Charlez Kotonneg, Charles Cotonnec er marilhoù, ganet e Sant-Turian d'an 22 a viz Ebrel 1876 ha marvet e Pariz d'an 30 a viz Meurzh 1935, a oa ur medisin breizhat hag ur barzh brezhonek.
Pareour a oa e anv drouiz. Adsaver hag adreizher sportoù hengounel Breizh eo.
E dud a oa gounideien en o aez eus Sant-Wazeg. Skoliataet e voe e kloerdi bihan Pontekroaz hag e lise Kemper ha da c'houde ez eas war e studi medisinerezh e Naoned hag e Pariz. Etre 1904 ha 1914 e voe mezeg en Henbont hag e-pad ar Brezel-bed kentañ e voe galvet da gabiten-mezeg. E 1922 e voe lakaet e penn klañvdi Kemperle goude m'en doa echuet gant kentelioù surjianerezh.
E 1927 e voe graet anezhañ drouiz Pareour e-doug Goursez kuzh Rieg.
E 1929 e savas gant Taldir ha gant un toullad rannvroelourien an ti-embann, Armorica, e Karaez. Kemer perzh e bodadegoù ar Goursez en deus graet ingal betek e varv.
Brudet eo dreist-holl evit bezañ adsavet ha reizhet ar gouren breizhek. Aozañ a reas gourenadegoù er broioù keltiek ha sevel a reas Kevredigezh Mignoned Gouren ha Sport Breizh (Fédération des Amis de la Lutte et des Sports Athlétiques Bretons, FALSAB) e 1930.
D'ar bevar a viz C'hwevrer e oa gourenadeg vras an Oriant, hag an doktor Cotonnec eo a rene ar gouel kaer. Ur gaer a brezegenn a reas ar rener d'ar bobl a-raok ma krogas ar c'hourenerien da begañ an eil en egile.
Va zamm buhez, Loeiz Mari ar Floc'h
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Charlez Kotonneg, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.