Dakar

Dakar (Ndakaaru e wolofeg) eo kêr-benn ha kêr vrasañ Senegal.

Emañ war ribl ar Meurvor Atlantel, war ledenez ar C'hab Glas, hag ar gêr vras ar pellañ er c’hornôg eo war kevandir Afrika ha zoken ar Bed Kozh.

Dakar
Kreiz kêr Dakar.

Ur porzh-mor a bouez eo evit ar marc’hadourezhioù ezporzhiet eus Afrika. Poblet eo Dakar gant 1 056 009 a dud e 2011 ha war-dro 3,2 milion a dud zo o chom en tolpad-kêrioù hervez an niveradeg ziwezhañ e 2013. Emañ Bodadenn Vroadel Senegal ha Palez Prezidant Senegal e Dakar. E-touez an traoù zo da welet c’hoazh e Dakar e c’haller menegiñ ar Voskeenn Vras (savet e 1964), enez Gorée dirak ar porzh, Mirdi Sevenadur Afrika ar C’hornôg, ar Skol-veur Cheikh Anta Diop (pe Skol-veur Dakar, savet e 1957).

N'eo rannvro Dakar nemet 0,3 % eus gorread ar vro gant 550 km2, met enni 25 % eus ar boblañs ha 80 % eus armerzerezh ar vro.

Istor

Korn-bro Dakar (enez Gorée) a voe ur greizenn a bouez evit kenwerzh ar sklaved etre ar XVIvet hag an XIXvet kantved. Ur c’hontouer a voe savet eno gant Portugaliz e 1444. Etre 1588 ha 1677 e voe kêr e dalc’h, a-bep-eil, Portugaliz, Izelvroiz, Saozon pe Gallaoued. Ar re-se a chomas mestr war an dachenn a-benn ar fin. Ur c’hreñvlec’h a voe savet gant ar jeneral gall Louis Faidherbe, e 1857. Ha diwar an dra-se e kreskas Dakar, a zeuas da vezañ kêr-benn Afrika C'hall ar C'hornôg e 1902, e-lec’h Saint-Louis.

Unan eus kêrioù pennañ an Impalaeriezh trevadennel c'hall e voe Dakar en amzer-se. Ur gêr a bouez e oa evit ar c’henwerzh hag evit an arme c’hall en Afrika, betek an Eil Brezel-Bed. Kêr-benn Kevread Mali e voe Dakar e 1959 ha 1960. Ha dont a reas da vezañ kêr-benn stad dieub Senegal d’ar 4 a viz Ebrel 1960.

Gant an dud o tont eus ar maezioù, hag he emgrask, eo tremenet Dakar eus ur gêr a 400 000 a dud e 1970 d'ur veurgêr a 3,2 milion a dud e 2011.

Sevenadur

Enez Gorée zo bet lakaet war roll ar Glad bedel gant an Unesco e 1978.

E-touez ar monumentoù e kaver Dor ar Trede Milved ha Monumant Adsav Afrika.

Stank eo ar wolofeg er vuhez pemdez, deuet eo da vezañ yezh vehikular ar gêr. Ar galleg, yezh ofisiel ar vro, a zo komprenet ha komzet gant 49,4 % eus an annezidi.

Tud brudet genidik eus Dakar

Politikerezh

  • Pape Diop, politikour senegalat
  • Ségolène Royal, politikourez c’hall
  • Marc Le Fur, politikour breton
  • Sibeth Ndiaye, politikourez c'hall

Sevenadur

  • Youssou N'Dour, soner
  • Ismaël Lô, kaner
  • MC Solaar, raper

Sport

  • Patrick Vieira, c’hoarier mell-droad gall er c’hlub F.C. Internazionale Milano.
  • Lamine Diatta, c'horier mell-droad etrebroadel senegalat
  • Patrice Evra, c'hoarier mell-droad

Kêrioù gevellet

Daveoù et notennoù

Liammoù diavaez

Tags:

Dakar IstorDakar SevenadurDakar Tud brudet genidik eus Dakar Kêrioù gevelletDakar Daveoù et notennoùDakar Liammoù diavaezDakarAfrikaBed KozhKêr-bennLedenez ar C'hab GlasMeurvor AtlantelSenegalWolofeg

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

KimeraApollon292Pink FloydFrodo Sac'hegBanniel KanadaAssociazione Calcio MilanRobin WilliamsMarine LavigneDugelezh BreizhOadvezh ar maenRuzennAmenhotep IIIKonon (Aten)Gressoney-Saint-JeanFellasionKampagn GuadalcanalEnez FedrunKloar-KarnoedThomas HardyKib vell-droad ar bed 2002Urzh an heureuchinDasorc'hidigezh2002Naouegezh artifisiel1999IndoneziaSpringfield (Illinois)Vladimir PoutinIsraelEnez an TrocaderoDante AlighieriPalestinaRaoul SalanDwynwenGobGwezenn-gerentiezhAotenn OckhamGiovanni PascoliGarry Kasparov11 GenverPellgehenterezhioùSistrMermin MawrTierniezh TangMalawiListenn glok kodoù ISO 639-1Nico RosbergFootball Klub NaonedAostralia (kevandir)TouristerezhJe suis CharlieNikki FritzNitrogenMoudennWikiarroudGwenn (liv)Hans SchollListenn livourien Ofisoù FirenzeTyne (Bro-Saoz)Japan🡆 More