Au clair de la lune zo ur ganaouenn boblek c'hallek eus ar XVIIvet pe XVIIIvet kantved.
Darn a lavar e voe savet an ton gant Jean-Baptiste Lully, sonaozour ofisiel ar roue gall Loeiz XIV, hag ar son gant e vignon ar barzh Philippe Quinault, er XVIIvet kantved.
Darn all a lavar e voe savet diwezhatoc'h en XVIIIvet kantved, ha n'eo ket anavezet an oberour.
Doareoù all zo, gant komzoù all. Kanerien zo o deus kanet anezhi hervez o faltazi. Hini Colette Renard n'eo ket da reiñ da selaou d'ar vugale.
Lakaet eo bet e brezhoneg, a-hervez gant Roparz Hemon. Pa vo kavet ar skrid e vo lakaet amañ.
This article uses material from the Wikipedia Brezhoneg article Au Clair de la Lune, which is released under the Creative Commons Attribution-ShareAlike 3.0 license ("CC BY-SA 3.0"); additional terms may apply (view authors). Danvez a c'haller implijout dindan CC BY-SA 4.0 nemet ha notet e vefe ar c'hontrol. Images, videos and audio are available under their respective licenses.
®Wikipedia is a registered trademark of the Wiki Foundation, Inc. Wiki Brezhoneg (DUHOCTRUNGQUOC.VN) is an independent company and has no affiliation with Wiki Foundation.