Andromeda

Andromeda (Ανδρομέδη /Andromeda e gregach), pe Andromede (Ἀνδρομέδα, Andromédē), merc'h Kefeüs ha Kassiopeia, roue ha rouanez Aithiopia, a oa ur vaouez e mojennoù Hellaz kozh, hag a voe saveteet a-dre skilfoù un euzhvil-mor gant Perseüs, hag a zimezas gant he saveteer.

Andromeda
Andromeda chadennet ouzh ar garreg gant an Nereidezed, livet gant Théodore Chassériau (1840), dalc'het e mirdi al Louvre.
Andromeda
Andromeda (1869) Edward Poynter.
Andromeda
Andromeda kinniget da euzhvil ar mor (1869) Paul Gustave Doré.
Andromeda
La Délivrance d'Andromède livet gant Pierre Mignard(1679), mirdi al Louvre. Gwelout a reer Kefeüs ha Kassiopeia o trugarekaat Perseüs war-lerc'h dichadennañ o merc'h Andromeda.

Gerdarzh

Dont a raje an anv diwar Ανδρομέδη /Andromedē, savet diwar ανδρος (andros, den, gour) ha μηδομαι /mēdomai "soñjal". Talvezout a ra "soñjal en ur gwaz", met gerdarzhioù all zo bet kinniget.

Mojenn

He mamm Kassiopeia he devoa poufet e oa ken koant hag an Nereidezed, ma savas droug e Poseidon, doue ar mor, a gasas dour-beuz d'ar vro, hag un euzhvil a rene war ar mor, ma ne c'halle den mont war vag ken.

Diouganañ a reas beleg an doue Ammon ne vije peoc'h ebet digantañ ken na roje ar roue e verc'h Andromeda d'an euzhvil. Neuze e voe staget ar plac'h kaezh ouzh ur garreg war an aod. Dres d'ar poent-se edo Perseüs, war e varc'h askellek, o tistreiñ eus lazhañ Gorgon, hag o tremen damdost, pa glevas hirvoudoù ar goantenn. Hastañ buan a reas ober e stal d'an amprevan, distagañ ar fulenn, dimeziñ ganti, petra bennak ma oa bet prometet d'ur paotr yaouank all, Fineüs e anv.

En eured e savas kann etre an daou baotr, ha troet e voe Fineüs e maen, tra ken 'met o welout penn Gorgon (hervez Metamorfozoù Ovidius). War-lerc'h an eured ez eas Andromeda gant he fried da Diryns, en Argolis. Eno e voent hendad ha henvamm lignez ar Berseided.

C'hwec'h mab hag ur verc'h o doe:

Liammoù diavaez


Andromeda 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wiki Commons.

Tags:

AithiopiaHenc'hresHenc'hresianegKassiopeiaKefeüsPerseüs

🔥 Trending searches on Wiki Brezhoneg:

Blog1897Iliz katolik romanCharles DickensTaylor SwiftCoop Himmelb(l)auGwarezva Arabia ar SuAdverbKravatenn noterHamilton (Bermuda)Lizherenneg fonetik etrebroadel evit an alamanegNoutJekoLiessindetonBrezel etre Ukraina ha RusiaKuzul Kernev-VeurPlouginAerouantAstatThe Elder Scrolls OnlineGlasEostKronikennoù Plac'h nevez Breizh2002Kensonenn drek-logigoùMoskovHungariaKembraegUnicodeHinBourc'hA (lizherenn)Kensonenn dent dre dostaatKarnoedArmeniaTania MalletLannuonPhilippe PascalAchille DevériaYukonLizherenneg fonetik etrebroadel evit ar saoznegGeriadurouriezh ar brezhonegMata HariTorri di QuartesoloVijil2007Kuomintang6 EostZeusRann-eurChesten MarchantDegemerDeiziadur berberekGokkun2005Eil brezel ar VoerenXXvet kantvedBrezel-bed kentañKensonenn kevig dre dostaat1945HAnatol ar BrazThe Running Man (film 1987)DenKleopatraFelix SteinerCarles PuigdemontBukkake🡆 More