1920 Emgann Varsovia

Emgann Varsovia, lesanvet Burzhud ar Vistula, a voe un trec'h peurglok polonat e 1920 e-kerzh ar Brezel etre Polonia hag URSS.

Polonia, darbet da vezañ trec'het garv, a oa deuet a-benn da argas ha da drec'hiñ al Lu Ruz. Vladimir Lenin, penn ar Volcheviked en doa graet "ur pikol faezhidigezh" eus ar c'holl-se.

1920 Emgann Varsovia
Soudarded Polonia dres goude an emgann gant bannieloù tapet digant an Arme Ruz
1920 Emgann Varsovia
Soudarded Polonia e 1920 o c'hortoz an dagadenn soviedel. Armet int gant ur vindrailherez Colt-Browning 1895

Goude Argadenn Kiev gant Poloniz harpet gant Republik Poblel Ukrania, ar nerzhioù lu soviedel a oa deuet a-benn da dalañ hag enep-argadiñ en hañv 1920. Rediet e oa bet an nerzhioù lu polonat da gilañ, strafuilhet, war-zu ar C'hornôg. Darbet e oa d'an nerzhioù lu polonat bezañ dispennet hag evit an arvestourien e oa anat e vefe un trec'h peurglok gant Soviediz.

Emgann Varsovia a ao padet etre an 12 hag ar 25 a viz Eost 1920 etre nerzhioù an Arme Ruz renet gant Mikhail Tukhachevsky a oa o tostaat da gêr-benn Polonia ha Kreñvlec'h Modlin. D'ar 16 a viz Eost, nerzhioù lu Polonia renet gant Józef Piłsudski o devoa enepargadet diouzh ar su, o troc'hañ lañs an argadenn soviedat. Rediet e oa bet al Lu Ruz da gilañ buan hag en dizurzh war-zu ar reter hag a-dreñv ar stêr Neman. Ar c'holloù a oa bet ramzel a bep tu: evit ar Rusianed e oa bet 10 000 den lazhet, 500 den steuziet, 30 000 den gloazet ha 66 000 prizoniad. Evit Poloniz e oa bet 4500 den lazhet, 10 000 den steuziet ha 22 000 den gloazet.

Tags:

BolchevikLu RuzVladimir Lenin

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Brown BessRepublikKravatenn noterChomlec’h IP28NASAOuigouregStadoù-Unanet AmerikaFernão de MagalhãesA (lizherenn)4 GouereGallegDispac'h ar JenoflJean JanGewehr 98MahomedBanniel19452005Marie-Antoinette Aostria1936DegemerGeorge Walker BushKristin ChenowethMontanaISO 4217Bloque Nacionalista GalegoKrubuilh dispakMoukBlev-gaolEl NiñoLusker enklaskBrennidennISBNLaritza BacallaoBeg Penn HirBrezel israelat-arabKarl CarstensCarne (film, 1968)E (lizherenn)Teknologiezh1831PrederouriezhJean LégerIliz katolik romanIranAzia ar MerventKensonenn kevig dre stlakatJakez RiouThe Elder Scrolls OnlineRoll yezhoù ofisiel IndiaKeltiaSpered SantelEmgannEthWiki17852002MerdeerBruchedLagadKrasnogorsk (Oblast Moskov)Kronikennoù Plac'h nevez BreizhDenGeriadurouriezh ar brezhonegGeorgiaAsam🡆 More