask a reas gant e vignoned adkempenn skritur ar brezhoneg e-kerzh ar bloavezhioù 1970.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Fañch Morvannou |
Anv ganedigezh | François Morvannou |
Anv-bihan | Fañch, François |
Anv-familh | Morvannou |
Deiziad ganedigezh | 20 Du 1931 |
Lec'h ganedigezh | Kloastr-Pleiben |
Deiziad ar marv | 6 Mae 2019 |
Lec'h ar marv | Brest |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | yezhoniour |
Implijer | skol-veur Breizh-Izel |
Bet war ar studi e | Skol-veur Breizh-Uhel |
Rener tezenn | Léon Fleuriot |
Ezel eus | Kreizenn an Enklaskoù Breizhek ha Keltiek, Ar Falz |
Ganet e oa bet Fañch Morvannou, François Morvannou en ti-kêr ha Yann Glevareg e anv-pluenn, er C'hloastr-Pleiben d'an 20 a viz Du 1931. Tremenet e vugaleaj eno, divizet en devoa e dad mont da Rouan da chom. Marvet e oa e dad eno, setu perak e tistroas d'ar vro, da Goloreg. Evel holl baotred ur familh baour ha kristen e reas e studioù er c’hloerdi.
Skolaer ha kelenner e voe da c’houde e Skol-veur Breizh-Izel e Brest, ha kroget da skrivañ pennadoù kazetennerezh evit ar gelaouenn Skol Vreizh. Mat-tre e teue ar brezhoneg gantañ, lavaret e vez anezhañ e oa ur skouer war al lennegezh hag ar gomz. Evit pezh a sell ouzh e vuhez skrivagner, ez eo bet rener Pobl Vreizh, met goude, ez eo aet ar gazetenn da get tamm-ha-tamm. E barr e vrud e oa etre 1972 ha 1982. Ober a rae prezegennoù ha studiadennoù war sevenadur Breizh ha war ar speredelezh. Komzet en deus er skinwel hag er skingomz diwar-benn e ouizhiegezhioù relijiel.
Bet eo rener ar gelaouenn Planedenn adalek nevezamzer 1986.
Kelenner eo bet e Skol-Veur Brest betek 1998, pa 'z eas war e leve. E Brest edo o chom.
Ar c’hoant da skrivañ zo deuet dezhañ a-fed ar stourm evit hor yezh. Estreget ur stourm evit ar yezh e oa, evit ur brezhoneg unvan e pep korn eus ar vro en deus labouret, hag evit se ez eus bet tabutoù a bep seurt en-dro dezhañ. Klasket en deus skrivañ ar brezhoneg e doare da c'hellout mirout ar rannyezhoù war un dro. Difenn a rae un doare-skrivañ, an etrerannyezheg, ha krediñ a rae dezhañ unvaniñ an holl gwitibunan en-dro d'ar reizhskrivadur-se, an dud a skrive e peurunvan, e gwenedeg hag e skolveurieg. Disoc'hañ a reas an emvodoù-se war ur c'hwitadenn war vete nebeud hag aet eo pep hini diouzh e du en-dro.
A-hervez e vije bet c'hwitet war an emglev abalamour ma oa bet embannet an hentenn Assimil en doare skrivañ nevez-se a-raok ma vefe bet roet o asant da vat gant lod eus ar re a gemere perzh en divizoù. Ne van ken nemet un nebeud a dud feal d'an etrerannyezheg (penngerioù geriadur kentañ Frañsez Favereau, da skouer a zo e tri doare-skrivañ), rak emañ ar peurunvan o tont da vezañ skritur ar brasañ niver.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Fañch Morvannou, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.