Barbara Nikomedia

Barbara Nikomedia, pe Barba peurvuiañ e brezhoneg, a oa, hervez ar vojenn, ur werc'hez hag ur verzherez kristen eus an IIIe kantved, marteze eus Nikomedia, en Azia Vihan, hag a voe dibennet abalamour d'he feiz.

Barbara Nikomedia
Santa Barbara, livet gant Jan van Eyck, (war-dro 1437) Koninklijk Museum voor Schone Kunsten, Antwerpen,
Barbara Nikomedia
Merzherinti Barbara, gant Pinturiccio. Ar santez o tec'hel. Ranndi ar pab Alesant VI Borgia.

Kastizet e voe he bourevier gant un taol-kurun. Setu perak e vez pedet Barba a-enep d'an dañjerioù a varv trumm stag ouzh an taolioù-kurun, an tan, an tredan. Enoret e vez e Breizh, er Faoued dreist-holl, ha brudet eo chapel santez Barban ar Faoued.

Tennet eo bet hec'h anv eus anvioù ar sent ofisiel abalamour ma ne oa ket asur gwirionded ar vojenn.


He buhez

Barbara Nikomedia 
Barbara, gant Parmigianino (1503–1540). Mirdi ar Prado.

Bevañ a rae Barbara war-dro kreiz an IIIde kantved, a greder, pe en Heliopolis (a zo Baalbek en Liban) en amzer an impalaer Maximianus Herculius, pe e Nikomedia, e Bitinia, en Azia Vihanañ.

He zad Dioscorus, a oa un den pinvidik, pagan, diskennad eus satraped pers. Difenn gwerc'hded e verc'h a felle dezhañ ha diwall anezhi diouzh ar gristenien, hag evit se e serras anezhi en un tour ha daou brenestr warnañ (gwelout ar gontadenn Rapunzel). Un deiz avat e teuas d'he c'haout ur beleg gwisket en mezeg hag a vadezas anezhi. Pa zistroas he zad eus ur veaj e kontas Barba dezhañ he devoa toullet ar voger d'ober un trede prenestr en tour, abalamour da aroueziañ an Drinded, dre ma oa deuet da vout kristen. Hag an tad da c'hwezhañ an tan en tour. Tec'hel avat a c'hallas Barba ober, met kavet e voe pelec'h e oa o kuzhat, hag ur mesaer a eas da gontañ d'he zad.
Hag an tad neuze da sachañ e verc'h gantañ betek ti gouarnour roman ar broviñs a gondaonas anezhi d'ar marv. Dre ma nac'he ar plac'h dilezel he feiz e c'hourc'hemennas ar gouarnour d'an tad dibennañ e verc'h e-unan. Ha Dioscorus da zibennañ ar plac'h, ha kenkent e kouezhas tan Doue warnañ.

Pa deuas ar gristenien da c'houlenn korf ar verzherez yaouank ne falvezas ket dezho ober gant hec'h anv pers ha ne gredjont ket ober gant hec'h anv kristen ivez, rag-aon da ziskuliañ o relijion, ma lavarjont e oant deuet da gerc'hat « ar varbarez yaouank » (barbara e latin), ma voe miret an anv.

Istor

N'eus ket kaoz anezhi er skridoù kozh a-raok ar VIIvet kantved. Tennet e voe hec'h anv a-douez ar sent ofisiel e 1969 gant ar pab Paol VI en e embann Mysterii Paschalis.


Arz

Pennadoù kar

Tags:

Barbara Nikomedia He buhezBarbara Nikomedia IstorBarbara Nikomedia Pennadoù karBarbara NikomediaBarbaIIIe kantved

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Karl Carstens28NASATehranLiessindetonAmerindianedVulnerant omnes, ultima necatMerdeerChileC'hoari ar misionerDenis MarionSemyon AlapinKembreHTML10 C'hwevrerLea MartiniAlamaneg2007Jakez RiouEmgann2005Iliz katolik romanMahomedUsenetLaritza BacallaoBannielKravatenn noterKefeüsPloubêrBrezel etre Ukraina ha RusiaBosnia-ha-HerzegovinaErnest RutherfordPaul AvrilLizherenneg fonetik etrebroadel evit ar saoznegPornografiezhIranA (lizherenn)Portugaleg1924WikiHinSinaBretonedProduadur diabarzh grosBlues1779Klausen (Sutirol)Ar C'hembodLiger-AtlantelSivetKarnoedCoop Himmelb(l)auBro-C'hallC'hoarioù OlimpekZombie Strippers2001Anatol ar BrazBlogIsabel Sofía PicónXXvet kantvedKiwi MantellBahamasElligKragvouc'h SibiriaArc'hantinaVladimir PoutinToullañ goloenn an elligBro-SkosCothi🡆 More