Dmitriy Dmitriyevitch Chostakovitch (ruseg: Дмитрий Дмитриевич Шостакович) (bet ganet d'ar 25 a viz Gwengolo 1906 e Sankt-Peterbourg, marvet d'an 9 a viz Eost 1975 e Moskov) a zo ur sonaozour rusian.
Goude bezañ bet desket ar piano gant e vamm, sonerez a vicher, e lakaas Dmitri Chostakovitch e anv e skol sonerezh Petrograd e 1919, e lec'h ma peurzeskas ar piano gant Leonid Nikolaiev hag ar sonaozañ gant Maximilien Steinberg. Diskouezet abred e varregezhioù gantañ e skrivas e oberenn gentañ evit ar piano d'an oad a 14 vloaz. D'an oad a 20 vloaz, e 1926, e sinas e sonadenn gentañ hag e siñfonienn gentañ ivez a reas berzh raktal er bed a-bezh.
E 1927 ec'h urzhias gouarnamant soviedel e eil siñfonienn digantañ a-benn lidañ deiz-ha-bloaz Dispac'h Rusia. D'ar memes bloaz e voe enoret gant un diplom da geñver kenstrivadeg etrevroadel ar piano e Varsovia.
A bep eil tro azeulet pe grozet e krogas Dmitri Chostakovitch gant ur respet arvarus, taget ken e oa gant ar gomunourien, diskuliet meur a wech evit e reizh pe e zireizh. E opera "ar fri", da skouer, savet diwar levr Nikolaz Gogol e 1930, a reas brud forzh pegement e-touez ar bobl a-raok bezañ pismiget ha berzet abalamour d'e zoare bourc'hiz ha disherit.
E 1934 e eil opera bremael, "Lady Macbeth eus Mtsensk" a reas berzh bras ivez, en Unaniezh Soviedel koulz hag er broioù all. Koulskoude, goude un abadenn e Moskov, daoust ma oa Stalin e-touez an arvesterien, e voe embannet ur pennad-skrid e 1936 er Pravda, titlet anezhañ "An dizurzh o kemer plas ar sonerezh" ha kondaonet ennañ e labour. Harzet e voe an abadennoù hag embannet e voe e oa Chostakovitch "enebour ar bopl".
Rediet e voe Dmitri Chostakovitch da ziskrogiñ eta. Skrivañ a reas e siñfoniennoù niv 5 (1937), niv 6 (1939), niv 7 - Leningrad- (1942), degemeret mat gant ar Parti. Dizuet e 1941 e voe anvet kelenner e skol sonerezh Leningrad hag e resevas Priz Stalin evit e "bempad gant ur piano". E 1948 avat e voe skarzet gant Jdanovism hollc'halloudus. Kollet e voe gantañ e labour kelenner betek 1961. E vab Maxim memes a zleas e gondaoniñ dirak an holl.
Resev a reas Priz Etrebroadel ar Peoc'h koulskoude e 1953.
Rehabilitet en-dro e 1958 (e-pad an distalinañ), Dmitri Chostakovitch a voe ar sonaozer kentañ a resevas, e 1966, titl "Haroz al Labour".
Mervel a reas d'an 9 a viz Eost 1975, goude meur a arsav kalon.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Dmitriy Chostakovitch, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.