Conakry (Kɔnakiri e maninka, Konaakri e fulfulde) eo kêr-benn ha kêr vrasañ Ginea.
Emañ war an aod, war ribl ar Meurvor Atlantel. Kêr vrasañ Ginea eo, ha kreizenn velestradurel hag armerzhel ar vro. Kresket eo en-dro d'ar porzh a ezporzhier aluminiom ha bananez drezañ. E 1887 en em stalias ar C'hallaoued eno hag e 1904 e rejont eus Conakry pennlec'h an drevadenn anvet neuze Ginea c'hall.
Anv ofisiel | Conakry, ߞߐߣߊߞߙߌ߫ |
---|---|
Anv er yezh a orin | Conakry, ߞߐߣߊߞߙߌ߫, Kɔnakiri, 𞤑𞤮𞤲𞤢𞥄𞤳𞤭𞤪𞤭 |
Anv annezidi | Conakrienne, Conakrien, ߞߐߣߊߞߙߌߞߊ |
Stad | Ginea |
Kêr-benn eus | Ginea, People's Revolutionary Republic of Guinea, Conakry Region |
E tiriad | Conakry Region |
Gwerzhid-eur | Greenwich Mean Time |
War ribl | Meurvor Atlantel |
Daveennoù douaroniel | |
Gevellet gant | Freetown, Cleveland, Dakar |
A zo stok ouzh | Kindia, Dubréka Prefecture |
Yezh implijet | galleg, Guinean Sign Language |
Abaoe dizalc'hidigezh ar vro e 1958 eo kresket spontus poblañs kêr, evit tizhout un daou vilion bennak a dud e 2010 war un hollad a C'hineiz a 10 milion (1 Ginead war 5). Ouzhpenn 3 milion a dud a zo en tolpad.
Gevellet eo Conakry gant Cleveland en Ohio, er Stadoù-Unanet.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Conakry, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.