Asociación Del Fútbol Argentino

Asociación del Fútbol Argentino (AFA) (Kevredigezh ar Vell-droad Arc'hantinat e brezhoneg) a zo he c'harg ober war-dro an holl genstrivadegoù mell-droad aozet en Arc'hantina.

Krouet e voe e Buenos Aires d'an 21 a viz C'hwevrer 1893 gant ar c'helenner ha sportour skos Alexander Watson Hutton, hag eñ aet da gentañ prezidant.

Asociación Del Fútbol Argentino
Asociación Del Fútbol Argentino

Kemer perzh a reas ivez dileuridi eus ar c'hleuboù Buenos Aires English High School Athletic (Alumni Athletic Club adalek 1898), Flores Athletic Club, Old Caledonians, Lomas Athletic Club, Quilmes Rowers Athletic Club ha Saint Andrew's Scots School.

Istor

Breizhveuriat anezhañ ar prezidant Watson Hutton, n'eo ket souezh e vije bet dibabet un anv — The Argentine Association Football League (AAFL) — blaz kreñv ar saozneg gantañ. Kemeret he devoa ar gevredigezh nevez-flamm lec'h Argentine Association Football League a oa bet savet d'ar 7 a viz Meurzh 1891 gant F.L. Wooley, he c'hentañ prezidant.

Diwar neuze e voe klasket spanolekaat anv ar gevredigezh tamm-ha-tamm :

  • e miz C'hwevrer 1903 ez eas da Argentine Football Association (AFA),
  • e miz C'hwevrer 1912 ez eas da Asociación Argentina de Football (AAF) ; e 1912 an hini eo ivez e voe degemeret evel kentañ ezel suamerikan eus Kevread Etrebroadel Football Association (KEFA),
  • 14 a viz Mezheven 1912 : disrann a gasas da grouidigezh Federación Argentina de Football (FAF),
  • 23 a viz Kerzu 1914 : kendeuzet e voe AAF ha FAF,
  • 22 a viz Gwengolo 1919 : disrann adarre ha krouet e voe Asociación Amateurs de Football (AAmF),
  • 28 a viz Du 1926 : kendeuziñ adarre o krouiñ Asociación Amateurs Argentina de Football (AAAF),
  • 18 a viz Mae 1931 : krouet e voe Liga Argentina de Football (LAF) ha mont a reas AAAF da Asociación Argentina de Football (Amateurs y Profesionales) (AAFAP) adalek miz Mezheven,
  • 3 a viz Du 1934 : kendeuziñ evit an teirvet gwech o reiñ Asociación del Football Argentino (AFA),
  • 1946 : echuiñ a reas an emdroadur da vat ha degemeret an anv a anavezer hiziv an deiz.

Liamm diavaez

Tags:

189321 a viz C'hwevrerArc'hantinaBuenos Aires

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

AlaskaWiki CommonsAostriaMagdalena zur LippeTwitterPik-estlammiñDen (Douar-ar-C'hreiz)Enez ErranMermin MawrYouTubeGwallerezh reizhañTurkiaFaskouriezhEmgann AusterlitzThomas MoreWilliam IIIBreizhLeon XIIICharles MansonMaria-Amélia de BragançaDjiboutiMalawiPañvrid-ar-BeskontEmgann LodiGeorg Wilhelm Friedrich HegelKlaoda ar PradEnez Terc'h (Plougouskant)Oadvezh ar maenMenez C'homm1771GouhinMandragonDragon Ball ZBanniel KanadaKravatenn noterStrollad Komunour Marksour-Leninour GresCascading Style SheetsSumerArctic MonkeysFeur-emglevAlbanegEnez AdakPaskKampagn GuadalcanalPaleontologiezhThéodore Hersart de La VillemarquéRannvroioù Bro-C'hallEil Divizion Hobregonet SS Das ReichGwallzarvoud nukleel Fukushima ILionel MessiSarpedon (mab Laodameia)ZagrebUnaniezh EuropaErotegezhMoudennBloavezhioù 1590MerdeerElvis Presley🡆 More