Douar Santel

An Douar Santel (en hebraeg: ארץ הקודש, Éreẓ haQodeš peʾÉreṣ haqQāḏēš ; e latin: Terra Sancta ; en Arabeg: الأرض المقدسة, al-Arḍ ul-Muqaddasah) eo an anv relijiel a vez graet eus an tiriadoù e-lec'h ma vevas Jezuz Nazaret (Jezuz-Krist ar gristenien), ha ma voe brezelioù a relijion betek hon amzer.


Douar Santel
Douar Santel
termen, lec'hiadur douaroniel, holy place
StadIsrael, Stad Palestina Kemmañ
Lec'hSouthern Levant Kemmañ
Lec'hiadurReter-Kreiz Kemmañ
Daveennoù douaroniel Kemmañ

An Douar Santel-se zo anezhañ douaroù rannet hiziv etre stadoù Israel, Palestina, Jordania (Betania ha reter ar ster Jordan), aodoù al Liban (gant Tir ha Sidon).

Er stadoù-mañ e kaver lec'hioù sakr evit ar gristenien, ar yuzevien hag ar vuzulmaned. Al lec'hioù pennañ a vez kavet e Jeruzalem : Iliz an Adsav, ar Golgota, Menez an Olived, Jetsemani, Sal ar Gambr-lid, Menez Sion, iliz santez Anna, ha Lenn Siloe. E Betlehem e kaver iliz ar C'hinivelezh ; e kêriadenn Ein Kerem iliz ar Weladenn ; hag e Nazaret iliz ar C'hemennadur.

Met e Galilea a-bezh e vez kavet lec'hioù e lec'h ma vez lidet buhez ha tremen ar C'hrist, evel e lenn Tiberiad pe er menez Tabor.

Santel eo abalamour ma'z eo eno emañ gwrizioù istorel an teir relijion undoueek, yuzeviezh, kristeniezh, islam. Brezelioù ar Groaz a voe graet war-zigarez "dieubiñ" an Douar Santel diouzh "yev an Islam".

Hiziv emañ an douaroù-se e-kreiz ar gorventenn gant an tabut etre Israel hag ar broioù arab amezek.

Istor an Douar-Santel

Er gronologiezh-mañ e vo dalc'het kont eus kalz elfennoù relijiel a bouez bras evit kompren istor ar vro.

  • 1800-1500 kent J.K.: Abraham, Izaak ha Jakob o chom e Bro-Ganaan. Mont a ra goude-se Jakob hag e familh da Vro-Egipt.
  • 1200 kent J.K.: an ermaeziadeg eus Bro-Egipt dindan renerez Moizez.
  • 1100 kent J.K.: pobl Israel a zeu da vezañ mestr war Vro-Ganaan.
  • 1000 kent J.K.: ar roue David e penn ar vro.
  • 931 kent J.K.: goude marv ar roue Salaun eo rannet ar vro etre div rouantelezh: hini Judea er c'hreisteiz hag hini Israel en hanternoz.
  • 721 kent J.K.: distrujet rouantelezh Israel gant an Asirianed.
  • 587 kent J.K.: distrujet eo rouantelezh Judea gant ar Babilonianed.
  • adalek 538 kent J.K.: distro eus an harlu. Palestina e vo anvet ar vro hiviziken, ha rannet e teir lodenn: Judea, Samaria ha Galilea.
  • 322 kent J.K.: Aleksandr Veur a zeu da vezañ mestr war ar vro: ar sevenadur c'hresianeg a en em led.
  • 167 kent J.K: dindan renerezh ar Vakkabeed en em sav ar bobl a-enep ar roue estren.
  • 63 kent J.K.: ar Romaned, gant Pompeius en o fenn, a gemer ar vro
  • adalek 3 kent J.K. betek ar bloavezh 30 goude J.K.: Buhez Jezuz Krist.
  • 70: distrujadeg Jeruzalem gant Titus e penn ar Romaned. An darn vrasañ eus ar Yuzevien a zo lakaet pe kaset d'an harlu.
  • 637: aloubidigezh Palestina gant an Arabed (muzulmaned).
  • 1070: an Durked oc'h aloubiñ ar vro.
  • 1095: kentañ kroaziadeg.
  • 1099: krouidigezh rouantelezh kristen Jeruzalem.
  • 1187: Saladin a gemer Jeruzalem: fin ar rouantelezh kristen.
  • betek 1915: Palestinia a vo dalc'het gant an Durked.
  • 1915: ar Saozon a gemer Jeruzalem. Adalek 1880, e oa kroget ar Yuzevien da zont en-dro da Balestina. Dont a reont da vezañ niverusoc'h war-lec'h diskleriadur Balfour e 1917.
  • 1921: Kevredigezh ar Broadoù a ro da Vreizh-Veur ur c'hemenn war Palestina. An enebiezh a za war greskiñ etre ar Yuzevien hag an Arabed o chom er vro.
  • 1948: Breizh-Veur a guita Palestina. Aozadur ar Broadoù Unanet a rann ar vro etre ar Juzevien hag an Arabed. Ar brezel a zav etrezo diouzhtu. An trec'h a za gant ar Juzevien.
  • 1949: goude an arsav brezel, stad Israel a zo anavezt gant Aozadur ar Broadoù Unanet. Al lodenn arab a zo staget ouzh Jordania. Kalz eus Arabed ar vro a zo kaset d'an harlu.
  • 1967: en desped da sav-poentoù peoc'h-garour ar c'hentañ ministr israelian Levi Eshkol,brezel ar c'hwec'h deiz a darzh etre Israel hag ar broioù arabek, bodet dindan aotrouniezh Gamal Abdel Nasser. Israel a gemer al lodenn arabeg eus Palestinia (tiriadoù ac'hubet a vez graet diwarno).
  • 1987: deroù an Intifada (brezel ar vein) etre ar Balestinianed ha soudarded Israel.
  • 1993: sinet un emglev etre gouarnamant Israel hag ar Balestinianed (gant Yaser Arafat en o fenn).
  • 1996: war-lec'h ar votadeg e teu Natanyaou (eus an tu dehou) e penn gouarnamant Israel.

Hiziv an deiz, ar peoc'h emañ c'hoazh en arvar etre an div boblad.

Levrlennadur

Tags:

ArabegHebraegJezuz NazaretLatin

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

2002TroadPortugalegNovorossiya (kevredad)LondrezKefeüsOuzbekistanLea Martini1493C'hoari ar misionerGallegTehranMata HariMoukEil Brezel-bedBosnia-ha-HerzegovinaToullañ goloenn an elligLesya UkrayinkaHamilton (Bermuda)Beg Penn HirJean JanAlamagnXVIvet kantvedBro-SkosClaireAnatol ar BrazEostJean LégerISO 421719981831Stadoù-Unanet AmerikaBloque Nacionalista GalegoDilhadKaonLaritza BacallaoThe Elder Scrolls OnlineKrubuilh dispakRuzenn gostez ouel divouezhJuan Antonio VillacañasLaosMarcellinus (pab)ISBNKanuhelFernão de MagalhãesMarie-Antoinette AostriaKleopatraTaylor SwiftEil brezel ar VoerenAna del CastilloPhilippe PascalKemper-GwezhennegUnited States Army Rangers6 EostCollinesBroE (lizherenn)1936Nikki FritzKragvouc'h SibiriaDiodoros SikiliaWattPastor (kristen)SaoznegIliz katolik romanDenBrown BessKunilingusHelle Thorning-SchmidtChile🡆 More